Madalen an Amour : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 10:
==Ar Brezhoneg==
Plijout a ra kalz dezhi lenn ha skrivañ brezhoneg.
Desket he deus brezhoneg er gêr e Ploubêr rak d'ar c'houlz-se e komze an holl ar yezeh. He fried a oa gant ar c'hoant deskiñ pell a oa, hag un dro bennak e kavas anv [[Skol Ober]] er gelaouenn. lakaatLakaat a reas e anv met sikour en deveze ezhomm digant e wreg. Diaes e veze dezhañ deskiñ ar c'hemmadurioù ha hi a sikoure par ma c'helle dre m'he devoa desket en-bihan. Tamm-ha-tamm e kasas poelladennoù, pennadoù diwar-benn he mamm-gozh, d'he difazierez Skol Ober, [[Ivetig an Dred-Kervella]], ur vaouez he deus graet kalzik a draoù evit ar yezh en un doare didrouz met efedus. Strollañ a reas he fennadoùigoù Ober en ul levrig ha profañ d'he breudeur ha c'hoarezed, ha se a blijas kement dezhe ma teuas c'hoant dezhi da lakaat embann anezhe da vat. [[Al Lanv]] eo a grogas e-barzh hag a embannas "E-kostez ar Pemp Kroaz".
Desket o deus lenn ha skrivañ brezhoneg ivez e [[Kreizenn Sevenadurel Brezhonek Lannuon]].
Hec'h eñvorennoù bugaleaj a voe embannet goude se. An istorioù evned a gaver e "Evned ma liorzh" a zeuas dezhi dre forzh sellet ouzh evnedigoù he liorzh, tamm-ha-tamm he skrivas anezhe. Kaset e voent da embann d'[[An Here]], met siwazh ne voe ket amzer gant an embanner d'en ober. Goude e komzas Madalen gant [[Fañch Peru]] a brometas ober war-dro ar skridoù-se. Degemer a reas [[Skol Vreizh]] embann ha kavet e voe Ivet al Loued da skeudenniñ an istorioù.
 
He levrioù a zo bet soñjet holl e brezhoneg a-raok o skrivañ.