Eneppab : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Un tamm adwel
Linenn 1:
Un '''eneppab''' (liester: ''eneppibien'' pe ''eneppibion''), pe ‘’adpab’’, zo un den a zo bet dezhañ karg ur [[pab]] ha douget an anv a bab ha n’eo ket anavezet ar garg-se ken gant an [[iliz katolik roman]] a hiriv.
 
== Pab hag eneppab ==
Reuz zo bet da vareoù zo eus istor an Iliz, dilennadeg zo bet a-wechoù da envel ur pab nevez pa oa ur pab dija. Eneppibien zo a voe dilennet pa ne oa pab ebet met en un doare direizh. A-wechoù e veze rannet an dilennourien etre daou vagad enebet ruz, ha dilennet gante pep a bab disheñvel en hevelpehevelep deiz. Darn eus an adpibien -se zo bet anvet gant rouaned pe impalaerien evit o gounid dezho, met envel ar pab a zo bet un doare reizh da zibab ar pab a-wechoù. Aes a-walc’h e vez peurvuiañ disheñvelout pab hag eneppab, met ne vez ket atav, abalamour d’ar mesk en istor an Iliz. Meur a zegouezh a zo bet sklaeraet kalz diwezhatoc’h, darn n’int ket c’hoazh (gwelout [[roll ar bibien]]).
 
Reizhded un dilennadeg n’eo ket an abeg nemetañ da ziazezañ un diviz  : a-wechoù e oa padet an helebini etre daou bab abalamour ma n’halled ket lavarout e oa direishoc’h an eil evit egile.
*En afer ar c’hendamouez entre [[Inosant II]] hag [[Anaklet II]], da skouer, eo bet sklaeraet an traoù gant marv Anaklet evit brasañ gounid Inosant.
*En afer Skism meur ar C’hornaoueg ez eus bet ur Sened-Meur o tispabañ an tri fab o keveziñ hag o tibab ur pab all, ha n’eo nemet goude e voe divizet ne vije gwelet evel pibien reizh nemet re Roma, da direizh re Avinhon ha Pisa, goude ma’z eo gant pab Pisa e oa bet galvet an eskibien d’ar Sened-Meur.
*En afer ar c’hendamouez entre [[Leon VIII]] ha [[Benead V]] n’eo ket bet diskoulmet ar gudenn gant an ''[[Annuario pontificio]]'' hag an daou zo anavezet !
Gant anavezout pibien zo ''a posteriori'', ha dispabiñ re all, ez eus bet lakaet un tamm mesk e [[niverenniñ ar bibien]].
Peurvuiañ ne lakaer da eneppab nemet ar re zobzo etbet skoazellet gant tud a ziavaez pe stadoù .
Gant se ne gonter ket tud evel an daou [[Benoît XIV (pibien)|Benead XIV]] hag an holl «eneppibien» a vremañ ha n’eo ket bras niver o diskibien.
 
== Eneppibien deroù istor an Iliz betek ar Grennamzer ==
Hervez an hengoun katolik eo Hippolit Roma a voe dilennet a-enep Kalist gant ur strollad all e [[Roma ]] en IIIde{{IIIe kantved}}.
Echuiñ e vuhez a reas Hippolit en harlu e mengleuzioù Sardinia goude heskinerezh an impalaer , a-gevredgevret gant ar pab anvet war-lerc’h Kalist IañI{{añ}}, [[Pontien]] e anv, hag ar peoc’h a reas gant e genvreudeur.
 
Sed amañ anvioù an eneppibien ha bloavezhioù o fabiezh
* [[Hippolyte de Rome]], eus 217 da 235
* [[Novatien]], eus 251 da 258 (?)
* [[Felix II]], eus 355 à 365