Frank Belknap Long : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot ouzhpennet: be-x-old:Фрэнк Бэлнэп Лёнг; Kemm dister
Linenn 1:
'''Frank Belknap Long''' (27 a viz Ebrel 1901 - 3 a viz Genver 1994), a oa ur skrivagner amerikan brudet evit bezañ skrivet istorioù [[skiant-faltazi]] ha spont, romantoù gotek, met ivez barzhonegoù ha [[comic]]s. Brudet eo dreist-holl evit ar pezh a zegasas d’al lennegezh skiant-faltazi ha spont, hag an istorioù a skrivas.
E-pad e vuhez e resevas meur a briz : ''World Fantasy Award for Life Achievement'' (e-pad ar ''World Fantasy Convention'' e [[1978]]), ''Bram Stoker Award for Lifetime Achievement'' (a-berzh an ''Horror Writers Association'', e [[1987]]), hag ar ''First Fandom Hall of Fame Award'' (e [[1977]]).
 
 
== E vuhez ==
 
Frank Belknap Long a voe ganet e [[New York]] e [[1901]], e yaouankiz a dremenas e [[Harlem]] (Manhattan). Skoliataet e voe e skolioù [[New York]]. E dibenn e grennardiezh e kemeras perzh en ''United Amateur Press Association'' (UAPA). Dre ar gevredigezh-se e lakaas embann ''The Eye Above the Mantel'' ([[1921]]) . Desachet e voe Lovecraft, ha kregiñ a rejont gant un darempred mignoniezh a badas betek ma varvfe [[Howard Phillips Lovecraft]] e [[1937]].
Mont a reas da skol-veur [[New York]] eus [[1920]] da [[1921]], eno e studias ar c'helaouiñ. E [[1921]] e voe tapet gant al alerez-vut. Ur miz e chomas e Roosevelt Hospital, ha tost e voe da vervel. Goude-se e tivizas kuitaat ar skol-veur hga stagañ gant ar skrivañ.
Da 22 vloaz, e [[1923]], e werzhas e zanevell gentañ ''The Desert Lich'' da [[Weird Tales]]. E-pad an 40 vloaz da heul e kemeras perzh e kazetennoù pulps, ha dreist-holl en div gazetenn vrudetañ : [[Weird Tales]] hag [[Astounding Science Fiction]]. Ouzhpenn da se e kendalc’has evel kazetenner dieub. E levr kentañ, anvet A Man from Genoa and Other Poems, a voe embannet e [[1926]].
Abalamour d’un “namm bihan” (''minor disability'' a lavaras Long e-unan) e chomas hep kemer perzh en eil brezel bed, hag e skrivas a-hed ar bloavezhioù 1940. Er bloavezhioù 1950 e labouras evit teir c’helaouenn : Satellite Science Fiction, Short Story, ha Mystery Magazine. Comic books a skrivas ivez, en zo zouez istorioù spont evit Adventures Into the Unknown (ACG), ha senariooù istorioù Superman, Green Lantern ha Captain Marvel.
Pa'z eas al lennegezh pulp d'ar strad e stagas gant ar skiant-faltazi, hag istorioù karantez gotek. E istorioù gotek a lakaas embann dindan an anvioù Lyda Belknap Long ha Leslie Northern. Lakaat a reas embann ivez dastumadoù danevelloù (''The Hounds of Tindalos'', ''Night Fear''), barzhonegoù, buhezskrid H. P. Lovecraft (''Howard Phillips Lovecraft: Dreamer on the Nightside''), hag e vuhezskrid (''Autobiographical Memoir'', