Amfitryon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: bg:Амфитрион
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
==Ar vojenn==
===Preizherien Tafos===
Pa varvas e dad [[Perseüs]] eo e eontr [[Elektrion]] aanan hini a voe lakaet da roue en [[Argolis]]. C'hoantaat a reas Amfitrion dimeziñ da [[Alkmena]], merc'h Elektrion, met ne fellas ket da zanvez e dad-kaer e kouskjent a-gevret ken na vije kaset an dorzh d'ar gêr da enez [[Tafos]], a oa deuet tud anezhi da laerezh e [[chatal]], hag o doa lazhet e vibien.
 
Kaset e voe Amfitrion gant Elektrion da [[Elis]] eta da adkemer ar chatal laeret ha kuzhet gant tud Tafos. Pa zistroas gant al loened e taolas ur vazh gant ul loen hag e lazhas e dad-kaer en desped dezhañ. Neuze eo [[Stenelos]], breur Elektrion, a harluas Amfitrion war-zigarez e oa bet muntret Elektrion gantañ, hag a voe anvet da roue e [[Mikenai]].
Linenn 13:
 
 
[[Kefalos]], roue [[Aten]] d'ar poent, hahag eontr Amfitrion ouzhpenn, en devoa ur c'hi-hemolc'h , [[Laelaps]], a oa gouest da dapout ne vern peseurt [[preizh]]. Hag Amfitrion d'e amprestañ, o kinnig en eskemm un darn eus ar skrap a raio diwar-goust tud Tafos. A-benn ar fin e voe troet an daou loen e mein gant Zeus.
 
===An dial===
Sikour a roas Kreon d'ober brezel ouzh Tafos. Gant Amfitrion e vo ivez e eontr Kefalos, [[Heleios]], [[Panopea]], ha Lokrianed. Hatoup war-du Tafos, ma oa ar roue [[Pterelaos]] o ren.
 
Pterelaos, hennezh a oa ur roue hag en devoa ur vlevenn [[aour]] ree-kreiz e vlev, hag evit e lazhañ e oa ret troc'hañ ar vlevenn vurzhudus-se. Gwashañ pezh a oa: n'haller ket kemer e gêr-benn ma chom bev. Dre chañs en doa ur verc'h.
 
Ha honnezh, ar verc'h-se, [[Komaitho]] hec'h anv, a eas drada droc'hañ ar vlevenn diwar benn he zad, mann nemet dre garantez ouzh Amfitrion. Evit he zrugarekaat e lazhas Amfitrion ar verc'h treitour, hag e roas an inizi d'e genvrezelourien : [[Kefallenia]] da Gefalos, hag ar re all da Heleios.
 
Pa zistroas Amfitrion da Debai, hep bezañ kemennet e oa da erruout, e kavas iskis o welout ne oa ket souezhet e wreg Alkmena ouzh e welout. Rak hi a lavar e oa ganti en noz kent, hag ouzhpenn-se o deus lidet o eured a-benn ar fin en o gwele.
 
Nec'het e oa Amfitrion, ma 'z eas davit an diouganer meur [[Tiresias]]. Hag ar beleg kozh da zisplegañ dezhañ e oa bet Zeus o tremen an nozvezh kent gant Alkmena, kemeret gantañ tres he fried. Gwashañ pezh zo, astennet en doa an noz, a badas kement ha teir, evit brazezañ anezhi a-zoare, ha reiñ un haroz dezhi evel mab.
N'eo ket plijet Amfitrion o vezañ dogan, met plegañ da youl andoueedan doueed zo ret. Nav miz war-lerc'h setu Alkmena o c'henel gevelled: Alkides (avoa vo anvet Herakles diwezhatoc'hik), a zo mab da Zeus, hag Ifikles, mab da Amfitrion, ha n'eo ket ken nerzhus.
 
<!--Quand [[Lycos fils de Dircé|Lycos]] usurpe le trône de Créon, il menace de tuer toute la famille d'Héraclès. Ce dernier revient et sauve les siens. Puis Héraclès devient fou, tuant ses enfants et, selon certains, sa femme [[Mégara]]. Il souhaite tuer Amphitryon, quand [[Athéna]] l'en empêche en l'assommant d'une pierre. C'est pour ces crimes qu'Héraclès doit accomplir ses travaux. Amphitryon périt dans une bataille contre le roi [[Ergnios]] d'[[Orchomène]] et les Minyens.