Carl Friedrich Gauss : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: af:Karl Friedrich Gauss
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Johann Carl Friedrich Gauss (Gauß)''' (ganet d'an [[30 Ebrel|30 a viz Ebrel]] [[1777]] - marvet d'an [[23 C'hwevrer|23 a viz C'hwevrer]] [[1855]]) a oa ur matematikour, ur steredoniour hag ur fizikour alaman. Degaset en deus kalz d'an tri danvez-se, ken ampart ma oa. Lesanvet e oa "Priñs ar matematikoù", hiriv an deiz ez eo gwelet c'hoazh 'vel unan eus brasañ matematikourien bet war hor planedenn.
 
E labourioù skiantel eus ar re wellañ a oa anevezet dija d'e vare. Adalek [[1856]] e lakaas roue [[Hannover (bro)|Hannover]] da engraviñ pezhioù moneiz gant dremm Gauss warno, skrivet war c'horre ''Mathematicorum Principi'' (roue ar matematikoù e latin). Gauss o vezañ embannet ul lodennig hepken eus e zizoloadennoù, ne voe dizolloetdizoloet e oberenn nemet e [[1898]] pa voe embannet e gaier prevez.
 
== E vuhez hag e labourioù ==
Ganet eo Gauss e [[Braunschweig]] , e dugelezh Braunschweig (en [[Alamagn]] hiriv an deiz) en ur familh paour. Mab nemetañ Gerhard Dietrich ha Dorothea Gauss e oa Johann Carl Friedrich. Dizesk a-walc'h e oa e dud.
 
Donezonet kenañ e oa ar bugel, ha deskiñ a reas lenn ha kontañ drezañ e-unan d'an oad a dri bloaz er skol. Souezhañ 'a reas buan a-walc'h e gelennerien, un danevellig a zo diwar benn-se: Ur c'helenner a roas d'e skolidi ul labour sammañ evit pleustriñ. Kinnig a reas dezho sammañ an holl niveroù etre 1 ha 100. Nebeudig amzer war-lerc'h e roas Gauss ur respont vat d'e gelenner, sammet en doa en un doare fin ar sifroù kenetrezo: 1+100=101, 2+99=101, 98+3=101... ha se 50 gwech ( <math>(100x101)/2</math>). Gwelet e vez ar formulenn-se hiriv an deiz e klas 1<sup>añ</sup>S el lise.
 
Duk Braunschweig a verzhas e varregezhioù hag a roas ur yalc'had dezhañ e [[1792]] evitañ da genderc'hel e studioù. Kaset e voe e skolaj Carolina betek [[1795]]. Enno e heulias kentelioù ar studier loened [[Johann Christian Hellwig]] ([[1743]]-[[1831]]). D'ar c'houlz-se e savas "[[hentenn ar c'harrezadoù dister]]" hag ur c'hinnig da zasparzh an [[niveroù kentael]], kinnig hag a voe prouet gant [[Jakez Hadamard]] e [[1896]].
Linenn 13:
Tapout a reas Gauss ur skiant bras kenañ e-kerzh e skoliadur, prouiñ a reas c'hoazh eus e du teoremoù pouezus.
 
Un araokadenn vras a reas Gauss e [[1796]] pa roas perzhioù kazi holl [[poligonoù reizh]] savabl gant ar reolenn hag ar c'helc'hier hepken ([[Teorem Gauss-Wantzel]]), en doare-se e klokaas al labour kroget gant matematikourien gresian an henamzer. Ken loclorc'hus e oa Gauss o welet an disoc'h ma c'houlennas e vefe garanet ur poligon reizh [[17]] kostez dezhañ war e vaen bez.
 
[[Skeudenn:Aritmetika.jpg|thumb|right|levr ''Disquisitiones arithmeticae''.]]
Linenn 23:
E [[1809]] e embannas Gauss ur pennlabour diwar fiñv korfoù an egor hag a implije hentenn ar c'harrezadoù dister, un doare d'ober implijet hiriv an deiz en holl skiantoù evit bihanaat pouez ur fazi muzuliañ. Gouest e oa da brouiñ an hentenn dre hipotezenniñ e oa reoliek ar fazioù. Diskrivet e voe an hentenn abretoc'h gant [[Adrien-Marie Legendre]] e [[1805]], padal Gauss a lavaras hen implije abaoe [[1795]].
 
DizolleiñDizoleiñ a reas Gauss ar pezh a oa tu d'ober gant ar [[geometriezh nann euklidel]], met ne embannas morse e labour.
 
E [[1818]] e krogas Carl Friedrich Gauss ur studiadenn zouaroniel eus stad Hannover, al labour-se a gasas anezhañ diwezhatoc'h da zispakañ "an dispakadurioù reizh" evit diskrivañ ar fazioù muzuliañ hag a oa talvoudus evit ar [[geometriezh diferañsiel]]. E d/''theorema egregrium'' a roas tu da sevel ur perzh pouezus d'a meno a grommenn.