Ibn Battuta : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: yo:Ibn Battuta
D Robot ouzhpennet: roa-tara:Ibn Battuta; Kemm dister
Linenn 10:
Ganet e oa bet Ibn Battuta e [[Tanjah]], en hanternoz [[Maroko]], d’ar [[24 C'hwevrer|24 a viz C’hwevrer]] [[1304]]. Keñveriet eo bet gant [[Marco Polo]] ([[1254]]-[[1324]]), rak ur beajer bras eo bet. D’an oad a ugent vloaz ez eas da birc’hirinañ da [[Mekka|Vekka]] ha kenderc’hel a reas goude-se da veajiñ, o foetañ un tamm brav a hent pa soñjer mat : tremen 120 000 km a-hed hag a-dreuz ar broioù muzulman !
 
== E veajoù ==
Loc’hañ a ra evit mont da birc’hirinañ da [[Mekka|Vekka]] eta, e [[1325]]. Treuziñ a ra broioù hanternoz Afrika, a-hed ar [[Mor Kreizdouar]], tremen dre gêr [[Aleksandria (Egipt)|Aleksandria]] ma lavar deomp e wel an [[Tour-tan Aleksandria|Tour-tan]]. Hag en em gavout a ra e [[Kaero]]. Kontañ a ra pegen pouezus eo an [[Nil]] evit buhez ar vro. Taolenniñ a ra deomp [[piramidenn]]où [[Gizah]] ivez. Eus Kaero e klask mont da Vekka, en ur sevel gant an Nil a-raok treiñ war-zu ar [[Mor Ruz]]. Met ne c’hell ket treuziñ ar mor ha rankout a ra mont war e c’hiz da Gaero. Eno e tiviz mont war-zu [[Damask]]. Tremen a ra dre gêrioù [[Jeruzalem]], [[Betleem]], [[Tir (kêr)|Tir]], [[Beirout]], [[Damask]] ur wech kentañ, [[Tripoli (Liban)|Tripoli]], [[Alepo]]. Arsavioù a ra en holl gêrioù santel-se ha kontañ a ra deomp penaos e vez graet strivoù evit ma c’hellfe perc’hirined a bep bro dont diogel da Jeruzalem. A-benn ar fin e erru un eil gwech e Damask. Goude tremen ur pennad amzer eno, da vare ar [[Ramadan]], e loc’h kuit gant ur garavanennad tud war-zu [[Medina]], m’eo bet douaret ar profed [[Muhammad]].
 
== War-zu Mekka ==
Pevar devezh goude bezañ tizhet Medina e erru Ibn Battuta e [[Mekka]]. Kemer a ra perzh e lidoù ar birc’hirined ha dont da gaout al lesanv ''al-Hajji'' (ar sant) a vez roet d’an dud zo bet o pirc’hirinañ eno. E-lec’h divizout distreiñ d’ar gêr e tibab kenderc’hel da veajiñ : war-zu kornôg an [[Impalaeriezh vongol]] ar wech-mañ, er pezh zo deuet da vezañ [[Irak]] hag [[Iran]] hiziv.
Ur wech ouzhpenn ez a gant ur garavanennad tud. Erruout a ra e [[Mezopotamia]] ha gweladenniñ kêr [[al-Najaf]], al lec’h m’eo douaret ar pevare kalif [[Ali]]. Alese ez a betek [[Basorah]], goude [[Isfahan]], ar gêr vras eus [[Iran]] a voe distrujet koulz lavaret, un nebeud bloavezhioù war-lerc’h, gant [[Mongoled]] [[Timour Lenk]]. Tremen a ra ivez dre [[Shiraz]] ha [[Baghdad]], a oa bet lakaet ar skrap eno gant Mongoled bleinet gant [[Hulagu Khan]].
Linenn 19:
Mont a ra war-zu an hanternoz goude, trema [[Tabriz]] ha [[Hent ar seiz]]. Ur gêr binvidik e oa deuet Tabriz da vezañ, goude ma oa bet digoret d’ar Vongoled, tra ma oa bet dismantret kalz kêrioù all ganto tro-war-dro.
 
== A-hed aodoù Afrika ==
Goude ar veaj-se ez a Ibn Battuta da Vekka adarre evit un eil ''hajj'', un eil pirc’hirinded, ha chom a ra da vevañ eno e-pad bloaz a-raok kemer penn an hent en-dro, war-zu ar [[Mor Ruz]], ar wech-mañ. Un ehan kentañ a ra en [[Aden]], e [[Yemen]], ha soñjal a ra e c’hellje pinvidikaat eno oc’h ober kenwerzh gant ar marc’hadourezhioù a erru betek [[Ledenez Arabia]] o tont a bep lec’h tro-dro da [[Meurvor Indez|Veurvor Indez]]. Met divizout a ra ober ur veaj all c’hoazh, en a-raok, a-hed aodoù reter [[Afrika]].
 
Tremen a ra war-dro ur sizhunvezh e pep hini eus al lec’hioù gweladennet gantañ : [[Etiopia]], [[Mogadishu]], [[Mombasa]], [[Zanzibar]] ha [[Kilwa]], e-touez meur a hini all. Gant ar [[monson]] e vo adkaset e vag war aod kreisteiz Arabia. Divizout a ra gweladenniñ [[Oman]] ha [[Strizh-mor Ormuz]]. Ur wech graet e droiad gantañ ez a da Vekka adarre, evit un trede pirc’hirinded.
 
....
Linenn 69:
[[ps:ابن بطوطه]]
[[pt:Ibn Battuta]]
[[roa-tara:Ibn Battuta]]
[[ru:Ибн Баттута]]
[[sd:ابن بطوطه]]