Katell Aleksandria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: simple:Catherine of Alexandria; Kemm dister
Linenn 2:
Lidet eo Gouel sant Katell d'ar [[25 a viz Du]] (d'ar 24 en ilizoù reizhkredennour dindan levezon [[Rusia]]). Meur a gustum dibar a veze hag e vez c'hoazh en deiz-se. Da skouer e vez lidet ar merc'hed dizimez, un dilhad pe un tog dibar ganto, anvet ar C'hatelliged pa'z int en tu-hont da 25 bloaz. Katell a zo stumm brezhonek Katarina (gresianeg kozh : an hini c'hlan ; gwelout ar pennad [[santez Katarina]]) hag eo unan eus ar raganvioù ar muiañ roet e [[Breizh]] koulz hag en Europa a-bezh betek kreiz an {{XXvet kantved}}.
 
== Mojenn santez Katell ==
[[Skeudenn:Michelangelo Caravaggio 060.jpg|thumb|right|[[Michelangelo Merisi da Caravaggio|Caravaggio]]: ''Santez Katell'' (1595-1596)]]
Ganet eo bet Katell en ur familh uhel he renk e Kêr-[[Aleksandria (Egipt)|Aleksandria]] en [[Egipt]] war-dro ar bloaz [[270]]. Desket meur a anaoudegezh ganti e teuas da vezañ gouiziek-bras hag hi yaouank c'hoazh. E [[307]] e oa an [[Impalaeriezh roman|impalaer]] [[Maksiminus II]] o lidañ an doueoù pagan en ur [[gouel]] bras. Mont a reas Katell da glask kendrec'hiñ anezhañ da asantiñ da gredennoù ar [[kristeniezh|gristeniezh]]. Goulenn a reas neuze an [[unpenn]] galloudus ma vije dalc'het ur breutaerezh bras etre Katell ha 50 eus ar [[prederouriezh|brederourien]] ouiziekañ a c'helled kavout eno. Hag ar plac'h a zeu a-benn da gendrec'hiñ an holl anezho. Ken fulorete e oa Maksinminus ma voent merzheriet gant an impalaer diouzhtu. Hemañ, koulskoude, a ginnigas da Gatell dimeziñ gantañ, met nac’hañ groñs a ra ar santez. Kounnaret e voe Maksiminus ha reiñ a reas urzh da lazhañ anezhi gant ur [[rod]] dantek, met, dre vurzhud, ne c'hellas ket dent ar rod drailhañ ar c'horf. Evit lakaat termen d’ur seurt eneberez ken dic'hortoz a laka Maksiminus santez Katell da vezañ dibennet.
 
== Berzh [[azeulerezh]] santez Katell ==
War-dro ar [[Bloavezhioù 500|bloavezioù 500]] e voe diskoachet korf difreuz ur verc'h koant-kenañ war ur menez e-kichen [[Menez Sinai]]. Anavezet e voe gant menec'h ar bastell-vro e oa korf santez Katell lakaet eno gant an [[ael]]ed. Staliet e voe eno [[manati santez Katell ar Sinai]] gant menec'h gresian reizhkredennour. Diwar [[Brezelioù ar Groaz]] ez eas brud santelezh Katell a Aleksandria da Europa. Meur a [[delwenn]] ha meur a [[livouriezh|livadur]] a voe graet gant an arzourien ken e oa ral an [[iliz]]où hep un [[aoter]] gouestlet d'ar santez.<br />
Oberennoù arzel a zispak ar santez gant ur [[kelc'h santelezh|c'helc'h santelezh]] 3 liv dezhañ, [[ruz]] evit ar [[merzherinti|verzherinti]], [[gwenn]] evit ar [[gwerc'hted|werc'hted]] ha [[gwer]] evit an anaoudegezh. O tougen ar rod dantek e weler santez Katell d'an aliesañ ivez.<br />
Kemeret e voe Katell da baeronez gant meur a [[Micher|vicher]] pa voe lidet gant micherourien a implije ur rod pe rodoù ([[armolud]]où, [[turgner]]ien, [[karrer]]ien, ...) hag ar re a bled gant an anaoudegezhioù ([[levraoueger]]ien, ...). Unan eus ar [[mouezh]]ioù klevet gant [[Janed Ark]] a voe hini santez Katell.
 
== Micherioù o deus kemeret santez Katell da baeronez ==
=== Micherioù ma vez graet gant ur rod evit ober anezho ===
* [[Armolud]]erien
* [[Kivijer]]ien
* [[Kontellerezh|Kontellerien]]
* [[Mekanikerezh|Mekanikerien]]
* [[Milin]]erien
* [[Nezerezh|Nezerien]]
* [[Poderezh|Poderien]]
* [[Turgner]]ien
 
=== Micherioù (pe stad) a bled gant ar vreutadeg hag an anaoudegezhioù ===
* [[Alvokad]]ed
* [[Desaver]]ien
* [[Diellouriezh|Diellourien]]
* [[Doueoniezh|Doueoniourien]]
* [[Gwiraour]]ien
* [[Karrer]]ien
* [[Kelenner]]ien
* [[Levraouegouriezh|Levraouegourien]]
* [[Noter]]ed
* [[Prederouriezh|Prederourien]]
* [[Prezegenner]]ien
* [[Sekretour]]ien
* [[Skol-Veur|Skolveuridi]]
* [[Skol]]idi
* [[Studier]]ien
 
== Tud all hag aozadurioù paeroniet ==
* [[Klañvdiour]]ien
* Merc'hed dizimez
* [[Matezh|Mitizhien]]
* Tud war o zalaroù
 
* [[Skol-Veur Pariz]]
* Kêrioù Zejtun ha Zurrieq en [[Malta|Enez-Valta]]
 
[[Rummad:Sent katolik]]
Linenn 79:
[[pt:Catarina de Alexandria]]
[[ru:Екатерина Александрийская]]
[[simple:Catherine of Alexandria]]
[[sv:Katarina av Alexandria]]
[[th:แคทเธอรินแห่งอเล็กซานเดรีย]]