Norzhiwerzhon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: zh-yue:北愛爾蘭; Kemm dister
Linenn 3:
'''Norzhiwerzhon''', pe '''Iwerzhon an Hanternoz''' pe '''Hanternoz Iwerzhon''' (''Northern Ireland'' e [[saozneg]], ''Tuaisceart Éireann'' en [[iwerzhoneg]], ''Norlin Airlann'' e [[skoteg Ulaidh]]) a zo unan eus peder c'hevanenn [[Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon]], a-gevret gant [[Bro-Saoz]], [[Bro-Skos|Skos]] ha [[Kembre]]. Norzhiwerzhon eo al lodenn eus biz [[Iwerzhon]] a zo manet e dalc’h ar Rouantelezh-Unanet e [[1920]] da heul ar brezel dieubiñ. C'hwec'h eus nav [[kontelezh Iwerzhon|c'hontelezh]] [[Cúige Uladh|Ulaidh]] a ya d'hec'h ober, ha [[Béal Feirste]] eo he [[kêr-benn|c'hêr-benn]]. 1 685 267 a dud a oa o chom enni er bloaz [[2001]] dindan (14 139 km²).
 
== Bodadeg Norzhiwerzhon ==
D'ar [[7 Meurzh|7 a viz Meurzh]] [[2007]] ez eus bet dalc'het dilennadegoù evit klask kas war-raok ur galloud lec'hel da ren Norzhiwerzhon. Sed an disoc'hoù:
* [[Democratic Unionist Party]] (unanourien daer), renet gant [[Ian Paisley]], 36 sez (+6)
* [[Sinn Féin]] (republikaned), renet gant [[Gerry Adams]], 28 sez (+4)
* [[Ulster Unionist Party]] (unanourien), 18 sez (-9)
* [[Social Democratic Labour Party]] (broadelourien), 16 sez (-2)
* Alliance Party (a vod an div gumuniezh), 7 sez (+1)
* Ar Re C'hlas, 1 sez (+1)
* Dizalc'h, 1 sez (+1)
 
Hervez doare mont en-dro ar galloud e tlefe Kentañ ministr Norzhiwerzhon bezañ eus strollad an DUP, ha [[Ian Paisley]] e vefe hennezh, hag ar beskentañ ministr eus ar Sinn Féin (ha [[Martin Mac Guiness]] a zo bet anvet gant e strollad evit ar garg-se). Ma ne vez emglev ebet ne vo renet en-dro ar vro gant gouarnamant Londrez, eilet gant gouarnamant Dulenn.
 
== Kontelezhioù Norzhiwerzhon ==
* [[Kontelezh Aontroim]] (''Antrim'')
* [[Kontelezh Ard Mhacha]] (''Armagh'')
* [[Kontelezh Doire]] (''Derry'')
* [[Kontelezh An Dún]] (''Down'')
* [[Kontelezh Fear Manach]] (''Fermanagh'')
* [[Kontelezh Tír Eoghain]] ('Tyrone'')
 
== Gwelet ivez ==
Liammoù diabarzh
* [[Iwerzhon]]
* [[Ulaidh]]
 
{{Commons}}
{{Liamm PuB|sco}}
 
[[Rummad:Rouantelezh-Unanet]]
[[Rummad:Iwerzhon]]
 
[[Rummad:Pastelloù Dilennel Europat er Rouantelezh-Unanet]]
 
{{Liamm PuB|sco}}
 
[[af:Noord-Ierland]]
Linenn 135 ⟶ 133:
[[zh:北爱尔兰]]
[[zh-min-nan:Pak Éire]]
[[zh-yue:北愛爾蘭]]