Stanley Kubrick : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: li:Stanley Kubrick
D Robot ouzhpennet: tl:Stanley Kubrick; Kemm dister
Linenn 1:
[[ImageSkeudenn:KubrickForLook.jpg|thumb|350px|right|emboltred eus Kubrick]]
'''Stanley Kubrick''' (bet ganet er [[Bronx]], [[Kêr New York]] d'ar [[26 Gouere|26 a viz Gouere]] [[1928]] – marvet e [[Harpenden]], [[Bro-Saoz]], d'ar [[7 Meurzh|7 a viz Meurzh]] [[1999]]) a oa ur sevener-fimoù eus ar [[Stadoù-Unanet]]. Soñjal a ra ar c'halz eus an dud a-vicher ez eus anezhañ gwellañ filmaozer istor ar [[sinema]].
 
 
== E Yaouankiz ==
'''Stanley Kubrick''' a zo bet ganet d'ar 26 a viz Gouere 1928 e [[New York]] er Bronx, en ur familh genidik eus kreiz Europa. Gwan a-walc'h war al labour er skol, c'hoari an echedoù a oa unan eus e zudioù betek bezañ un ivoul. Huñvreal a rae da zont da vezañ soner jazz. Met d'e drizekvet deiz-ha-bloaz e voe profet dezhañ ur benveg poltridi. An dudi nevez a droas da c'halvidigezh evitañ. Dont a reas da vezañ e karg eus poltridi e skolaj. Diorren a reas e varregezhioù e-pad an oad krenn, betek ma kemeras ur poltred a roas dezhañ ul labour er gazetenn ''Look''. War ar skeudenn e veze gwelet ur gwerzher kazetennoù o leñvañ abalamour da varv ar prezidant [[Franklin Delano Roosevelt|Roosevelt]]. Deuet eo ar poltred-se da vezañ brudet er bed a-bezh. Labourat a reas evit ar gazetenn-se e-pad pevar bloaz.
 
== E oberenn er sinema ==
=== War-zu an dizalc'hidigezh ===
Etre [[1950]] ha [[1951]], ez eas gant ur mignon war tachenn ar sinema (n'eo ket bet en ur skol sinema james) en ur labourat war daou film-berr : ''Day of the fight'' hag a zanevell istor ur [[boks]]er, an eil film, anvet ''Flying padre'', un istor beleg. E [[1953]], e sevenas e gentañ film, ''Fear and desire''. Ar film-mañ, savet gant arc'hant roet gant tud tost da Gubrick, a zo diwar-benn ur strollad soudarded zo e karg da vont a-dreñv talbenn an enebourien, a-benn tagañ ur strollad soudarded all. Met diwezhatoc'h, Kubrick a glaskas adtapout holl gopiennoù ar film-mañ. Hervezañ, ne oa ket mat a-walc'h ar film (sin e youl da dizhout palioù peurvat).
 
Linenn 20:
E [[1962]] e sevenas ''Lolita'', diwar istor romant [[Vladimir Nabokov]]. Labourat a reas gantañ a-benn skrivañ ar senario (al levr oa deuet da vezañ ur ''Best Seller''). Evit seveniñ ar film hep kudennoù gant ar strolladoù politikel puritan (abalamour da sujed al levr) ez eas kuit d'ar [[Rouantelezh-Unanet]] evit en ober. Un tammig amzer goude en em stalias da vat e [[Bro-Saoz]]. Ar film a zeuas da vezañ brudet-kenañ (dreist-holl abalamour da zanvez ar film) hag lakaat a reas da vat Kubrick war-wel. Er film-mañ, ar c'homedian [[Peter Sellers]] a reas unan eus e wellañ oberenn. Goude ar film-se, [[James Harris]] a yeas da labourat en e gorn e-barzh ar seveniñ.
 
=== Trilogiezh an dazont ===
Adalek [[1963]], Kubrick a broduas e filmoù e-unan. Adlabourat a reas gant Peter Sellers war ur film diarbennerezh nevez : ''Dr. Strangelove pe : How I Learned to Stop Worrying and Love the Bomb''. Er film-mañ, Kubrick a implij unan eus e ankenioù koshañ, hag anken kalz a bolitikourien d'ar mare-se, ar vombezenn atomek. Ur jeneral eus an arme amerikan troet da sot, a ziviz bannañ ur vombezenn atomek war an [[URSS]]. Met e Rusia, an dra-se a zistegn ur sistem ardivink bombezennoù savet evit distrujañ ar bed. Evit enebiñ ouzh an arvar-se, an Amerikaned a c'houlenn sikour an Dr Strangelove. Peter Sellers eo a c'hoari ar skiantour foll-mañ. Strangelove a zo ul luadenn eus an holl skiantourien nazi deuet da labourat gant an Amerikaned goude ar brezel (da skouer : Werner Von Braun) : ne baouez ket da sevel e vrec'h en ur laret "Heil" pe "Mein Führer", hag all, hag all... Ar film-mañ en deus plijet kalz d'an dud, zoken re eus ar strolladoù mirourien.
 
