Samuel Colt : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: sk:Samuel Colt; Kemm dister
Linenn 1:
[[Skeudenn:samuelColt.jpg|right|200px|thumb|Samuel Colt]]
 
'''Samuel Colt''' ([[19 a viz Gouere]] [[1814]] - [[10 a viz Genver]] [[1862]] e [[Hartford]] ([[Connecticut]]), [[Stadoù-Unanet]]), eo an den a grouas ar bistolenn-dro gentañ e [[1835]]. Un arm eeun eo. Ennañ e lakaer ar boledoù en un daboulin, da lavaret eo ur granenn dro enni meur a doull (kambr) a ya pep hini d' e dro da genglotañ gant ar c'hanol hag ar reizhiad stekiñ, a seurt ma c'haller tennañ hag adkargañ buan. Ar mont en-dro-se a voe implijet goude-s e emeur a arm, holl anvet diwar e anv.
 
== An armoù ==
Samuel Colt a ijinas ar bistolenn-dro gant platinenn, anvet e voe ''[[Colt Paterson]]'' : e-keit ma karger anezhi e tro ar granenn hag en em gav an toulloù (kambreier) karget e-tal ar c'hanol. Ar pistolennoù-tro Colt ''Paterson'' kentañ a voe produet e [[1836]]. Gobari 0,36 (biz-meud) dezhi ha pemp tenn eo perzhioù ar pistolennoù-se. Gwerzhet e voe da vorlu [[Texas]], rak d'ar mare-se e oa Texas o paouez dont da vezañ ur republik dizalc'h, ha rangers ar republik en em ganne a-enep d'ar vec'hikaned ha d'an indianed.
 
[[Skeudenn:Hamilton-Captain-Samuel-Walker.jpg|thumb|200px|right| Samuel Hamilton Walker. Labourat a reas asambles gant Samuel Colt, ha krouiñ a rejont ar bistolenn-dro Walker Colt]]
E [[1846]] e kenlabouras Colt gant ar c'habiten Samuel Hamilton Walker hag e tapjont ur gevrat : 1000 pistolenn-dro Colt, kemmet diwar c'houlenn Walker, hag a roas e ali e anv ar arme amerikan. Le ''[[colt Walker]]'' 1847 a zo heñvel ouzh an armoù a vije savet goude-se nebeut-tre a dammoù lem-laka, pontig stag ouzh al lech-dorn dindan, kranenn 6 kambr dezhi). Gant an taboulin hir ennañ peadra da lakaat 3,25 g poultr hag un tenn krommvegek gobari .44 dezhi, hag ur c'hanol 22,9 cm hirder dezhi, e oa un arm bras-tre, 2 kg e bouez pa oa goullo.
 
A-drugarez d'ar werzh-se e c'hellas Colt lakaat produiñ pistolennoù-tro modernoc'h evit ar ''Paterson''. Krouiñ a reas ivez ivez ar bistolenn-dro Colt ''Holster Pistol'' [[1848]] (pistolenn gentañ ar rummad ''Dragoon'', gobari.44 dezhi, kanol 20sm hirder). Skañvoc'h evit ar bistolenn ''Walker'' e oa, hag implijet e voe gant ar rejimantoù marc'hegiezh.
 
Pistolennoù-tro gobari .31 dezho ha skañvoc'h (betek 70% nebeutoc'h evit ar bistolenn ''Walker'') a voe krouet ivez : ''[[Colt Baby Dragoon]]'' (1847/48, 5 tenn, gant pontig eeun a-dreñv), ''Pocket'' ([[1849]], 5 pe 6 tenn, pontig ront). Implijet e vezent dreist-holl gant tud voutin, poliserien, kannaded ha kompagnuniezhioù rederigoù. Etre 1848 ha [[1873]] e savas Colt 34 0000 ''Pocket Revolvers''
 
E [[1851]] e voe krouet ar bistolenn-dro ''Navy'' (gobari .36 dezho) pe ''Belt Model'' (douget ouzh ar gouriz) hag a oe e-touez an armoù-tan gwerzhet ar muiañ (215 000 anezhi). D'an 23 a viz Genver [[1851]] e teuas a-benn ar c'habiten Dansan da dizhout ur gwenn a oa da ouzhpenn 28m dezhañ gant e bistolenn-dro Navy.
 
E [[1860]] e voe savet ar bistolenn ''New Model Army'' hag a gemeras plas ar re ''Dragoons''. A-fet gobari e oa heñvel (.44) met a-fet pouez e oa 30% skañvoc'h. Ar re ''New Army'' ([[1860]]), ''New Navy'' ([[1861]], gobari .36 dezhi) hag ar re ''New Police'' ([[1862]], gobari .36 dezhi, 5 tenn) a voe an armoù diwezhañ hep kartouchennoù.
 
== Liamm diavaez ==
* [http://www.netstate.com/states/peop/people/ct_sc.htm Buhez Samuel Colt]
 
Linenn 54:
[[pt:Samuel Colt]]
[[ru:Кольт, Сэмюэл]]
[[sk:Samuel Colt]]
[[sl:Samuel Colt]]
[[sr:Самјуел Колт]]