Eneppab : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 4:
== Pab hag eneppab ==
Reuz zo bet da vareoù zo eus istor an Iliz, dilennadeg zo bet a-wechoù da envel ur pab nevez pa oa ur pab dija. Eneppibien zo a voe dilennet pa ne oa pab ebet met en un doare direizh. A-wechoù e veze rannet an dilennourien etre daou vagad enebet ruz, ha dilennet gante pep a bab disheñvel en hevelpe deiz. Darn eus an adpibien se zo bet anvet gant rouaned pe impalaerien evit o gounid dezho, met envel ar pab a zo bet un doare reizh da zibab ar pab a-wechoù. Aes a-walc’h e vez peurvuiañ disheñvelout pab hag eneppab, met ne vez ket atav, abalamour d’ar mesk en istor an Iliz. Meur a zegouezh a zo bet sklaeraet kalz diwezhatoc’h, darn n’int ket c’hoazh (gwelout roll ar bibien).
 
Reizhded un dilennadeg n’eo ket an abeg nemetañ da ziazezañ un diviz : a-wechoù e oa padet an helebini etre daou bab abalamour ma n’halled ket lavarout e oa direishoc’h an eil evit egile. *En afer ar c’hendamouez entre [[Inosant II]] hag [[Anaklet II]], da skouer, eo bet sklaeraet an traoù gant marv Anaklet evit brasañ gounid Inosant.
*En afer Skism meur ar C’hornaoueg ez eus bet ur Sened-Meur o tispabañ an tri fab o keveziñ hag o tibab ur pab all ha n’eo nemet goude e voe divizet ne vije gwelet evel pibien reizh nemet re Roma, da direizh re Avinhon ha Pisa, goude ma’z eo gant pab Pisa e oa bet galvet an eskibien d’ar Sened-Meur.
*En afer ar c’hendamouez entre [[Leon VIII]] ha [[Benead V]] n’eo ket bet diskoulmet ar gudenn gant an ''[[Annuario pontificio]]'' hag an daou zo anavezet !
 
(diechu)