Marco Polo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: nah:Marco Polo
D Robot ouzhpennet: lmo:Marco Polo; Kemm dister
Linenn 1:
[[Rummad:Tud|Polo, Marco]]
[[Rummad:Ergerzherien Azia|Polo, Marco]]
[[Rummad:Ergerzherien italian|Polo, Marco]]
 
 
 
[[Skeudenn:Marco_Polo_portrait.jpg|thumb|Marco Polo]]
'''Marco Polo''' ([[15 Gwengolo|15 a viz Gwengolo]] [[1254]] – [[8 a viz Genver]] [[1324]]) a oa ur marc’hadour hag ur beajour, genidik eus kêr [[Venezia]]. Unan eus an Europiz kentañ eo bet o vont gant ''[[Hent ar seiz]]'' betek [[Sina]] (anvet gantañ ''Catai''). Kontet en deus e eñvorennoù beaj en ul [[levr]] anvet ''Il Milione'' (diwar ar ger italianek evit ''milion'' pe diwar al lesanv ''Emilione'' roet d’e [[familh]]). Evit lod ez eo Marco Polo ur beajour dispar, tra ma lavar lod all e oa ur fougeer.
 
Krediñ a reer e voe Marco Polo hag e gerent o vevañ e [[Sina]] e-pad seitek vloaz a-raok distreiñ da Venezia. Pa voe deuet en-dro e voe prizoniet Marco Polo e-pad ur [[brezel]] etre Venezia ha [[Genova]]. En [[toull-bac’h]] e stagas da gontañ e eñvorennoù a voe lakaet dre skrid gant [[Rustichello da Pisa]] el levr ''Il Milione''.
 
== Ar veaj kentañ ==
A-raok Marco Polo e oa bet meur a veajour bras er familh. E dad ''Niccolò'' hag e eontr ''Matteo'' a rae [[kenwerzh]] gant broioù ar Reter. Beajet o doa dre [[Azia]] : eus [[Kergustentin]], ma oant o labourat, e oant aet betek [[Krimea]] ha pelloc’h goude-se betek kreiz Azia, a oa e dalc’h ar [[Mongoled|Vongoled]] d’ar mare-hont. Tizhet e oa bet Sina ganto e 1266, ha bet e oant e lez [[Impalaeriezh vongol|Impalaer ar Vongoled]], [[Koubilai C'han|Koubilai]], e Khanbaliq ([[Beijing]] hiziv). Deuet e oant en-dro da [[Italia]], evel kannaded an Impalaer mongol], gant ul lizher evit ar [[Pab]], ma c’houlenne an impalaer digantañ kas [[beleg|beleien]] d’an Impalaeriezh Vongol, evit kelenn doareoù ar c’hornôg da dud e vro.
 
[[ImageSkeudenn:Marco_Polo._Map_of_explore.jpg|right|thumb|Kartenn ar veaj]]
 
== An eil beaj ==
Matteo ha Niccolò Polo a stagas gant un eil beaj, da gas respont ar Pab d’an Impalaer mongol, e [[1271]]. Ar wech-mañ, Niccolò a gasas e vab Marco gantañ. Dont a reas hennezh da c’hounit fiziañs an Impalaer hag e guzulier e teuas da vezañ. E-pad 17 vloaz e gourc’hemenn ar ''C’han'' (an Impalaer), e teskas Marco Polo kalz traoù diwar-benn [[istor]] ha [[douaroniezh]] Sina ha diwar-benn he sevenadur hag he gouiziegezh, o doa kalz a lañs war re [[Europa]] d’ar mare-hont.
 
