Demokratelezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ne:लोकतन्त्र
D Robot ouzhpennet: yo:Òṣèlú; Kemm dister
Linenn 2:

An '''demokratelezh''' (ger benel ; [[liester]] : ''demokratelezhioù'' ; a-wechoù ''demokratiezh'') a zo un doare da aozañ [[afer]]ioù publik ur [[strollad politikel]] resis, ur [[riez]] pe ur [[kevredad|stad kevredet]] da gentañ holl, met e tle an demokratelezh bezañ en implij el liveoù izelañ a zo dezho ivez. Meur a doare aozañ ar mont-en-dro etre [[hinienn]]où ha [[strollad]]où an [[tiriad]] m'emaint o vevañ warnañ.

Bez ez eus an demokratelezh eeun hag an demokratelezh-gannadiñ, houmañ an hini a gaver d'an aliesañ.

Linenn 8:
Ar ger demokratelezh a zo bet savet diwar ar ger [[gresianeg|gresianek]] ''δημοκρατία'' (''demokratia''), hemañ a [[grwizienn|wrizienn]] ar ger ''demos'' (''δημος'') o talvezout [[yoc'h]]ad tud, [[pobl]].

== [[Reolenn]]où diazez an demokratelezh ==
Ar reolenn gentañ a zo reolenn ar [[muiañniver]] a vez implijet koulz evit dilenn an dud karget gant leviañ an aferioù el [[live]]où uhelañ (ar pezh a vez anvet gouarnañ ivez) hag evit an divizout war reolennoù pennañ, al [[lezenn]]où, mont-en-dro ar [[strollerezh]] er [[bodadeg-lezenniñ|bodadegoù-lezenniñ]]. Koulskoude, e mare an demokratelezh [[kornôg]]el gentañ, houmañ savet gant an [[Aten|Ateniz]]iz er [[Vvet kantved kent Jezuz-Krist]], ne veze ket dilennet an dud e karg, met tennet d'ar [[sord]].

P'eo bet ijinet an demokratelezh a-enep an [[unpenniezh hêrel]] e tle ar [[karg|c'hargoù]] bezañ fiziet evit un amzer termenet (amzervezh ar [[respet]]) ha diouzh-se vez renevezet levierien ar bobl en un doare ingal.

Met ar bennaenn a zo a-dreñv reolenn ar muiañniver a zo hini [[riegezh ar bobl]] pe, evel ma embanne [[Abraham Lincoln]], "gouarnamant ar bobl gant ar bobl e-unan". Ar bobl a zo amañ termenet evel [[hollad]] an dud a asant kaout ur [[gouarnamant]] dezho hag a c'hell e ober.

== [[Gwir]]ioù ar [[bihanniver]] hag ar [[minorelezh]]ioù ==
Ma lakaer ar muiañniver da vezañ e penn an traoù, ret eo diwall ar [[bihanniver]] eus ar pezh a vez anvet "[[gwaskerezh ar muiañniver]]" ha sevel reolennoù evit gwareziñ gwirioù ar bihanniver hag hini ar [[minorelezh]]ioù. A-wechoù e vez silet e-barzh ar sistem votiñ reolennoù ispisial evit ma vo dilennet kannaded ar minorelezhioù.

== [[Demokratelezh eeun]] ==
En demokratelezh eeun, n'eus ket a gannad e c'hellfe kemer divizou n'int ket bet kemeret gant [[bodadeg]] ar bobl en a-raok. An dud dilennet evit seveniñ an [[diviz]]où o deus ur respet da zoujañ outañ ha n'o deus ket droad e lezel a-gostez evit mont en un tu all. Lavaret e vez eus seveniñ ur [[respet rekis]].

Ouzhpenn pennegezh divizou d'ar muiañniver kemeret gant ar bodad politikel e kaver un [[ostilh]] evit an [[degouezh]]ioù m'eo da goulenn [[ali]] ar bobl en e bezh, ar [[referendom]]. Implijet e vez ar [[prosezerezh]]-se en demokratelezh-gannadiñ e degouezhioù zo.

