Cunedda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Cunedda''', pe '''Cunedda ap Edern''' (war-dro [[386]] - [[460]]), anvet ivez '''Cunedda Wledig''' a oa ur penn-brezel pouezus, oberiant er {{Vvet kantved}} e norzh [[Kembre]] ha diazezer tierniezh rouaned [[Gwynedd]]. Krediñ a reer e renas adalek ar bloavezhioù 440 pe 450.
 
==E anv==
Dont a ra e anv eus ar [[predeneg]], ''counodagos'' - ''ki mat''. Lod a gompren ''ki'' evel [[aotrou]], a gavont enorusoc'h (abalamour d'ar chas a vremañ), met kompren a c'haller ivez ez eus kaoz eus ki-emgann, ha brezelour eo neuze ster ar ger.
 
==Kerentiezh==
[[Mab]] e oa da [[Edern]] ("Eternus" e [[latin]], ha [[mab-bihan]] da [[Padarn Beisrudd|Badarn Beisrudd]] ("Paternus" e latin) a oa mab da [[Tegid]] ("Tacitus"). <br />
 
Diouzh an anvioù e weler e oa kreñv al levezon roman war an tiegezh, ha krediñ a ra da lod e oa "Peisrudd" en anv e dad-kozh abalamour d'ur vantell ruz a veze gant ofiserien uhel an arme roman. Hennezh a oa un ofiser e penn an armeoù roman e bro ar [[Votadini]], deuet da vout rouantelezh [[Manaw Gododdin]] (pe [[Clackmannanshire]] kalz diwezhatoc'h), lakaet eno gant [[Magnus Maximus]] , daoust ma c'haller krediñ ivez e oa ur penn-meuriad [[brezhon]] hag a oa bet roet un titl ofisiel dezhañ gant ar Romaned, evel a c'hoarveze a-wechoù. Legadet e voe e garg d'e vab [[Edern ap Padarn]] ha war e lerc'h da Gunedda.
 
Linenn 49 ⟶ 48:
| width="30%" align="center" | War e lerc'h:<br>'''[[Einion Yrth]]'''
|}
 
 
{{Hen Ogledd‎}}