Skolveurieg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 3:
==Istor==
 
Ijinet e oa bet ar '''skolveurieg''' gant [[Frañsez Falc'hun]] pa oa kelenner e [[Kevrenn geltiek Skol-Veur Roazhon]], ha degemeret e oa bet e-pad ur prantad gant pennoù [[Akademiezh Roazhon]] a-hervez. Setu perak e voe roet an anv ''skolveurieg''-se dezhañ gant e grouer. Enebourien an doare-skrivañ avat a lavare '''falc'huneg''' anezhañ, dre . <br />
 
Aet kuit ar chaloni Falc'hun da Vrest pa voe digoret ur [[skol-veur]] nevez eno, ha ne voe ket mui implijet ar ''skolveurieg'' e [[Skol-Veur Breizh-Uhel]] e Roazhon ken.
 
===Kostezenn ar "skolveurieg"===
Div gostezenn a rae gant ar skolveurieg: ar gatoliked, hag an tu-kleiz gall ([[PCF]], [[SFIO]] dreist-holl d'ar mare-se). Dorn-ha-dorn e oant a-enep ar ''vroadelourien'' a rae gant ar [[peurunvan]].
*eE tu ar gatoliked e oa:
**ar [[Bleun Brug]], diazezet e Leon ha Kerne (beleien Treger, gant Klerg ha Loeiz ar Floc'h, o doa degemeret ar peurunvan,
**ar [[Skol dre Lizer]], gant [[Visant Seite]],
*eE tu ar gleizidi
**[[Ar Falz]], renet gant [[Per Honoré]], hag a zilezas ar falc'huneg pa voe savet an [[assimileg]], ha kemeret ar stur e-barzh gant tud [[UDB]] diwar-goust ar re gozh tost ouzh ar strolladoù gall,
**[[Emgleo Breiz]], renet gant [[Armañs Keravel]], ezel eus ar [[PS]], a oa e-barzh Ar Falz ivez, hag [[Andreo Merser]], ezel eus ar [[PCF]].