Giovanni di Bicci de' Medici : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Tammoù difaziadennoù a bep seurt
Linenn 2:
[[Image:Coat of Arms of Medici.svg|thumb|150px|<small>Skoed an Tiegezh Medici</small>.]]
*''Evit an dud all anvet eveltañ sellit ouzh [[Giovanni de' Medici]].''
'''Giovanni di Bicci de' Medici''' a oa un [[arc'hantour]] italian, eus [[Firenze]], e dibenn ar {{XIVvet kantved}} hag e deroù ar [[XVvet kantved|{{XVvet}}]]. Ganet e oa e [[1360]] ha marvet d'an [[20 a viz C'hwevrer]] (pe 28) [[1429]]. Eñ eo tad skourr pouezusañ an tiegezh mediciMedici. Dastum a reas madoù e-leizh en e labour ha legadiñ anezho d'e vab [[Cosimo il Vecchio]].
 
==E vuhez==
Mab e oa da [[Averardo de' Medici]] ha Jacopa (pe Giovanna) [[Spini]], ha pevar breur en doa. Marc'hadour [[gloan]] e oa e dad, hogen ne oa ket pinvidik, ha n'eo nemet e fin e vuhez e krogas da verniañ arc'hant. Pa varvas avat (e [[1363]]) e voe rannet peadra an tad etre ar pemp mab, da lavarout eo ne oa ket gwall vras bern pep hini.
 
Eontr Giovanni avat, [[Vieri de' Medici]] e anv, kenderv da Averardo, a oa kalz pinvidikoc'h, hag a oa unan eus pinvidikañ arc'hantourien [[Firenze]] ar Grennamzer, ma oa un 70 bank bennak d'aman ampoent.
Mont a reas Giovanni da labourat evit e eontr, deskiñ a reas ar vicher, ha prestik e voe lakaet e penn skourr [[Roma]]. <br />
E [[1386]] e prenas ar skourr gant arc'hant [[argouroù]] e wreg, [[Piccarda Bueri]], ha re all degaset gant kenlabourerien nevez. <br />
E [[1397]] e voe lakaet sez ar ar bank e [[Firenze]] gant ur c'hevala a 10. 000 [[florin]], an hanter pe ouzhpennik lakaet gant Giovanni hag an hanter all gant an daou genlabourer all.<br />
Ar bankoù, en amzer-se, a gemere arc'hant da virout, a save lizhiri-kemm, a roe arc'hant en eskemm ouzh lizhiri-kemm (evel ar chekennoù-beaj a hiriv), a breste arc'hant da bostañ hervez an ezhomm. <br />
E [[1408]] e oa daou skourr da vank Medici Firenze, diazezet mat e kenwerzh an danvez, unan e [[Venezia]] hag unan e [[Roma]], hag un adskourr e [[Napoli]] stag ouzh hini Roma.
E [[1413]] , gant skoazell an [[eneppab]] [[Yann XXIII]], e teuas da vezañ arc'hanter konted ar pab. paPa voe distroadet ar pab gant Kuzul Costanza e 1415 e rankas rannañ ar marc'had gant bankoù all, hini ar [[Spini]] ha hini an [[Alberti]]. Met pan eas da fall ar Banco Spini e [[1420]] e kreskas c'hoazh pinvidigezh Giovanni de' Medici hag e diegezh.
 
==Pouez politikel==
Goude ma oa pinvidik n'en deus ket klasket galloud na kargoù. Pa vezent kinniget dezhañ avat n'o nac'he ket.
*1402 Dilennet e Kuzul -kêr Firenze (''Consiglio Comunale'')
*1403 Kaset da gannad da gêr v[[Bologna]]
*1407 Gouarnour kêr b[[Pistoia]]
*1419 Ezel eus Kuzul ar brezel (''Dieci di Balia'')
*1421 [[Gonfalonniere]] (e penn ar Justis)
 
Linenn 85:
 
==Bugale==
Dimeziñ a eure da b[[Piccarda Bueri]] e [[1386]], ha pevar [[mab]] o doe.
*''Cosimo'', lesanvet [[Cosimo il Vecchio]] ([[1389]]-[[1464]]),
*ha ''Lorenzo'' , lesanvet [[Lorenzo il Vecchio| il Vecchio]] ivez ([[1394]]-[[1440]]), met ne oa nemet ar mab henañ en doe ar peadra dastumet gant an tad, da lavarout eo 180.000 florin, ar [[Banco Medici]] ha douaroù a-leizh.
*Daou vab all a oa bet, ''Antonio'' (marvet e [[1398]])
*ha ''Damiano'' (marvet e [[1390]]), marvet en-bugale .
 
 
==Gwarezour an arzourien==
Giovanni di Bicci a roas ton d'an arzoù gant e arc'hant ha kaeraet e voe Firenze. Labour a roas da [[Filippo Brunelleschi]] a c'hallas kempenn [[iliz-veur San Lorenzo]]. Gwall bell avat e oa preder Giovanni diouzh skoazellañ an arzourien evel ama reas e vugale ha bugale-vihan: kentoc'h e wele ober vad d'e gengeodedourien eget implij an arz evit gounit brud.
 
==Lennadurezh==