Diforc'hioù etre adstummoù "Kastell Charlottenburg"

D
Robot ouzhpennet: tr:Charlottenburg Sarayı; Kemm dister
D (Robot ouzhpennet: is:Charlottenburg-kastali)
D (Robot ouzhpennet: tr:Charlottenburg Sarayı; Kemm dister)
[[ImageSkeudenn:Berlin - Schloss-Charlottenburg.jpg| thumbnail | 350px | right | Talbenn kastell Charlottenburg]]
[[Skeudenn:Charlottenburg-palace-fol.jpg|350px|right|thumb|Ar c'hastell e 2007, da vare Fest ar Gouloù]]
'''Kastell Charlottenburg''' (''Schloss Charlottenburg'' en [[alamaneg]]) a zo ur c'hastell lec'hiet e karter, [[Charlottenburg]] e [[Berlin]]. Palez brasañ [[Berlin]] eo.
 
== Istor ==
Al labourioù a grogas e [[1695]]. D'ar mare-se e oa '''Lietzenburg''' anv al lec'h. Ur palez barok eo, ijinet gant [[Johann Arnold Nering|Nering]]. Urzhiet e voe gant ar rouanez [[Sophie Charlotte von Hannover]], gwreg [[Friedrich Iañ Prusia]], hag eñ priñs-dilenner Brandeburg. D'ar mare-se e oa bet aozet ar c'hastell evel un ti-annez evit an hañv (''Sommerhaus''). Met goude ma vefe bet lakaet Friedrich da roue [[Prusia]] e [[1701]] e voe kresket ar savadur dindan renerezh an tisavour Eosander von Göthe. Goude marv e wreg e [[1705]] e tibabas ar roue an anv Charlottenburg d'hec'h enoriñ. Labourioù a voe etre [[1709]] ha [[1712]] : tourelloù hag an Ti-Orañjez a voe ouzhpennet.
 
Er c'hastell ez eus ur sal anvet ''ar gambr goularz'' (Bernsteinzimmer), peogwir eo kinklet ar mogerioù anezhi gant panelloù goularz, hag a-wechoù e vez lavaret ez eo eizhvet burzhud ar bed. Dont a ra ar mennozh eus [[Danzig]] ha [[Königsberg]], ma voe savet ar steuñvioù etre [[1701]] ha [[1709]] gant Gottfried Wolffram, Schacht hag Ernst Gottfried Turau. Savet e voe ar sal diwar urzhioù [[Andreas Schlüter]].
 
Pa varvas Friedrich Iañ e [[1713]] e voe perc'hennet ar c'hastell gant ar roue Friedrich Wilhelm Iañ Prusia. E [[1716]] e profas ar gambr goularz d'an tsar [[Pêr Iañ (Rusia)|Pêr Gentañ]]. Goude e varv e [[1740]] e c'houlennas ar roue nevez [[Friedrich II Prusia]] gant [[Georg Wenzeslaus von Knobelsdorff|Knobelsdorff]] ma vefe savet ur gazel nevez. Goude-se ez eas aliesoc'h Friedrich da gastell [[kastell Sanssouci|Sanssouci]] e [[Potsdam]] hag e tilezas Charlottenburg.
 
Dindan ren e niz [[Friedrich Wilhelm II Prusia]] (1744-1797) e voe ouzhpennet savadurioù all : gant [[Carl Gotthard Langhans|Langhans]] e voe savet an Ti-Orañjez bihan, ar Gwelva hag ar c'hoariva ([[1790]]). Ar roue a c'houlennas ivez ma vefe adkinklet ha kempennet salioù nevez, evit ma c'hallfe chom er c'hastell e-pad ar goañv (Winterkammern). Rouaned [[Prusia]] a chomas e Charlottenburg betek dibenn ren [[Friedrich Wilhelm IV]]. Pa varvas e [[1861]] e voe dilezet ar c'hastell, ha broadelet. Ouzh pondalez ar c'hastell e voe embannet krouidigezh [[Republik Weimar]] d'an [[9 a viz Du]] [[1918]].
 
