Haides : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Alexbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: nn:Hades
D Robot ouzhpennet: af:Hades; Kemm dister
Linenn 1:
'''Haides''' pe '''Hades''' eo anv doue an [[Ifernioù]] e relijion [[Hellaz]] kozh. Mab da [[Kronos|Gronos]] ha da [[Rea]] eo ha breur da [[Zeus]] ha da [[Poseidon|Boseidon]].
 
== E anv ==
Ἅιδης /''Háidês'' eo an anv e [[gregach]]. Kevatal eo d'an doue roman [[Pluton]], un anv latin deuet diwar ar gregach, a dalv "Pinvidigezh" (alese ar ger ploutokrat).
 
== E c'hanedigezh ==
 
Lonket e oa bet gant e dad kerkent ha deuet er bed. Koulskoude e vo dislonket gantañ a-drugarez d'ar braoued aozet gant [[Metis]], unan eus serc'hed niverus Zeus. Kemer a reas perzh en holl stourmoù e vreur Zeus ha roet e oa bet dezhañ rouantelezh ar bed dindanzouar.
Linenn 12:
 
 
[[ImageSkeudenn:Hades (Greek Mythology).jpg|thumb|right|200px|Haides, Doue ar bed dindanzouar, war e dron, war ur lestr apulean graet er [[4e kantved]] kent J.-K.]]
 
Aspedet e veze en ur skeiñ ouzh an douar gant an daouarn pe gant gwialennoù. Aberzhet e veze tirvi du pe dañvadezed du en enor dezhañ, diouzh an noz.
Linenn 20:
 
 
= Skrapadenn Persefone =
 
Skrapañ a reas e nizez [[Kore]], gant asant Zeus. Pa oa o kutuilh bleuñv gant [[nimfezed]] e kompezenn Enna, e [[Sikilia]] e tigoras an douar dindan e dreid hag e tianadas gant ur c'harmadenn skrijus.
 
Merc'h [[Demeter]] ha [[Zeus]] e oa houmañ. Demeter a glaskas anezhi e pep lec'h hag a baouezas da gas e gefridioù doueez da benn, ar pezh a zegasas un naonegezh spontus. Rediet e oa Zeus da glask un emglev etre Hades ha Demeter kent na vefe rivinet an Douar. Hag eñ ha kas [[Hermes]] davet Haides. Asantiñ a reas hemañ lezel ar plac'h da vont kuit gant ma n'he dije ket tañvaet boued ar re varv c'hoazh. Evel ma oa chomet war yun abaoe he skrapadenn e oa bet ret da Haides moustrañ war e imor ha lezel anezhi da vont kuit. Paouez a reas Demeter a ouelañ neuze. Met evel ma oa o vont kuit da [[Eleusis]], unan eus jardinerien Haides, anvet [[Askalafos]], a lavaras dezhañ he doa kutuilhet ur greunaval ha debret seizh greunenn diouti (lod all a lavar e oa bet rediet da zebriñ ur c'hreunenn gant Hermes e-unan). Ret e oa dezhi bevañ en [[Ifernioù]] hiviziken. Gourdrouz a rae Demeter paouez da lakaat ar plant da greskiñ avat. Kinnig a reas Zeus e chomfe o merc'h en Ifernioù e-pad c'hwec'h miz bep bloaz hag ez afe davet he mamm e-doug peurrest ar bloavezh.
Dont a reas da vezañ ar rouanez [[Persefona]] a veve gantañ an hanter eus ar bloaz met ne roas bugel ebet dezhañ.
 
[[ImageSkeudenn:Amphora Hades Louvre G209.jpg|thumb|260px|Hades, lesanvet ''"Plouton"'', "an hini pinvidik", gwisket gant ur [[cornucopia|c'hornucopia]] war un [[amforenn]] a orin eus [[Aten]], livet gant an artizan Oionokles e 470 kent J.-K..]]
 
 
== Avanturioù ==
 
N'en deus ket bet kalz avanturioù. Feal e oa d'e wreg war-bouez div wezh. Un avantur en deus bet gant an nimfenn [[Minte]] a voe mac'het gant [[Persephona]]. ha gant [[Leuke]], merc'h [[Okean]].
 
[[rummadRummad: doueedDoueed Hellaz]]
 
[[af:Hades]]
 
[[rummad: doueed Hellaz]]
 
[[als:Hades]]
[[ar:هاديس]]