Madalen an Amour : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 3:
==Buhez==
 
Labouret he deus e ... e-pad pell (?) oc'h ober war-dro poellgor embregerezh [[Alcatel]] (da wiriekaat).[[Skeudenn:Madalen an Amour.JPG|500px|thumb|right|Madalen an Amour e Kawan d'ar Gwener 22 a viz Genver 2010.]]
 
Setu ar pezh a skriv [[Daniel Giraudon]] diwar-benn Madalen an Amour hag an abadenn bet graet e-kichen [[Lannuon]], e [[Ploubêr]], d'ar Meurzh 17 a viz Meurzh 2009 : "Ur bugaleaj e Ploubêr... Tamm-ha-tamm e vez graet e vragoù da Yann... Ouzhpenn 60 den a oa deuet dimeurzh diwezhañ d’an abardaez-noz da selaou Madalen an Amour o kaozeal eus he bugaleaj e Ploubêr. Cheñchamant zo bet e buhez an dud abaoe un hanter-kant vloaz bennak ! D’ar c’houlz-se, e veze bras ar familhoù met bihan an arc’hant ivez. Ne veze ket druz ar peuriñ neuze. Mont a rae an dud war o zreid ha n’eo ket war dreid ar re all. An dud ‘n em veske ha ‘n em sikoure memes tra ha plijadur a veze pa veze lazhet ar porc’hell ha graet ur friko gant an amezeien. E-pad ar vakañsoù ha d’ar Yaou e veze implijet ar vugale da vêsa ar saout ha d’ober labourioù bihan. Kavout a raent e-mesk an natur peadra da c’hoari ha d’ober c’hoarielloù. Met soñj vat he deus Madalen dreist-holl eus ar pompinelloù a oa bet kaset dezhi ha d’he c’hoarezed ur wech da Nedeleg gant ar Mabig Jezuz! Ur burzhud. Oa ket tout al lorc’h en Pariz en deiz-se! Dalc’het he deus Madalen da gontañ eñvorennoù all a sort-se hag evel bep gwech, eo bet roet ar gomz d’an dud e-barzh ar sal, e brezhoneg penn-da-benn, evel-just...".