Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 27:
== Lakaet war evezh ==
Evel merour ma'z on e lakaan ac'hanout war evezh evit mont e-bioù d'ur reolenn mont-en-dro o tennañ da kemmañ-digemmañ pennadoù [http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=He%C3%B1velrevelezh&action=historysubmit&diff=629253&oldid=628579 amañ], goude bezañ bet kaozeet ganit hirig a-alc'h war ar c'hraf-se en a-raok. (sellit uheloc'h). Kefridi ar verourion an hini eo lakaat an implijerion/ezed da doujañ d'ar reolennoù hag evel-se e vo graet ganin. Ma tibabit kenderc'hel gant an emzalc'h-mañ e vo ranket bezañ serret da gont-implijer ouzhit e-pad ur prantadig, amzer dit da adwelet ar pennreoloù mont-en-dro o tennañ d'ar raktres-mañ (kavout a ri ar roll anezhañ war ma fajennooù personel). Mont a ra ar raktres a-raok ha ne vo ket asañtet ganin bezelioù embann evel-hen. [[Implijer:Neal|<span style="color:green">Neal</span>]] [[User talk:Neal|<sup>(Kaozeal)</sup>]] 20 Gen 2010 da 10:18 (UTC)
*:A-hent-all me a c'hell ober an diforc'h etre "tibabit" ha "tibabez", Aotroù Saoz ha Nevezvrezhoneger. C'hwial ha teal. A, ya, en gouzout a ran: n'eo ket aes ar brezhoneg. Bretonische Sprach, schwere Sprach, as they'd say in Germany.
::Ma stagit gant tagadennoù personel e vo stanket ho kont ouzhit diouzhtu. Degemeret mat e vez an holl amañ evit labourat ha n'eo ket evit klask trenkañ ar soubenn. Breizhad maget e Breizh e brezhoneg gant kerent vrezhoneger ac'hanoc'h pe get e rankit doujañ d'ar reolennoù mont-en-dro evel ar re all. Evit a sell ouzh ar c'hwial hag an teal n'em eus kudenn ebet, o c'hoût zoken e kemm implij ar raganvioù-se a lec'h da lec'h ivez e Breizh. N'eo ket ar brezhoneg ur yezh kalz diaesoc'h evit re all - strivoù bras pe brasoc'h em eus ranket ober evit deskiñ gresianeg, galizeg, galleg hag euskareg. [[Dibar:Contributions/83.165.108.154|83.165.108.154]] 21 Gen 2010 da 07:44 (UTC)