Heñvelrevelezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Hon deus brezhonekaet ar pennad-se.
Hon deus brezhonekaet ar pennad-se.
Linenn 25:
Stourmet e e vez e meur a vro evit ma c'hellfe ar c'houbladoù eurediñ rak dre vras eo gwelloc'h evit ur c'houblad bezañ dimezet e-keñver an taosoù a rankont paeañ, an diogelerezhioù, gwirioù war herezh ar pried hag all. Hiziv n'eus nemet peder bro c'hoazh ma vez leusket an dud heñvelrevel da eurediñ da vat: an [[Izelvroioù]], [[Belgia]], [[Spagn]] ha [[Kanada]]. E lec'hioù all ma vez berzet oute dimeziñ ez eo bet krouet kevradoù arbennik (digor da dud arallrevel ivez) great "[[Uniezh keodedel|uniezhioù keodedel]]" oute, met ne deu ket diwar seurt uniezhioù an hevelep giwirioù dres evel evit an dud dimez.
 
Hiziv en darn vrasañ eus broioù ar c'hornôg (Europa ha Norzh Amerika) e teu an heñvelrevezh da vezañ degemeret gwelloc'h-gwellañ gant ar grevredigezh dre vras ha muioc'h-mui e vez kavet broioù gante lezennoù resis bet diorroet evit difenndiogelaat gwirioù an dud heñvelrevel hag evit o gwareziñ diouzh ar feulster hag an gwallziforc'h.
 
E broioù all avat e vez kendalc'het c'hoazh d'o gwalldiforc'hiñ, o vezañ ma c'hell un den bezañ skarzhet diouzh e labour, difennet da debriñ e lec'hioù zo da skwer abalamour d'e/he [[revelezh]]. E meur a vro ouzhpenn, dreist-holl er broioù ma ren eno ar [[charia]] e c'hell bezañ bac'het ha betek lazhet an den-mañ-den peogwir eo heñvelrevel.