Holloueziadur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot ouzhpennet: ga:Ciclipéid; Kemm dister
Linenn 1:
Un '''holloueziadur''' (pe ''kelc'hgeriadur'') a lavarer e [[brezhoneg]] eus ul [[levr]] a glasker lakaat muiañ ma c'haller a zeskamant pe [[gouiziegezh]] ennañ, diwar-benn [[danvez]]ioù a bep seurt.
 
Gellout a ra un holloueziadur bezañ arbennikaet par pled gant un dachenn hepken, da skouer pa ne denn nemet d’ar [[skiant]]où. Alies e vez renket an danvez dre urzh al [[lizherenneg]]. E-pad pell eo bet embannet an holloueziadurioù e stumm levrioù. Bremañ en o c’haver ivez enrollet war [[pladenn]]où ha muioc'h-muiañ dindan stumm ul [[lec'hienn]] war ar [[Kenrouedad|Genrouedad]].
 
Koulskoude, daoust d'ar strivoù, met ne c'hell an holloueziadur enklozañ an holl ouiziegezh.
 
== Anvadur ==
Savet eo ar ger ''holloueziadur'' diwar ar gerioù ''holl'', ha ''gouez-'', ur wrizienn a gaver er verb ''gouzout'' hag en anv ''gouiziegezh'', gant al [[lostger]] ''-adur'' a gaver e-barzh ''[[geriadur]]'' pe ''[[yezhadur]]''. Tost eo d'ar ger ''gwyddoniadur'' a gaver e [[kembraeg]] evit envel ar seurt oberenn ha d'ar ger [[kerneveureg|kernevek]] ''godhonyador''.
 
Ur ger all a zo bet e brezhoneg evit se : ''kelc'hgeriadur'', zo savet diwar ar gerioù ''[[geriadur]]'' ha ''kelc'h'', evit treiñ ar [[gresianeg]] ''Enkuklopaideia'', a dalveze ''deskamant'' lakaet en ur ''c'helc'h'', peogwir e vez enklozet ennañ deskamant an oberour(ien) betek o harzoù diwezhañ skeudennaouet gant ar c'helc'h. Ouzhpenn-se ne c'heller ket implij un holloueziadur urzhiet dre zanvezioù hep brassellout ouzh ur [[meneger]] hag a zo stumm eeunañ ur geriadur.
Linenn 19:
-->
 
== An daou zoare da glask enklozañ an deskamant ==
P'eo ar geriadur astennet da vezañ un holloueziadur, ledan pe arbennig he falioù, ez eus bet savet hollouezadurioù hentennek ivez.
 
Holloueziadurioù gant ur framm ennañ rummoù urzhiet hervez ur poell savet a-ratozh ez int. Dre vras e vez bodet an deskamant dindan anvioù ar [[kelenn|c'helennoù]] bras evit ma reas [[Aristoteles]] ([[Poellouriezh]], Politikouriezh, Barzhegezh, Aritmetik, Oablouriezh, Fizik hag ar pezh a zo "goude" ar Fizik, ar Metafizik ([[Trabedoniezh]] e brezhoneg).<br />
Ar [[patrom]] koshañ eo an holloueziadur hentennek evel ma weler gant ar ''[[Speculum Majus]]'' savet e [[latin]] gant [[Vincent de Beauvais]], un oberenn a ziskouez sammad ar ouiziegezh a c'helle dastum en XIIvet kantved e Europa.<br />
Er XVIIvet kantved e teuas e soñj al lederien deskamant implij al lizherenneg evit dispakañ pennadoù ha ne oant ket urzhiet dre o zemoù, met liammet etrezo gant [[adkas]]où. Sellet ouzh [[skouer]]ioù roet er rannbennad istorel izeloc'h.
 
== Istor ==
En [[Henamzer]] e voe savet holloueziadurioù gant ar C’hresianed. Oberennoù [[Aristoteles]] ha [[Demokritos]] a yae pep hini anezho d'ober meni holloueziadurioù hag ar pezh a chom eus oberenn ar c'hentañ a c'hell bezañ gwelet evel an holloueziadur koshañ. Ar Roman [[Plinius kozh]], er [[Iañ kantved]], en deus savet un "Istor naturel" (''Naturalis historia'') a oa ennañ meur a levr ha 37 anezho (diwar 160) a zo bet miret. Ennañ e oa anv eus [[fed]]où gwir ha traoù faltazius. Sellout a reer ouzh an oberenn-se evel [[mammenn]] an holloueziadurioù zo deuet war-lerc’h.
 
En {{IIIe kantved}} e teuas er-maez an holloueziadur sinaek kentañ, dindan an anv ''Melezour an Impalaer''. An holloueziadurioù e [[Sina]] a oa un harp evit ar studierien en o [[arnodenn]]où. Lod anezho a voe savet a-hed meur a gantved. Ar ''Statudoù Ledan'' da skouer a voe savet da gentañ gant [[Du Yu]] en [[801]] hag a voe kendalc’het da skrivañ betek an [[XXvet kantved]].
 
