Giovanni di Bicci de' Medici : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot kemmet: zh:乔凡尼·德·美第奇; Kemm dister
Linenn 1:
[[ImageSkeudenn:Giovanni di Bicci de' Medici.jpg|thumb|200px|Poltred ''Giovanni di Bicci de' Medici'', gant [[Cristofano dell'Altissimo]].]]
[[ImageSkeudenn:Coat of Arms of Medici.svg|thumb|150px|<small>Skoed an Tiegezh Medici</small>.]]
* ''Evit an dud all anvet eveltañ sellit ouzh [[Giovanni de' Medici]].''
'''Giovanni di Bicci de' Medici''' a oa un [[arc'hantour]] italian, eus [[Firenze]], e dibenn ar {{XIVvet kantved}} hag e deroù ar [[XVvet kantved|{{XVvet}}]]. Ganet e oa e [[1360]] ha marvet d'an [[20 a viz C'hwevrer]] (pe 28) [[1429]]. Eñ eo tad skourr pouezusañ an tiegezh Medici. Dastum a reas madoù e-leizh en e labour ha legadiñ anezho d'e vab [[Cosimo il Vecchio]].
 
== E vuhez ==
Mab e oa da [[Averardo de' Medici]] ha Jacopa (pe Giovanna) [[Spini]], ha pevar breur en doa. Marc'hadour [[gloan]] e oa e dad, hogen ne oa ket pinvidik, ha n'eo nemet e fin e vuhez e krogas da verniañ arc'hant. Pa varvas avat (e [[1363]]) e voe rannet peadra an tad etre ar pemp mab, da lavarout eo ne oa ket gwall vras bern pep hini.
 
Eontr Giovanni avat, [[Vieri de' Medici]] e anv, kenderv da Averardo, a oa kalz pinvidikoc'h, hag a oa unan eus pinvidikañ arc'hantourien [[Firenze]] ar Grennamzer, ma oa un 70 bank bennak d'an ampoent.
Mont a reas Giovanni da labourat evit e eontr, deskiñ a reas ar vicher, ha prestik e voe lakaet e penn skourr [[Roma]].<br />
E [[1386]] e prenas ar skourr gant arc'hant [[argouroù]] e wreg, [[Piccarda Bueri]], ha re all degaset gant kenlabourerien nevez.<br />
E [[1397]] e voe lakaet sez ar ar bank e [[Firenze]] gant ur c'hevala a 10 000 [[florin]], an hanter pe ouzhpennik lakaet gant Giovanni hag an hanter all gant an daou genlabourer all.<br />
Ar bankoù, en amzer-se, a gemere arc'hant da virout, a save lizhiri-kemm, a roe arc'hant en eskemm ouzh lizhiri-kemm (evel ar chekennoù-beaj a hiriv), a breste arc'hant da bostañ hervez an ezhomm.<br />
E [[1408]] e oa daou skourr da vank Medici Firenze, diazezet mat e kenwerzh an danvez, unan e [[Venezia]] hag unan e [[Roma]], hag un adskourr e [[Napoli]] stag ouzh hini Roma.
E [[1413]], gant skoazell an [[eneppab]] [[Yann XXIII]], e teuas da vezañ arc'hanter konted ar pab. Pa voe distroadet ar pab gant Kuzul Costanza e 1415 e rankas rannañ ar marc'had gant bankoù all, hini ar [[Spini]] ha hini an [[Alberti]]. Met pan eas da fall ar Banco Spini e [[1420]] e kreskas c'hoazh pinvidigezh Giovanni de' Medici hag e diegezh.
 
== Pouez politikel ==
Goude ma oa pinvidik n'en deus ket klasket galloud na kargoù. Pa vezent kinniget dezhañ avat n'o nac'he ket.
* 1402 Dilennet e Kuzul-kêr Firenze (''Consiglio Comunale'')
* 1403 Kaset da gannad da gêr v[[Bologna]]
* 1407 Gouarnour kêr b[[Pistoia]]
* 1419 Ezel eus Kuzul ar brezel (''Dieci di Balia'')
* 1421 [[Gonfalonniere]] (e penn ar Justis)
 
Meur a gannadiezh a gasas da benn e-kerzh e chomadennoù e-maez douaroù Republik Firenze, evel e Venezia betek 1424, pe e Roma da vare ar bibien [[Gregor XII]] ha [[Marzhin V]].
 
<!--
Linenn 77:
-->
 
== Bugale ==
Dimeziñ a eure da b[[Piccarda Bueri]] e [[1386]], ha pevar [[mab]] o doe.
* ''Cosimo'', lesanvet [[Cosimo il Vecchio]] ([[1389]]-[[1464]]),
* ha ''Lorenzo'', lesanvet [[Lorenzo il Vecchio| il Vecchio]] ivez ([[1394]]-[[1440]]), met ne oa nemet ar mab henañ en doe ar peadra dastumet gant an tad, da lavarout eo : 180.000 florin, ar [[Banco Medici]] ha douaroù a-leizh.
* Daou vab all a oa bet, ''Antonio'' (marvet e [[1398]])
* ha ''Damiano'' (marvet e [[1390]]), marvet en-bugale .
 
== Gwarezour an arzourien ==
Giovanni di Bicci a roas ton d'an arzoù gant e arc'hant ha kaeraet e voe Firenze. Labour a roas da [[Filippo Brunelleschi]] a c'hallas kempenn [[iliz-veur San Lorenzo]]. Gwall bell avat e oa preder Giovanni diouzh skoazellañ an arzourien evel ma reas e vugale ha bugale-vihan: kentoc'h e wele ober vad d'e gengeodedourien eget implij an arz evit gounit brud .
 
 
== Lennadurezh ==
* ''Firenze e i Medici'', J. R. Hale, Mursia Milano 1980
 
==Liammoù diavaez==
*[http://www.palazzo-medici.it/mediateca/schede.php?id_scheda=46 Approfondimenti sui Medici, Giovanni di Bicci]
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://www.palazzo-medici.it/mediateca/schede.php?id_scheda=46 Approfondimenti sui Medici, Giovanni di Bicci]
 
[[Rummad:Tiegezh Medici]]
Linenn 115 ⟶ 114:
[[pt:Giovanni de Bicci de Médici]]
[[vls:Giovanni di Bicci de' Medici]]
[[zh:乔凡尼·德·第奇]]