== Liorzhoù ==
[[ImageSkeudenn:Schloss-Charlottenburg Schlosspark.jpg|thumbnail|400px|right| Liorzhoù kastell Charlottenburg]]
A-drugarez d'he c'henitervez [[Liselotte von der Pfalz]] he doa ar rouanez Sophie Charlotte von Hannover dizoloet al liorzhoù bet aozet gant [[André Le Nôtre]] e [[Frañs]], ha plijet-bras e oa bet. [[Siméon Godeau]] e voe savet park Charlottenburg e [[1697]], diwar reolennoù strizh al liorzhoù mod gall. E penn-kentañ an XIX{{vet}} kantved e voe adstummet al liorzhoù er mod saoz gant [[Peter Joseph Lenné]].
Distrujet penn-da-benn e voe ar park e-pad bombezadegoù an [[Eil Brezel-Bed]], ha pa voe adsavet e voe miret ar mod gall en e greiz, padal ez eo ar mod saoz a zo bet implijet tro-dro.
[[Skeudenn:Berlin_Schloss_Charlottenburg_Orangerie_20080423.jpg|thumb|left|200px|An Ti-Orañjez]]
 
=== Schinkel-Pavillon (Neuer Pavillon) ===
Stumm an ti-annez hañv-se a zo diazezet war hini kenkiz Chiatamone, ma chomas Friedrich-Wilhelm III. Ken entanet e oa bet ken e roas skouer ar c'henkiz italian da [[Karl Friedrich Schinkel|Schinkel]]. Diabarzh ar savadur a zo arouezius eus al luskad [[Biedermeier]], hag a voe a-bouez en [[Alamagn]] e penn-kentañ an XIX{{vet}} kantved : diginkl, pleustrek hag uvel eo. Un testeni eus an arzoù da vare Friedrich Wilhelm III eo ivez : pezhioù-arrebeuri ha traoù eus ar mare-se agaver ennañ, hag ivez livadurioù gant Schinkel ha gant [[Caspar David Friedrich]].
 
=== Ar Gwelva ===
[[ImageSkeudenn:Berlin_belvedere_schlossgarten_charlottenburg_01_20080423.JPG|thumb|Ar Gwelva]]
Ar Gwelva (1789-1790) a voe treset gant [[Carl Gotthard Langhans]]. Ti te Friedrich Wilhelm II e voe. Ennañ ec'h aozee emvodoù hudsperedouriezh. Eeun eo talbenn ar savadur : n'eo ket ur savadur rococo, met unan nevez klasel. Er Gwelva emañ mirdi [[Labouradeg porselen ar roue (Berlin)|Labouradeg porselen ar roue]], ma tizoloer istor porselen [[Berlin]] en XVIII{{vet}} ha XIX{{vet}} kantved.
 
=== Ar C'hañvdi ===
Plijet-bras e oa ar rouanez [[Luise von Mecklenburg-Strelitz]] gant Charlottenburg. Pa varvas e tivizas he [[gwaz]] [[Friedrich Wilhelm III Prusia]], lakaat sevel ur c'hañvdi eno. Savet e voe e [[1810]] gant [[Heinrich Gentz]], diwar ur raktres gant [[Karl Friedrich Schinkel|Schinkel]]. Meur a wech e voe kresket, da zegemer izili all ar familh [[Hohenzollern]]. Bez ar rouanez a zo savet gant [[marbr Carrara]], ha savet e voe gant [[Christian Daniel Rauch]].
 
== Hiziv an deiz ==
[[Skeudenn:Bundesarchiv Bild 146-1980-121-13, Berlin, zerstörtes Schloss Charlottenburg.jpg|thumb|right|150px|Ar c'hastell e [[1943]]]]
[[ImageSkeudenn:Berlin Friedrichswerdersche Kirche Luise 2005.jpg|thumb|Bez ar rouanez Luise]]
Kalz a zistruj a voe e-pad an [[Eil Brezel-Bed]], hag adsavet e voe ar c'hastell goude [[1945]]. Echuiñ a reas al labourioù e [[1966]]. Ennañ e kaver ivez ur mirdi gouestlet d'ar ragistor ha d'ar c'hentistor.
Etre [[2004]] ha penn-kentañ [[2006]] edo prezidant [[Alamagn]] o chom ennañ, peogwir e oa labourioù e [[kastell Bellevue]].
== Liammoù diavaez ==
* [http://www.spsg.de/index.php?id=134/ Kastell Charlottenburg war lec'hienn Diazezadur Palezioù ha Liorzhoù Prusia]
* [http://www.berlin-en-ligne.com/monuments.php Kastell Charlottenburg war lec'hienn Berlin en ligne]
 
{{commons|Schloss Charlottenburg}}
[[ru:Дворец Шарлоттенбург]]
[[sv:Charlottenburgs slott]]
[[tr:Charlottenburg Sarayı]]
[[zh:夏洛滕堡宫]]
59 985

modifications