Linenn 27:
Kuitez da vezañ beuzet gant raktresoù ramzel, Kubrick a zivizas kregiñ da labourat war ur film bihanoc'h : un istor tennet eus ul levr skrivet gant [[Anthony Burgess]], a c'hoarvez en ur Rouantelezh-Unanet aotrouniek en amzer dazont, ''A Clockwork Orange''(1971). Ar film a c'hell bezañ displeget gant ar ger-stur-mañ : "Istor un den yaouank a zo dreist-holl dedennet gant ar gwallerezh, an dreist-feulster ha Beethoven". Un diskouezadeg eus ar feulster hag ar folentezh eo ar film-mañ. Met ar film a zo bet treuzkomprenet (da skouer : tud yaouank o deus bet emzalc'hoù feuls kenañ goude bezañ bet gwelet ar film). Met deuet eo da vezañ ur film brudet er bed a-bezh. Kubrick a ziskouez ur wech c'hoazh e varregezhioù da filmañ perzhioù dibar mab-den. E-pad skignerezh ar filmoù, kregiñ a reas da gontroliñ ha da ensellout skouerioù ar film ha da weladenniñ al lec'hioù skignañ. Reseviñ a reas lizhiri feuls ha tagus a-hed an amzer, ar pezh a lakas anezhañ da rediañ ar Warner da dennañ ar film eus ar salioù sinema (an dra-se a ziskouez e wir galloud war embregerezhioù ar sinema, ur galloud dibar a-hed an istor).
 
=== Ur sell war ar rouestl denel ===
Kubrick a grogas da labourat war unan eus e huñvreoù : ober ur film diwar-benn [[Napoléon Bonaparte]]. Met ne c'hellas ket dre ma ne blije ket d'an dud ar filmoù nevez-savet diwar-benn an impalaer. Setu ma sevenas ur film tennet eus ul levr dianavezet skrivet gant [[Thackeray]], ''The Memories of Barry Lyndon''. E-pad ar seveniñ, Kubrick a roas skouerioù eus e ivoul eus ar c'hoant ober ur film peurvat : filmañ a reas ouzh sklerijenn gouoù-koar hepken. Filmet eo bet e [[Iwerzhon|Bro-Iwerzhon]], met Kubrick, ankeniet gant kudennoù ar vro gant an IRA, a guitaas ar vro. Ar film a voe resevet fall-kenañ er Stadoù-Unanet e-lec'h ma oa gwelet evel un oberenn gorrek-kenañ. Met en Europa e voe ar c'hontrol penn da benn. Plijet en doa abalamour da vraventezh ar skeudennoù (hervez tud'zo, pep skeudenn eus ar film-mañ a zo evel un daolenn eus [[Rembrandt]]), da zoareoù kontañ an istor, da zoareoù filmañ ken disheñvel ha ken ispisial implijet gant ar sevener.
 
Linenn 36:
Evit e film diwezhañ, Kubrick a labouras e New York. ''Eyes Wide Shut'', gant [[Nicole Kidman]] ha [[Tom Cruise]], a zo ur film tennet en un doare dieub-kenañ eus un danevell skrivet gant [[Arthur Schintzler]]. Pa oa o seveniñ ''A clockwork orange'', Kubrick a zisplegas : "Tem an istor eo an dud o deus c'hoant kaout stabilded, boazioù, urzh en o vuhez met er memes koulz o deus ur c'hoant a drioù-kaer, ur c'hoant distruj. Al levr a c'hoari da lakat tal-ouzh-tal oberoù ar gwaz gant huñvreoù e vaouez ha goulenn a ra ''hag-eñ ez eus ur wir diforc'h etre huñvreal un doganiñ pe en ober evit gwir ?'' ha n'eo ket un istor aes da gontañ met me gav din eo unan eus bravañ istorioù Schintzler [...]". Kubrick a varvas ar [[7 Meurzh|7 a viz Meurzh]] [[1999]], a-raok ma vefe skignet ar film er salioù sinema, amzer dezhañ da zamechuiñ an urzhiañ eus ar film.
 