E [[Bro-Suis]], ur [[riez kevredet]], e kaver [[skouer]]ioù an div seurt demokratelezhioù. Darn eus ar c'hantonioù (ur [[kanton suis|c'hanton suis]] a zo ur stad kevredet) o deus ur sistem demokratelezh-gannadiñ, met ar re vihannañ, izel niver o [[poblañs|foblañs]], o deus bodadoù riek (''landgemeinde''), an holl bobl bodet enno, hag a gemer divizoù hag a vot al lezennoù.

== [[Demokratelezh-gannadiñ]] ==
Pa vez lakaet da vont an demokratelezh-gannadiñ e lakaer ar bobl [[dilennadeg|dilenner]] da zilenn tud evit bezañ e [[kannad|gannaded]] ha leviañ ar strollerezh. Peurliesañ e vez savet ur sistem evit ma vo dilennet an danvez kannad dre ur [[votadeg]] m'eo muiañniver an dud o deus eztaolet o dibaboù an [[abeg]] evit embann m'eo bet fiziet ar respet d'an den.

Daou seurt doare hollel lakaat an dilennerien da vezañ kannataet a zo, met mesket e vezont evit dilenn ur vodadeg-kannadiñ hepken a-wechoù :
# Dilenn pep kannad diwar [[votadeg]] an dud enskrivet en ur rann eus an tiriad, ar [[pastell-vro votiñ|bastell-vro votiñ]], ur bastell-vro votiñ ma ya da rastell votadegoù un nebeut tud aet war ar rank, an danvezioù-kannnad evit ar bastell-vro votiñ-se. Peurliesañ e vez dilennet an den en deus tapet ar muiañ eus ar votadennoù pe d'ar c'hentañ tro votadeg pe d'an eil ma 'z eus un eil tro rakwelet. Lavaret e vez ez eus an dilennadeg graet diwar reolenn ar muiañniver.
# [[Dilenn diwar ar c'henfeur]] ar vodadeg-lezenniñ : [[dregantad]] ar votadegoù eztaolet evit pep a roll danvezioù kannaded e pep a bastell-votiñ a zo ketpar da hini a vo evit implijet evit embann m'eo bet dilennet izili kentañ ar rolloù. Dre vras e vez ingal an tregantadoù jedet diwar ar votadennoù hag hini an danvezioù kannad dilennet e-keñver niver izili o roll a-bezh. Meur a sistem jediñ a zo evit evit dilennadegoù diwar ar [[kenfeur|c'henfeur]].
# E [[Israel]] e kaver ur [[sintezenn]] eus an daou sistem p'eo ar vro a-bezh ar bastell-vro votiñ, met dre ar c'henfeur e vez dilennet ar gannaded a ya e-barzh pep a vodadeg-kannadiñ nevez.

== Orin an demokratelezh ==
M'eo [[Aten]] ha [[Henc'hres]] skouer ha [[mammenn]] an demokratelezh er C'hornôg e c'heller menegiñ ez eus un dave d'un hengoun demokratel koshoc'h e-korf [[Henamzer]] ar broioù a zo [[Afghanistan]] hag [[India]] hiziv. Hervez [[gouizieg|gouizeien]] gresian eus mare [[Aleksandr Meur]] ne oa ket riezoù ''Sabarcae'' ha ''Sambastai'' gouarnet gant [[roue]]ed, met hervez ur sistem demokratel. Roudoù an hengoun-se a c'hell bezañ kavet e live izelañ ar politikerezh e India pa vez divizoù kemeret gant [[asant]] an holl [[gwaz|wazed]] e [[kêriadenn]]où zo, un sistem anvet ar "[[panchayat]]".
{{Liamm PuB|ar}}

{{Liamm PuB|he}}

[[Rummad:Demokratelezh|*]]
[[Rummad:Dilennadegoù]]
[[Rummad:Doareoù gouarnamant]]

{{Liamm PuB|ar}}
{{Liamm PuB|he}}

[[af:Demokrasie]]
Linenn 153 ⟶ 145:
[[war:Demokrasya]]
[[yi:דעמאקראטיע]]
[[yo:Òṣèlú]]
[[zh:民主]]
[[zh-min-nan:Bîn-chú]]