Emvuhezskrid : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: tl:Autobiograpiya
D Robot kemmet: ar:ترجمة ذاتية; Kemm dister
Linenn 3:
An [[emvuhezskrid]] a zo ur [[skrid]] ma talc'h un den sevel ennañ un dibunadur eus ul lodenn eus e [[buhez|vuhez]]. A-wechoù e c'houlenn harp un den all ma n'eo ket asur war e stil pe e varregezh war ar [[skritur]]. Pa vez [[buhezskrid]]où a zo skrivet gant un den diwar-benn un all, an emvuhezskrid evel ma weler diouzh e gerdarzh (em + v/buhez + skrid) a dalvez evit ur [[buhezskrid]] savet gant un den diwar e benn dezhañ. Setu perak e rummataer an emvuhezskridoù dindan [[rummad lennegel]] ar buhezskridoù.

Meur a zoare danevelliñ e vuhez a c'hell bezañ hervez ar [[pal]]ioù a glask tizhout ar [[skrivagner]] hag e vezont meur a hini anezho asamblez peurvuiañ. Reiñ lufr d'e [[obererezh]]ioù pe en em wennañ pe klask bezañ didamallet a zo palioù kavet stank en emvuhezskridoù koshañ.

''Confessionnes'' [[Sant Eosten]], eskop [[Hippona]] er {{3de kantved}} a zo o fal, koulz ha didamallañ ha klask prouiñ e c'hell un den diroll mont da du ar relijion kristen.

Emvuhezskridoù modern (Kofessionoù [[Jean-Jacques Rousseau]] da skouer) a endalc'h an [[imbroud-spered]] asamblez gant dibunañ poentoù pennañ e vuhez ha klask ar [[rebech]]où ha ar burutelladennoù graet dezhañ ive.

Ret eo menegiñ e vez kalz a emvuhezskridoù diazezet war [[eñvor]] ar skrivagner ha eñvorennoù a zo an titl a vez implijet kalz e brezhoneg.

E yezhoù all e vez graet un [[diforc'h]] etre un emvuhezskrid hag un skrid diwar ar memor ([[:fr:mémoires|mémoires]] e [[galleg]] ha [[:en:memoirs|memoirs]] e saozneg) pa vez an eil seurt techet da displegañ dre ar munut trivliadoù ha savboentoù ar skrivagner. Meur a [[politikerezh|bolitikour]] en deus kavet mat sevel levrioù hir eus ar seurt-se. ([[Paul de Gondi]], kardinal Raez, ha [[Louis de Saint-Simon]] er {{XVIIvet kantved}}). Er {{XVIIIvet kantved}} e teuas er-maez skrid memorioù disanv a rae van bezañ bet skrivet gant likaourien, [[denjentil|tudjentil]] pe [[gast|gisti]], hervez kont. Hag int o deus graet ur berz bras e-doug ur mare ma troe speredoù zo pell eus ar doareoù ober kozh.

== Emvuhezskridoù a-vremañ ==
Goude 1970 eo bet embannaet meur a emvuhezskridoù savet diouzh buhez an [[esparadenn]]où, ar bolitikourien pe tud deuet da vezañ illur ur frapad amzer. muioc'h-muiañ a dud o deus klasket sevel o emvuhezskridoù evit o lakaat da vezañ embannet. Skrivagnerien ar bennik a c'hell sevel emvuhezskridoù diwar [[enrolladenn]]où an dud ha gwechoù zo e anzav tud brudet n'o deus ket bet amzer adlenn an oberenn voulet.

Erfin e weler bremañ buhezskridoù a zo stumm ar [[romant]] dezhañ ken ne c'heller ket dilenn sklaer ar pezh a zo aparchant d'an emvuhezskriver hag ar pezh n'eo ket. Emvuhez-ha-faltaziskridoù a c'hell bezañ graet eus anezho.

== Emvuhezskridoù brezhonek ==
Un nebeut [[levr]]ioù emvuhezskrid a zo bet embannet e [[brezhoneg]]. Gant [[Hor Yezh]], [[Al Liamm]] (embannadurioù), [[Imbourc'h]] (embannadurioù) ha [[Brud Nevez]] eo bet produet ar muiañ. Fonnusoc'h eo ar pennadoù embannet er [[kelaouenn|c'helaouennoù]] ([[Gwalarn]], [[Al Liamm (kelaouenn)|Al Liamm]], Hor Yezh, Brud Nevez, [[Imbourc'h]]). Sellet ouzh [[Roll an emvuhezskridoù savet e brezhoneg]].

Linenn 22:
* [[Roll an emvuhezskridoù savet e brezhoneg]]
* [[Teul istor]]

[[Rummad:Buhezskridoù]]
Linenn 28 ⟶ 27:
[[Rummad:Rummadoù lennegel]]

[[ar:سيرة شخصيةترجمة ذاتية]]
[[az:اوتوبييوقرافى]]
[[bg:Автобиография]]