Madalen an Amour : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
==Buhez==
Brezhonegerez a-vihanig eo Madalen an Amour ha hi bet ganet ha savet e menaj he zud e Kerugan e Ploubêr. Nav a vugale a zo bet hag holl int bev c'hoazh.
Kaset e voe d'ar skol da vourk Ploubêr e [[Skol Sant-Loeiz]], e-lec'h ma zo bremañ ur skol divyezhek [[Dihun]], ar pezh a ra kalz ablijadur dezhi evel-just. Katekizet e voe tro ar bloavezh 1942 gant an aotrou [[Marsel Klerg]], kure Ploubêr, un den anavezet mat en-dro d'ar skrivañ e brezhoneg. Goude se, dre ma teue brav ar studioù ganti e voe kaset da skol seurezed [[Krehen]] e-lec'h ma chomas ur pevar bloaz bennak betek tapout ar breved. Se a oa al live studi goulennet a-benn dont da vezañ skolaerez pe kelennerez. Da c'hwezek vloaz e voe lakaet dirak ur c'hlasad skolidi eus e oad kazi e [[Pempoull]]. Ober a reas skol e [[Lambal]] ha [[Tonkedeg]] ivez.
Pa dimezas da Varsel Le Guillard e 1953 ez ejont d'an Havr-Nevez da chom. Eno en doe ur gwallzarvoud grevus hag e rankas hemañ cheñch labour. Buan a-walc'h e teujont en-dro da Lannuon da labourat. Kavout a rejont labour e ti an is-prefed da gempenn ti ha liorzh, ha pa voe digoret labouradegoù nevez en-dro d'ar c'hCNET e kavas madalen labour en LTT, ur stal a zeuas diwezhatoc'h da vezañ CIT, CIT-Alcatel hag ALCATEL-Lucent en deiz a hiziv. Ober a rae war-dro ensellet perzhioù an danvezioù aozet er stal a-raok o gwerzhañ d'ar PTT. Eno e labouras eus 1966 da 1986 pa 'z eas warhe leve-kozhni.[[Skeudenn:Madalen an Amour.JPG|500px|thumb|right|Madalen an Amour e Kawan d'ar Gwener 22 a viz Genver 2010.]]
 
Labouret he deus e ... e-pad pell (?) oc'h ober war-dro poellgor embregerezh [[Alcatel]] (da wiriekaat).[[Skeudenn:Madalen an Amour.JPG|500px|thumb|right|Madalen an Amour e Kawan d'ar Gwener 22 a viz Genver 2010.]]
 
Setu ar pezh a skriv [[Daniel Giraudon]] diwar-benn Madalen an Amour hag an abadenn bet graet e-kichen [[Lannuon]], e [[Ploubêr]], d'ar Meurzh 17 a viz Meurzh 2009 : "Ur bugaleaj e Ploubêr... Tamm-ha-tamm e vez graet e vragoù da Yann... Ouzhpenn 60 den a oa deuet dimeurzh diwezhañ d’an abardaez-noz da selaou Madalen an Amour o kaozeal eus he bugaleaj e Ploubêr. Cheñchamant zo bet e buhez an dud abaoe un hanter-kant vloaz bennak ! D’ar c’houlz-se, e veze bras ar familhoù met bihan an arc’hant ivez. Ne veze ket druz ar peuriñ neuze. Mont a rae an dud war o zreid ha n’eo ket war dreid ar re all. An dud ‘n em veske ha ‘n em sikoure memes tra ha plijadur a veze pa veze lazhet ar porc’hell ha graet ur friko gant an amezeien. E-pad ar vakañsoù ha d’ar Yaou e veze implijet ar vugale da vaesa ar saout ha d’ober labourioù bihan. Kavout a raent e-mesk an natur peadra da c’hoari ha d’ober c’hoarielloù. Met soñj vat he deus Madalen dreist-holl eus ar pompinelloù a oa bet kaset dezhi ha d’he c’hoarezed ur wech da Nedeleg gant ar Mabig Jezuz! Ur burzhud. Ne oa ket tout al lorc’h en Pariz en deiz-se! Dalc’het he deus Madalen da gontañ eñvorennoù all a sort-se hag evel bep gwech, eo bet roet ar gomz d’an dud e-barzh ar sal, e brezhoneg penn-da-benn, evel-just...".
Linenn 11 ⟶ 10:
==Ar Brezhoneg==
Plijout a ra kalz dezhi lenn ha skrivañ brezhoneg.
Desket he deus brezhoneg er gêr e Ploubêr rak d'ar c'houlz-se e komze an holl ar yezeh. He fried a oa gant ar c'hoant deskiñ pell a oa, hag un dro bennak e kavas anv [[Skol Ober]] er gelaouenn. lakaat a reas e anv met sikour en deveze ezhomm digant e wreg. Diaes e veze dezhañ deskiñ ar c'hemmadurioù ha hi a sikoure par ma c'helle dre m'he devoa desket en-bihan. Tamm-ha-tamm e kasas poelladennoù, pennadoù diwar-benn he mamm-gozh, d'he difazierez Skol Ober, [[Ivetig an Dred-Kervella]], ur vaouez he deus graet kalzik a draoù evit ar yezh en un doare didrouz met efedus. Strollañ a reas he fennadoùigoù Ober en ul levrig ha profañ d'he breudeur ha c'hoarezed, ha se a blijas kement dezhe ma teuas c'hoant dezhi da lakaat embann anezhe da vat. [[Al Lanv]] eo a grogas e-barzh hag a embannas "E-kostez ar Pemp Kroaz". Hec'h eñvorennoù bugaleaj a voe embannet goude se. An istorioù evned a gaver e "Evned ma liorzh" a zeuas dezhi dre forzh sellet ouzh evnedigoù he liorzh, tamm-ha-tamm he skrivas anezhe. Kaset e voent da embann d'[[An Here]], met siwazh ne voe ket amzer gant an embanner d'en ober. Goude e komzas Madalen gant [[Fañch Peru]] a brometas ober war-dro ar skridoù-se. Degemer a reas [[Skol Vreizh]] embann ha kavet e voe Ivet al Loued da skeudenniñ an istorioù.
 
He levrioù a zo bet soñjet holl e brezhoneg a-raok o skrivañ.
 
Evel ma voe skoliadez [[Skol Ober]] gant he fried e-pad meur a vloavezh ez eo deuet da vezañ ivez difazierez [[Skol Ober]].