Madalen an Amour : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 2:
 
==Buhez==
Brezhonegerez a-vihanig eo Madalen an Amour ha hi bet ganet ha savet e menaj he zud e Kerugan e Ploubêr. Nav a vugale a zo bet hag holl int bev c'hoazh.
Kaset e voe d'ar skol da vourk Ploubêr e [[Skol Sant-Loeiz]], e-lec'h ma zo bremañ ur skol divyezhek [[Dihun]], ar pezh a ra kalz ablijadur dezhi evel-just. Goude se, dre ma teue brav ar studioù ganti e voe kaset da skol seurezed [[Krehen]] e-lec'h ma chomas ur pevar bloaz bennak betek tapout ar breved. Se a oa al live studi goulennet a-benn dont da vezañ skolaerez pe kelennerez. Da c'hwezek vloaz e voe lakaet dirak ur c'hlasad skolidi eus e oad kazi e Pempoull. Ober a reas skol e Tonkedeg ivez.
 
Labouret he deus e ... e-pad pell (?) oc'h ober war-dro poellgor embregerezh [[Alcatel]] (da wiriekaat).[[Skeudenn:Madalen an Amour.JPG|500px|thumb|right|Madalen an Amour e Kawan d'ar Gwener 22 a viz Genver 2010.]]