== Huñvreoù ha personelezh Kubrick ==
Abred-kenañ, pa en oa kroget d'ober sinema, Kubrick a grogas da huñvreal en ur film : un oberenn diwar-benn [[Napoléon Bonaparte]]. Pa oa yaouank, hag e vuhez-pad, Kubrick a zalc'has bepred ar memes dudi : an [[echedoù]]. Evitañ er micher sevener e oa ar memes hentenn : mont war raok tammig ha tammig en ur brederiañ mat war pep taol, rak pep fazi a c'hellfe koll e oberenn. A-benn ar fin setu perak e kemere Kubrick a kalz a amzer evit e filmoù : an aon da vont war raok hep gouzout m'eo an taol a c'hoariez an hini vat. An taol ar gwellañ labouret evit e gas d'e bal. Ha Kubrick en doa un awen hag un azeulerezh evit [[Napoléon Bonaparte]], eñ ivez a 'n em wele evel ur strategour. E-pad tregont bloaz e labouras war an raktres-se. Met ar c'hevredadoù sinema n'o deus ket heuliet e vennozh, abalamour ma ne oa ket un tem hag az ae en dro : da skouer ar film ''Waterloo'' en deus displijet d'an dud ur wech skignet er salioù sinema. Hag ouzhpenn da se, diaezamantoù teknikel a voe ouzhpennet e-pad prantad prientiñ eus ar film. Met Kubrick, betek ar fin a gendalc'has da huñvreal d'an emgann ha d'ar bartienn echedoù-se, en ur skrivañ un tamm senario bep un amzer pe en ur glask sevel patromoù eus mareoù ar film. E vravañ emgann a zo chomet e-barzh e spered.
 
Met an ivoul-se, ar youl peurvatañ pep taol a lakas anezhañ da zilezel ur raktres all. Hini ur film diwar-benn ar Shoa, tennet eus ul levr. Met pa grogas da labourat war ''Aryan Papers'', deuet eo ennañ ur pouez psikologel meurbed. Aon en oa nompaz dont a-benn, evit ur sujed ken grevus ha ken kriz, da seveniñ an dra er gwellañ doare. D'ober fazioù, ha ma ne vefe ket deuet a-benn, Kubrick en defe gallet en em sentiñ kablus betek fin e vuhez. An aon da vont war raok hep ober a fazi na kuitaat an taol a en oa bet trec'h war unan eus brasañ sevenerien an XXvet kantved. A-benn ar fin, ar pezh a lakas anezhañ da zivizout chom a-sav da vat, eo raktres Schindler's List savet gant [[Steven Spielberg]]. Evit nompaz ober kevezerezh ha degas ur wall-endro da oberenn un den a oa deuet da vezañ unan eus e ziskibien. Diwezhatoc'h, Stanley Kubrick a roas da Spielberg e raktres film skiant-faltazi diwar benn ar spered artifisiel. Hervezañ e oa ur film a vefe bet savet kalz gwelloc'h gant un den evel Spielberg. Goude marv Kubrick, ar sevener amerikan a reas anezhañ : A.I.Artificial Intellingence, tennet eus oberenn [[Brian Badis]].
 
== Levezon Kubrick ==
Unan eus perzhioù dibar ar sevenerien-meur, eo da levezonañ en ur chom disheñvelaus. Pa vez keñveriet anezhañ gant sevenerien all evel Alfred Hitchcock e vez merzet diouzhtu un dra : Kubrick n'en deus ket a reolennaoueg pe doareoù ober aes da adkemer ha kazi diposubl e teu da vezañ. An endro en deus krouet a zo yen, hollwashaer ha dengasour, a zo ken dibar ha nemedel ma ne c'hell ket bezañ treuzkaset e-barzh sell ur sevener all pe implijet gant kevredadoù sinema anez poaniañ d'ober traoù dereat.
 
