Diforc'hioù etre adstummoù "Gwenole"

35 okted ouzhpennet ,  10 vloaz zo
D
Robot ouzhpennet: eo:Gwénolé; Kemm dister
D (Robot ouzhpennet: pl:Gwenol)
D (Robot ouzhpennet: eo:Gwénolé; Kemm dister)
'''Gwenole''' pe '''Gwennole''' (ar stummoù '''''Sant Gwenole''''' pe '''''Sant Wenole''''' a gaver er skridoù, '''''sant Nolo''''' pe '''''sant Nole''''' a gaver er yezh komzet) a oa ur [[manac'h]], ganet e [[461]] ha marvet e [[532]], a voe [[abad]] kentañ [[abati Sant-Gwenole Landevenneg|abati Landevenneg]], er {{Vvet kantved}}.
 
Mab e oa da [[Fragan]] (pe ''Fregan'') ha [[Gwenn (santez)|Gwenn]], deuet o-daou eus [[Kembre]] da Vreizh (dilestrañ a rejont e [[Breheg]] hervez ar vojenn) ha graet o annez ganto e [[Ploufragan]]. Breur e oa Gwenole da dri sant all : [[Klervi]], [[Jagud]] ha [[Gwezhenneg]].
 
== An anv ==
''Gwinvaloe'' eo ar stumm kozh a gaver e meur a skrid, diwar ''gwinn'', "gwenn".
 
== Istor ==
War-dro [[470]] ez eas Gwennole da skol sant [[Budog]] (pe [[Beuzeg]]), war enez [[Lavred]], en [[enezeg Briad]]. War-dro [[485]], p’en doa c’hoant da vont da [[Iwerzhon]] da azeuliñ relegoù sant [[Padrig]] a oa o paouez mervel eno, e welas, en un hunvre, Padrig o lavaret dezhañ e oa gwelloc’h chom en [[Arvorig]] ha sevel un abati eno.
Gant unnek eus diskibien sant Budog ez eas Gwenole d’en em ziazezañ war [[enez Tibidi]] (un anv zo bet displeget evel ''ti-pediñ''), war aod an [[Ospital]], e genoù stêr ar [[Ar Faou|Faou]]. Tri bloaz goude, Gwenole a dreuzas ar stêr [[Aon]], gant e venec’h, da vont d'en em staliañ da Landevenneg, en tu all d’an aber. Buan e teuas abati Landevenneg da vezañ ur greizenn relijiel vras e [[Breizh-Izel]]. Mervel a reas Gwenole eno, d’an [[3 Meurzh|3 a viz Meurzh]] [[532]].
 
== Ar vojenn ==
Meneg zo eus Gwennole e mojenn [[Ker Is]], hag e [[Gwerz Ker Is]], a-gevret gant hini ar roue [[Grallon]]. War a seblant e oa kuzulier a bouez d'ar roue, evel kalz a dud a iliz er mareoù-se.
 
== Ar sant ==
Gwenole a voe azeulet evel ur sant e Landevenneg, goude e varv. En {{Xvet kantved}}, pa oa aloubet Breizh gant ar [[Vikinged]], e tec’has ar venec’h, gant e relegoù. Mont a rejont war-zu ar reter, dre greiz Breizh, en ur chom a-sav meur a wech, e lec’hioù ma vez enoret sant Gwenole dindan meur a anv hiziv an deiz : e [[Pierig]], e Bro Naoned, e [[Château-du-Loir]] e-kreiz Bro-C’hall hag a-benn ar fin e [[Montreuil-sur-Mer]] e departamant ar [[Pas-de-Calais]]. Eno e veze enoret dindan an anv ''saint Walloy'' ha chom a reas e relegoù betek an [[Dispac’h gall]], pa voent distrujet e [[1793]].
 
Lidet e vez gouel sant Gwenole d’an [[3 Meurzh|3 a viz Meurzh]].
 
== Levrlennadur ==
* Tad Marc Simon, ''Saint Guénolé et l’abbaye de Landevennec''. Ed. J-P. Gisserot, 1997.
* G.H. Doble, ''St Winwaloe, The Saints of Cornwall'', Part II, Oxford, 1962.
 
== Gwelet ivez ==
* [[Abati Sant-Gwenole Landevenneg]]
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://la-france-orthodoxe.net/fr/saint/guenole La France orthodoxe - Sant Gwenole]
* [http://www.newadvent.org/cathen/15659b.htm Catholic Encyclopedia - Saint Winwallus]
 
[[Rummad:Sent Breizh|Gwenole]]
[[cy:Gwenole]]
[[en:Winwaloe]]
[[eo:Gwénolé]]
[[fr:Guénolé de Landévennec]]
[[pl:Gwenol]]
59 892

modifications