Athena : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: af:Atena
D Robot kemmet: sr:Атена; Kemm dister
Linenn 5:
'''Athena''' pe '''Athene''' (en [[atteg]] Ἀθηνᾶ / ''Athênã'' pe en [[ionieg]] Ἀθήνη / ''Athếnê'') a oa un doueez e relijion [[Hellaz]] kozh, hañval ouzh [[Minerva]] gant ar Romaned.
 
== Anvioù all ==
'''Pallas''', pe '''Atena Pallas''', pe '''Pallas Athene''', a vez graet anezhi ivez, evel en [[Odisseia]].
 
Linenn 11:
 
== Ganedigezh ==
[[Merc'h]] e oa da [[Zeus]] ha d’an [[Okeanidenn]] [[Metis]], a oa [[gwreg]] kentañ mestr an [[doue]]ed ha doueez an [[ijin]] hag an [[ampartiz]] ( ''mễtis'', « kuzul »). [[Ouranos]], an oabl steredek, en devoa kemennet da Zeus e vije tennet e gurunenn digantañ gant ur mab da Metis. Neuze, kerkent ha klevet gantañ e oa Metis o tougen, e reas Zeus e soñj da lonkañ ar bugel (a-benn ar fin ne rae nemet evel [[Kronos]] e dad, hag en devoa lonket e vugale ivez. Un nebeud mizioù war-lerc’h e oa tapet an doue meur gant ar boan-benn war lez al lenn Triton (tud zo a lavar e oa un andon, pe ur stêr). Hag eñ goulenn digant [[Hefaistos]], doue ar govelioù, faoutañ e benn outañ gant ur vouc’hal, evit lakaat ar boan da vont er-maez. Hag Athena da ziflukañ, skoed ha goaf ganti, eus penn Zeus en ur leusker ur youc’hadenn-vrezel.
 
Diwezhatoc’h e veze gwelet evel merc’h he zad, ha netra ken. En [[Erinied|Eumenided]] [[Eschylos]] e lavar-hi : « Mamm ebet n’em eus bet da reiñ buhez din ».
Evel [[Hestia]] hag [[Artemis]] eo ur werc'hez ha n'he deus darempred ebet gant gwazed.
Buan ez a d'an Olimp hag ul lec'h a bouez eo hec'h hini. Merc'h muiañ karet Zeus eo, ha reiñ he goulenn a ra an doue meur atav dezhi, kenkoulz hervez an [[Iliada]] evel hervez an [[Odisseia]]. Evel he zad Zeus e c'hall teurel kurun ha tan-taran. Pa vez touet e vez graet dre hec'h anv ken alies ha ma vez graet dre [[Apollon]] pe dre Zeus.
 
Doueez kêr Aten eo, met evel doueez ar furnezh, aroueziet gant ar gaouenn hag ar barr olivez, ez eo brudet muiañ.
Linenn 50:
Un doueez a zegas gwellaenn eo Athena e kêr Aten, ma'z eo azeulet abalamour m'he deus sikouret gwellaat an doareoù da labourat douar.
 
Hi an hini a ziskouez da [[Eric'htonios (Aten)|Eric'htonios]] penaos ober ur c'harr<ref>{{HomHym}} (à Aphrodite, 7-15).</ref>, ha da z-[[Danaos]], e [[Rodos]], penaos ijinañ ul lestr a 50 roeñv — e mojenn an [[Argonaoted]] ivez eo hi a ziskouez penaos sevel al lestr [[Argo]]. Gwarezerez an artizaned hag al labourerien eo, ha graet e vez ''Ἐργάνη'' / ''Erganê'', « al labourerez », anezhi.
 
Kement tra nezet ha gwriet zo dindan he gwarez, evel ma tiskouez mojenn [[Arac'hne]], troet ekevnidenn abalamour m'he devoa fougeet e neze gwelloc'heget an doueez . Alies e vez kaoz anezhi gant gwerzhid pe karr-nezañ<ref>{{VirGéo}} (IV, 246-247) et {{OviMét}} (VI, 5-145).</ref>.
Linenn 57:
 
== Perzhioù ==
* ''glaukôpis'' (γλαυκῶπις), liv pers he lagad,
* ''polyboulos'' (πολύϐουλος), mat hec'h alioù
** fille de Zeus porte-égide ({{grec ancien|θύγατερ Διὸς αἰγιόχοιο}} / ''tygater Dios aigiokhoio'')
 
== Nevedoù ==
* e [[Sparta]], neved Atena ''Khalkiokos'' (« he zi arem»)
* [[Erec'hteion]] [[Aten]], gant ar [[Palladiom]]
* e [[Lindos]], en [[Enez Rodos]] savet gant an Dorianed.
 
== Arouezioù ==
* loen arouez: ar gaouenn
* armoù: ar goaf, ar skoed, ar [[gorgoneion]]
* plantenn: ar wezenn-olivez
 
 
{{Dodekatheon}}
 
[[Rummad: Doueezed Hellaz]]
[[Rummad: Dodekatheon]]
 
{{Liamm PuB|sl}}
Linenn 131:
[[sk:Pallas Aténa]]
[[sl:Atena]]
[[sr:Атена]]
[[sr:Атина (митологија)]]
[[sv:Athena]]
[[ta:அத்தீனா]]