Linenn 50:
An hent all hag a zo bet digoret gant Kubrick, e lec'h ma z'eo bet heuliet gant kalz a dud, eo war tachenn mestroniñ ar mekanik produiñ eus e filmoù. Abred-kenañ, ha dreist-holl pa labouras war ''Spartacus'', Stanley Kubrick a gomprennas e oa ret dezhañ reoliañ e-unan e oberenn m'en doa c'hoant da gaout e frankiz arzel evit gwir. Memes ma gemere ar studioioù ar film e karg (an arc'hantañ, ar skignañ,...) e oant sevenet penn da benn er-maez eus o aotrouniezh, n'o doa ket droad o sellet, ha dizoleiñ a raent anezho er fin ur wech ma oant echu. [[Georges Lucas]] a heulias e skouer ur wech ma oa bet skignet ar [[Star Wars]] kentañ. Ha kalz o deus e heuliet (da skouer [[James Cameron]] pe muioc'h c'hoazh [[David Fincher]] hag a zo marteze unan eus ar nemetañ hag a c'hell en em zisklêriañ dieub ha frank) met e-touez an holl tudoù ha sevenerien-mañ, Kubrick a chom disheñvel eus ar re all, peogwir n'en deus james produet filmoù ar re all, ha n'en eus james graet war dro aferioù ar produioù diroudet pe an aferioù marketing. E labour hag e aktivelezh a-bezh oa hentet war-zu un dra hag ur pal nemetken : e grouidigezh dezhañ e unan...
 
== Arroudennoù Kubrick ==
* "Tuet on kalz d'an torfedourien ha d'an arzourien ; n'eus lod deuzouto hag a gemerfe ar vuhez evel m'emañ. Pep istor skrijus a rank bezañ ur stourm gant an traoù evel m'emaint." (''New York Time Magazine'', 1958)
 
* "Ne gav ket din e labour ar skrivagnerien, al livourien, ar sevenerien peogwir o deus un dra da lavaret ; met peogwir e santont un dra bennak. Karout a reont ar stumm arzel : karout a reont ar gerioù ; pe plijout a ra dezho c'hwezh al livaj ; pe mod all ar keluloid, ar poltridi pe al labour gant an aktourien. Evidon, james n'eo bet hentet un arzour gant ur sav-poent kelennus, memes pa grede e oa." (''The Observer'', 1960)
 
* "En un doare hollek, me gav din eo ret derc'hel ho mennozioù e-keñver al leurennañ evit ar prantad diwezhañ toud ha implijout endro ha sujed evit diazezañ ar pezh ho peus c'hoant filmañ. (...) Ar pezh a gont ar muiañ, eo adpleustriñ ar pezh ho peus c'hoant filmañ ha gwelet mat ma z'eus un dra bennak dedennus da filmañ. Goude, ha nemet goude, eo ret prederiañ war ar "penaos". Ar "penaos" a dremen atav goude ar "petra". An danvez hag ar mennozioù a erru e penn-kentañ toud. Goude e c'heller prederiañ war an doare da filmañ. Ar mennozioù leurennañ na vezont james kavet e-barzh ur senario." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret el levr ''Kubrick'' en ti-embann ''Calmann-Levy'', 1980)
 
* "Ul lodenn eus an arz arnevez a zo dizedennus, e lec'h m'he deus krouet ur sorc'henn eus ar perzhioù dibar ur skouerenn a oberennoù e lec'h ma c'heller kavout perzhioù-orin ha dibar met dizedennus penn da benn. (...) D'am soñj e barzh danvezioù'zo, ar sonerezh dreist-holl, e c'heller, un distro d'ur stumm klasel a zo a-bouez ha rediet a-benn paouez an enklask difrouezus eus an dibarelezh. Evel-just evit ar filmoù n'o deus ket ar memes kudennoù peogwir an emzalc'h e-keñver ar sinema a zo mirour-kenañ. Ar filmoù a c'helfe mont kalz pelloc'h eget ar pezh e reont. Sur eo e vefe kalz plijusoc'h sellet filmoù e lec'h ma kaver un tamm follentezh. D'an nebeutañ e vefent dedennusoc'h." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret e barzh el levr ''Kubrick'' en ti-embann ''Calmann-Levy'', 1980)
 
* "Klask a ran bezañ an degemerusañ a zo posubl pa lennan ul levr. E-penn kentañ e klaskan ersaviñ en un doare dibreser. Se'zo ma doare nemetañ da varnañ, hervez an ersaviñ eeunig ha prim-mañ. (...) Ma z'eus un dra hag a zo dibakus evit kazi holl sevenerien en hor bed eo ar pezh a sant un den bennak pa wel unan eus o filmoù. Un toull bras a ziforc'h ar pezh a santit c'hwi p'emaoc'h o paouez echuiñ ur film hag ar pezh a sant un den p'emañ o paouez e welet ar wech kentañ. Eurusamant evidon, n'am eus james dibabet un istor hag en dije enouet ac'hanon goude un tamm amzer. D'am soñj e vefe un dra spontus evidon." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret el levr ''Kubrick'' en ti-embann ''Calmann-Levy'', 1980)
 