[[Cheng Zu]], an [[impalaer]] eus [[Sina]] eus rummad ar roueed [[Ming]] a lakaas sevel an holloueziadur ''Yongle'', an oberenn vrasañ eus ar seurt-se. Echuet e oa bet er bloavezh [[1408]] hag ennañ e oa 11 000 levrenn dornskrivet a chom war-dro 400 anezho.<br> />
 
En [[IXvet kantved]] e voe embannet an holloueziadur arabek kentañ, savet gant [[Ibn Qutayba]]. Dek levrenn a oa en oberenn, ha plediñ a rae gant an danvezioù-mañ : ar [[galloud]], an [[noblañs]], an [[temz-spered]], ar c’hloer, ar [[karantez|garantez]], ar [[boued]], ar [[maouez]]ed…, oc’h ober gant [[krennlavar]]ioù, [[barzhoneg]]où…
Linenn 38:
Lavarout a reer peurvuiañ ez eo gant ar Saoz [[John Harris]] e voe savet ar c’hentañ holloueziadur modern, e stumm ul levr ennañ pennadoù renket hervez urzh al lizherenneg. E [[1704]] e teuas er-maez e ''Lexicon technicum''. E dibenn an [[XVIIIvet kantved]] e teuas er-maez an ''[[Encyclopaedia Britannica]]'', e stumm teir levrenn embannet etre [[1768]] ha [[1771]]. Hiziv an deiz c’hoazh ez eo an holloueziadur brudetañ ha pouezusañ er bed saoznek. D’an hevelep mare e voe embannet e [[Bro-C’hall]] an ''[[Encyclopédie ou dictionnaire raisonné des sciences, des arts et des métiers|Encyclopédie]]'' gant [[Denis Diderot|Diderot]]. E [[1772]] e voe echuet. Ennañ e oa [[pennad]]où gant [[Voltaire]], [[Rousseau]], [[d'Alembert]] ha [[Montesquieu]], kefredourien vras d’ar mare-se. Gant an [[Iliz katolik]] ha gant lez ar Roue e voe gwelet [[Encyclopédie ou dictionnaire raisonné des sciences, des arts et des métiers|Encyclopédie]] [[Denis Diderot|Diderot]] evel un oberenn awenet gant ur spered disuj koulz lavaret. D’ar mare-se ivez e voe savet en [[Alamagn]] holloueziadur [[Brockhaus]].
 
== Ha bremañ ==
An holloueziadurioù, anezho oberennoù ledañ deskamant e stumm pennadoù a ra dave an eil re d’ar re all, a c’hell mat-tre bezañ lakaet war un [[urzhiataer]]. Kalz aesoc’h ha buanoc’h e kaver ar pezh a glasker evel-se. Ouzhpenn-se e c’heller lakaat war un urzhiataer traoù ouzhpenn ar pezh a vezer boas da gavout el levrioù : [[son]]ioù, [[video]]ioù ha kement danvez [[liesvedia]] a c’heller ijinañ. Ur roll brasoc’h-brasañ zo gant an holloueziadurioù-se war dachenn an [[deskadurezh]] elektronek.
 
== Hollouezadurioù brezhonek ==
E [[brezhoneg]] n’eus bet embannet holloueziadur ebet war [[paper|baper]] morse betek-henn. Bremañ, gant [[Wikipedia]], ha gant [[kenlabour]] an holl vrezhonegerien a youl vat, emeur o klask sevel ur [[benveg]] par d’ar pezh a gaver e [[yezh]]où all, ha kaout deskamant war a bep seurt traoù en hor yezh.<br />
Koulskoude ez eus bet un seurt holloueziadur savet e Breizh hag e yae kalz a vrezhoneg ennañ daoust dezhañ bezañ skrivet e galleg. [[Pierre Joseph de Coëtanlem de Rostiviec|Geriadur Pierre Joseph de Coëtanlem de Rostiviec]] an hini eo, savet e-doug an [[Dispac'h gall]] ha chomet [[diembann]] e [[dornskrid|zornskrid]] betek dibenn [[2008]]. Un [[astenn]] da c'heriadur [[Loeiz ar Pelleter]] eo gant [[addispleg]]où gouiziek da bep [[ger]].
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://www.wikipedia.org/ Wikipedia]
=== Galleg ===
* [http://www.academie-francaise.fr/ Académie francaise]
Linenn 61:
* [http://en.wikipedia.org/wiki/Main_Page Wikipedia Wikipedia saoznek]
 
=== Spagnoleg ===
* [http://enciclopedia.us.es/ Enciclopedia Libre]
 
Linenn 107:
[[fr:Encyclopédie]]
[[fy:Ensyklopedy]]
[[ga:Ciclipéid]]
[[gan:百科全書]]
[[gd:Leabhar mòr-eòlais]]