== ''Il Milione'' ==
[[ImageSkeudenn:Marco Polo, Il Milione, Chapter CXXIII and CXXIV.jpg|thumb|200px|Ur bajennad tennet eus unan eus dornskridoù "Il Milione"]]
 
Pa zeuas en-dro eus Sina e [[1295]], e chomas Marco Polo hag e familh e Venezia. Eno e teujont da vezañ brudet, ha dont a rae kalz tud d’o gwelet ha da selaou o istorioù, met nebeud o c’hrede. Evit trec’hiñ war o disfiz, e voe pedet an dud d’ur banvez gant Marco Polo. Er banvez-se e oa gwisket tud e familh gant dilhad eus Sina. E deroù ar pred e tennas pep hini eus e c’hodelloù mein prizius ha bravigoù a bep seurt o doa bet e Sina. Ken souezhet e voe an dud ma kredas an holl e Venezia komzoù ar familh Polo goude se.
Linenn 25 ⟶ 19:
Kemer a reas Marko Polo perzh en un emgann war vor etre Venezia ha Genoa, dirak Curzola (hiziv ''Korčula'' e [[Dalmatia]]), e 1298. Paket e voe ha kaset d’un toull-bac’h, ma chomas un nebeud mizioù. En toull-bac’h e stagas da gontañ e veajoù e broioù pell ar Reter pellañ, gant forzhig munudoù. Ul levr a voe skrivet, diwar e gomzoù, da gontañ e veajoù e broioù dianav ar [[Reter pellañ]]. Al levr a voe skrivet en [[okitaneg]] da gentañ, dindan an titl ‘’Le divisament do monde’’, ha troet goude se e meur a yezh eus Europa. Kollet e voe ar skrid orin hag a-wechoù e kaver dislavarioù etre an embannadurioù er yezhoù all. Bezet pe vezet, e istorioù a reas berzh, ken ez eo ur souezh gant an dister ma oa an doareoù embann d’ar c’houlz-se en Europa.
 
== Dibenn e vuhez ==
Ur wech lezet da vont eus an toull-bac’h, Marco Polo a zistroas da Venezia e 1299. Ne guitaas ket ar gêr ken ha berzh a reas er c’henwerzh. Skrivañ a reas e-unan ur stumm nevez eus e eñvorennoù, en italianeg, dindan an anv ‘’Il Milione’’. Troet e voe ar skrid e latin gant ur manac’h hag e yezhoù all war-lerc’h, met kollet e voe ar skrid italianek ivez. Mervel a reas Marco Polo e 1324, d’an oad a 69 bloaz.
 
== Ha gwir eo ar beajoù-se ? ==
Just a-raok e varv, hervez a gonter, Marco Polo a voe goulennet digantañ gant ur [[beleg]] kofesaat e c’hevier. Nac’h a reas Marco Polo ha disklêriañ a reas n’en doa ket kontet an hanter eus ar pezh en doa gwelet.
 
Linenn 37 ⟶ 31:
Evit ar re gentañ eta n’en deus graet nemet adkontañ ar pezh en doa klevet digant marc’hadourien arab bet war ''[[Hent ar seiz]]''. Met evit ar re all eo posupl-tre e vije bet e Sina e-unan.
 
== Levezon Marco Polo ==
[[Skeudenn:MarcoPoloStatueInHangzhou.JPG|thumb|right|150px|Delwenn Marco Polo e [[Hangzhou]], e [[Sina]]]]
 
Linenn 45 ⟶ 39:
 
 
== Liammoù diavaez ==
* Beajoù Marco Polo [http://www.silk-road.com/artl/marcopolo.shtml]
* Wikipedia e saozneg [http://en.wikipedia.org/wiki/Marco_Polo]
Linenn 51 ⟶ 45:
{{Porched Sina}}
{{KinnigPAD|oldid=265574|deiziad=16 Kerzu 2007}}
 
[[Rummad:Tud|Polo, Marco]]
[[Rummad:Ergerzherien Azia|Polo, Marco]]
[[Rummad:Ergerzherien italian|Polo, Marco]]
 
{{Liamm PuB|eo}}
{{Liamm PuB|hu}}
Linenn 107 ⟶ 106:
[[lb:Marco Polo]]
[[lij:Marco Polo]]
[[lmo:Marco Polo]]
[[lt:Markas Polas]]
[[lv:Marko Polo]]