Madalen an Amour : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Madalen an Amour''' a zo ur skrivagnerez ganet e [[Ploubêr]], [[Bro-Dreger]], e miz [[Eost]] [[1931]]. Skrivet he deus dreist-holl eñvorennoù, met krog eo da vont muioc'h-muiañ war-du ar faltazi gant he levr war an gaozioù evned he liorzh. Ur yezh eeun a zo ganti pa skriv.
 
==Buhez==
Brezhonegerez a-vihanigvihanik eo Madalen an Amour ha hi bet ganet ha savet e menaj he zud e Kerugan e Ploubêr. Nav a vugale a zo bet hag holl int bev c'hoazh.
Kaset e voe d'ar skol da vourk Ploubêr e [[Skol Sant-Loeiz]], e-lec'h ma zo bremañ ur skol divyezhek [[Dihun]], ar pezh a ra kalz ablijadura blijadur dezhi evel-just. Katekizet e voe tro ar bloavezh 1942 gant an aotrou [[Marsel Klerg]], kure Ploubêr, un den anavezet mat en-dro d'ar skrivañ e brezhoneg.

Goude se, dre ma teue brav ar studioù ganti e voe kaset da skol seurezed [[Krehen]] e-lec'h ma chomas ur pevar bloaz bennak betek tapout ar breved[[Breved]] pe "Brevet Elémentaire".. Se a oa al live studi goulennet a-benn dont da vezañ skolaerez pe kelennerez. Da c'hwezek vloaz e voe lakaet dirak ur c'hlasad skolidi eus e oad kazi e [[Pempoull]]. Ober a reas skol e [[Lambal]] ha [[Tonkedeg]] ivez.
 
Pa dimezas da Varsel Le Guillard e 1953 ez ejont d'an Havr-Nevez da chom. Eno en doe ur gwallzarvoud grevus hag e rankas hemañ cheñch labour. Buan a-walc'h e teujont en-dro da Lannuon da labourat. Kavout a rejont labour e ti an is-prefed da gempenn ti ha liorzh, ha pa voe digoret labouradegoù nevez en-dro d'ar c'hCNET e kavas madalen labour en LTT, ur stal a zeuas diwezhatoc'h da vezañ CIT, CIT-Alcatel hag ALCATEL-Lucent en deiz a hiziv. Ober a rae war-dro ensellet perzhioù an danvezioù aozet er stal a-raok o gwerzhañ d'ar PTT. Eno e labouras eus 1966 da 1986 pa 'z eas warhe leve-kozhni.[[Skeudenn:Madalen an Amour.JPG|500px|thumb|right|Madalen an Amour e [[Ti ar Vro Treger ha Goueloù]] e [[Kawan]] d'ar Gwener 22 a viz Genver 2010.]]