* "Ar skeudenn gwirion na drehont ket ha ne z' a ket e-barzh danvez an traoù. Ar pezh a zedenn ac'hanon bremañ, eo ar fed da gemer un istor faltaziek ha dihañval ha da glask mont betek penn an danvez, hag ober evel ma seblantfe gwirion ha didec'hus." (Film Comment vol. 3, n°3)
 
* "Mab-den a zo en em distaget eus ar relijion, ranket en deus saludiñ marv an doueoù hag an doareoù-gourc'hemenn al lealegelzh ouzh stadoù-broad emaint oc'h en em dispennañ hag eus un tu all an holl talvoudoù kozh, kement sokial hag etnek, emaint o steuziañ. Mab-den an XXvet kantved a zo bet taolet en ur vag distur en ur mor dianavezet. M'en deus c'hoant nompaz pennfoliñ ha derc'hel ur spered yac'hus e pad an dreuzadenn, e rank kavout un dra da oberiñ ha da brederiañ diwar e benn, un dra hag a vefe pouezusoc'h egetañ." (''Playboy'')
 
* "Ar skrivagnerien evel ar sevenerien o deus tamm pe damm ar memes kudennadur : petra eo pouez an istor ? Daoust hag n'eo nemet un doare-ober evit sachañ evezh an dud p'emañ an arzour oc'h ober e labour soutil war tachennoù all e varregezh estaoliñ ? Da lavaret eo daoust hag eo an istor an elfenn pouezhusañ, pe n'eo nemet un doare da broduiñ plijadur ha kenderc'hel da zisachañ, gwir dedenn an arzour a vefe hentet war-zu an dioroadur spis ? Ha ne anavezan ket ar respont d'ar goulenn-mañ." (Kaozeadenn gant Michel Cimment, 1972, adkemeret el levr ''Kubrick'' en ti-embann ''Calmann-Levy'', 1980)
 
* "Ar pezh a blij din er fed nompaz skrivañ an istorioù a filman - ar pezh n'on ket sur bezañ gouest d'ober - eo kaout an dreist-lañs da lenn un dra bennak evit ar wech kentañ. Bez' eo ur vuheziñ n'hon do james endro gant un istor. Ersavet e vez e giz ma gouezfer e karantez." (''Rolling Stone'', 1987)
 
* "Ar santimant am eus pa sevenan ur film nevez a zo bepred ar memes hini. Amañ e kaver un anadenn atizus-kenañ war ur sav-poent diamzer. An traoù a seblant distreiñ d'ar prantad e lec'h ma oan 18 vloaz pa grogen ma c'hentañ film. Hag aze, an amzer a seblant diskaret." (''New York Times'', 1987)
 
== Roll e filmoù ==
 
* ''[[Fear and Desire]]'' ([[1953]])
* ''[[Killer's Kiss]]'' ([[1955]])
* ''[[The Killing]]'' ([[1956]])
* ''[[Paths of Glory]]'' ([[1957]])
* ''[[Spartacus]]'' ([[1960]])
* ''[[Lolita]]'' ([[1962]])
* ''[[Dr. Strangelove pe : How I Learned to Stop Worrying and Love the Bomb]]'' ([[1964]])
* ''[[2001: A Space Odyssey]]'' ([[1968]])
* ''[[A Clockwork Orange]]'' ([[1971]])
* ''[[Barry Lyndon]]'' ([[1975]])
* ''[[The Shining]]'' ([[1980]])
* ''[[Full Metal Jacke]]t'' ([[1987]])
* ''[[Eyes Wide Shut]]'' ([[1999]])
 
{{KinnigPM|oldid=267537|deiziad=16 Kerzu 2007}}
 
{{DEFAULTSORT:Kubrick Stanley}}
 
[[Rummad:Tud]]
[[Rummad:Filmaozerien dibar]]
Linenn 162 ⟶ 163:
[[tg:Станлий Кубрик]]
[[th:สแตนลีย์ คูบริก]]
[[tl:Stanley Kubrick]]
[[tr:Stanley Kubrick]]
[[uk:Стенлі Кубрик]]