Skolveurieg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 3:
==Istor==
 
Ijinet e oa bet ar '''skolveurieg''' gant [[Frañsez Falc'hun]] pa oa kelenner e [[Kevrenn geltiek Skol-Veur Roazhon]], ha degemeret e oa bet e-pad ur prantad gant pennoù [[Akademiezh Roazhon]] a-hervez. Setu perak e voe roet an anv ''skolveurieg''-se dezhañ gant e grouer. Enebourien an doare-skrivañ avat a lavare '''falc'huneg''' anezhañ, dre c'hoap a-hervez. <br />
 
Aet kuit ar chaloni Falc'hun da Vrest pa voe digoret ur [[skol-veur]] nevez eno, ha ne voe ket implijet ar ''skolveurieg'' e [[Skol-Veur Breizh-Uhel]] e Roazhon ken.
Linenn 10:
Div gostezenn a rae gant ar skolveurieg: ar gatoliked, hag an tu-kleiz gall ([[PCF]], [[SFIO]] dreist-holl d'ar mare-se). Dorn-ha-dorn e oant a-enep ar ''vroadelourien'' a rae gant ar [[peurunvan]].
*E tu ar gatoliked e oa:
** ar [[Bleun Brug]], diazezet e Leon ha Kerne (beleien [[Treger]], gant [[Marsel Klerg]] ha [[Loeiz ar Floc'h]], o doa degemeret ar peurunvan),
** ar [[Skol dre Lizer]], gant [[Visant Seite]],
*E tu ar gleizidi
** [[Ar Falz]], renet gant [[Per Honoré]], hagmet dilezel a zilezasreas ar falc'huneg pa voe savet an [[assimileg]], hagoude kemeret ar stur e-barzh gant tud [[UDB]] diwar-goust ar re gozh tost ouzh ar strolladoù gall,
**[[Emgleo Breiz]], renet gant [[Armañs Keravel]], ezel eus ar [[PS]], a oa e-barzh Ar Falz ivez, hagha gant [[Andreo Merser]], ezel eus ar [[PCF]], a grouas Ar Skol Vrezoneg, evit klask kemer lec'h Ar Falz .
 
==Hiziv==