Nennius : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: he:נניוס
Munudoù
Linenn 4:
 
==Nennius, ar c'hloareg==
An hini anavezetañ eus an daou Nennius zo un den, ur [[manac'h]] moarvat, hag a oa diskibl da ''Elvodugus''.<br />
Anavezet eo an Elvodugus-se evel [[Elfoddw]], a oa [[eskob]] [[Gwynedd]], hag en devoa graet da gristenien Kembre lidañ [[Pask]] d'an hevelep deiz ha [[kristen]]ien all [[Enez Vreizh]] er bloavezh [[768]], hag a zo meneget e varv en [[Annales Cambriae]] er bloavezh [[809]].
Evit Nennius, a zo kontet da vezañ bevet en {{IXvet kantved}}, a zo bet kavet e roud en un darn eus dornskridoù [[Historia Brittonum]], ma soñjer eo gantañ int bet skrivet.
 
Gant an arbennigour meur, [[David N. Dumville]], ez eus bet diskouezet avat e kaver ar meneg-se en ur skouerenn eus an {{XIvet kantved}}, kalz diwezhatoc'h evit skouerennoù all eus an dornskrid, e gwirionez daou c'hant vloaz war-lerc'h ar mare ma soñjed en doa bevet an Nennius kentañ.
Koulskoude, e vez graet anv eus oberour skrid kentañ an [[Historia Brittonum]] evel eus hini ar skrid all evel eus ''Nennius'' pe ''pseudo-Nennius''.
 
==An eil Nennius==
An ''Nemnivus'' all, pe Nennius ivez, a zo anv anezhañ en un dornskrid kembraek eus an {{IXvet kantved}}. Evit respont d'an tamall, graet gant ur [[Saoz]], ne oa [[lizherenneg]] ebet d'ar Vrezhoned e vije bet ijinet unan gant ''Nemnivus'' war an tomm, evit dizarbenn ar gunujenn.
Miret eo bet al lizherenneg ijinet (a-hervez) gant [[Nemnivus]] en dornskrid-se end-eeun, ha gouez da [[Nora K. Chadwick]] ez eo ur seurt [[skritur runek]] saoz kozh. « Diouzh an anvioù roet da lod eus al lizherennoù e c'haller lavarout en doa anaoudegezh eus o anvioù gwir e [[saozneg]] », eme Chadwick .
 
==Da glozañ==
Linenn 21:
==Da lenn==
*David N. Dumville, "'Nennius and the Historia Brittonum," Studia Celtica, 10/11 (1975/6), 78-95
*[[Nora K. Chadwick]], "Early Culture and Learning in North Wales" in Studies in the Early British Church (1958).
*Nennius and Historia Brittonum commentary from The Cambridge History of English and American Literature, Volume 1, 1907–21.