Karl Voal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ka:შარლ მელოტი; Kemm dister
Linenn 1:
{{istor diechu}}
[[Impalaer ar C'hornôg]] e [[875]] ha [[roll an unpennoù gall|roue Bro-C'hall]] (''Francia occidentalis'') e oa '''Karl II''' , pe '''Karl Voal''', ganet e [[823]] e [[Frankfurt am Main]] ha marvet e [[877]] en [[Avrieux]]. Mab e oa d'an impalaer [[Loeiz an Deol]] ha da [[Judit Bavaria]], trede [[pried]] Loeiz. Met tri [[breur]] henañ en doa, bugale [[Irmingard Hespengau]], hag ar re-se ne oant evit gouzañv e vije rannet an impalaeriezh e peder lodenn. A-benn ar fin, goude emgannañ enep dezho a-hed ar bloavezhioù e c'hounezas Karl an uhelgarg e diwezh e vuhez. E Breizh e voe trec'het gant ar Vrezhoned renet gant [[Nevenoe]] e [[845]] ha gant [[Erispoe]] e [[Jengland]].

== Buhez ==
Pa oa bihan e klaskas e vreudeur lakaat o c'hrabanoù warnañ ha war e vamm, Judit. Da gentañ e voent kounnaret o welout e oa bet roet an titl a roue [[Alamagn]] (''Alemenia'' e [[latin]]) dezhañ pa ne oa nemet 4 bloaz. Goude-se pa voe roet hini roue [[Akwitania]] dezhañ e [[838]] pa oa 15 vloaz. Goude marv o zad e voe gwashoc'h an tabut etre ar vreudeur. Met pa glaske [[Lotar Iañ]], ar breur henañ, skarzhañ ar re all eus an uhelgarg e savas Karl un emglev gant Loeiz a Alamagn hag e oe trec'h an daou asamblez e Fontenoy-en-Puisaye ([[841]]). Diwar [[feur-emglev Verdun]] sinet e [[843]] e asantas an tri breur e vije rannet an impalaeriezh e teir rouantelezh :
* gant Lotar Iañ e yeas [[Frankia kreiz]] (Francia mediana), eus aodoù [[Mor an Hanternoz]] betek kreisteiz [[Italia]] ;
* gant Loeiz a Alamagn e yeas [[Reter Frankia]] (Francia orientalis) da lavaret eo ar Germania a zeuio da vezañ Alamagn war-lerc'h,
* gant Karl II (lesanvet ''ar Moal'') e yeas [[Kornôg Frankia]] (Frankia occidentalis) a zeuio da vezañ [[Bro-C'hall]]
[[Skeudenn:Treaty of Verdun.svg|right|400 px]]

Ouzh e [[rouantelezh]] e stagas [[Provañs]] ha (dre aloubiñ pe dre hêrezh), met reiñ a rankas ul lodenn eus [[Lotaringia]] da Loeiz dre feur-emglev Mersen.

Etre [[856]] ha [[861]] e c'houzañvas e [[rouantelezh]] meur a aloubadenn diwar an [[Normanned]] ken e kavas gwelloc'h kas anezho da vont pelloc'h dre profoù arc'hant eget bountañ anezho kuit. Diwar an abeg-mann e zigargas Charlez bodadeg e [[gwazhour|wazhourien]] eus e uhelgarg e 856, met e adkemeras ar garg gant harp an [[eskob|eskibien]].

E [[865]] pa varvas Loter II, mab Loter e oe rannet Bro-Loter etre Bro-C'hall hag Alamagn adarre.

E [[875]] e oe kurunennet Charlez II evel impalaer gant ar Pab [[Yann II (pab)|Yann III]] war-lerc'h [[Loeiz II a Italia]], mab henañ da Loter. Pa varvas e hantervreur, Loeiz a Alamagn, e [[876]], e aloubas Karl lodenn gornôg [[Bro-Loter]], met trec'h e oe warnañ gant al lu bras kaset gant e nized ([[emgann Andernac'h]] e-kichen [[Koblenz]], [[876]]).

P'e doa kemeret dre laeronsi an [[Akitania]] d'e [[eontr]], [[Pepin II Akitania]], e tleas ober ar [[brezel]] dezhañ meur a wech.

E [[877]] ec'h embannas e Quierzy ma vije legadet ar [[kontelezh|c'hontelezhioù]] dre [[hêrezh]] ha dre-se e krogas amzer ar [[gladdalc'helezh|c'hladdalc'helezh]]. Goude-se e yeas da Italia da zifenn ar Pab Yann II taget gant an Arabed, met kevout a reas e klaske [[Karloman]], mab da Loeiz a Alamagn, aloubiñ Bro-C'hall. Mervel a reas pa oa o treuziñ an [[Alpoù]] e [[kêriadenn]] ''Brios'' ([[Avrieux]] hiziv). A-hervez e vije bet lazhet an impalaer gant un [[ampoezon]] roet gant e vezeg.

Linenn 28:
{| align="center" cellpadding="2" border="2"

| width="30%" align="center" | En e raok:
'''[[Loeiz an Deol]]'''
| width="40%" align="center" | '''[[Roll ar rouaned c'hall|Rouaned ar Franked]]
[[Skeudenn:Blason France.jpg|60 px]]
[[843]] – [[877]]'''
| width="30%" align="center" | War e lerc'h:
'''[[Loeiz II (Bro-C'hall)|Loeiz II]]'''

Linenn 37:
{| align="center" cellpadding="2" border="2"

| width="30%" align="center" | En e raok:
'''[[Loeiz II (impalaer ar C'hornôg)|Loeiz II]]'''
| width="40%" align="center" | '''[[Impalaer ar C'hornôg]]

[[875]] – [[877]]'''
| width="30%" align="center" | War e lerc'h:
'''[[Karl III|Karl III an Tev]]'''

[[Rummad:Istor Bro-C'hall en IXvet kantved]]
Linenn 76 ⟶ 72:
[[it:Carlo il Calvo]]
[[ja:シャルル2世 (西フランク王)]]
[[ka:შარლ მელოტი]]
[[ko:카를 2세 (서프랑크)]]
[[la:Carolus II (imperator)]]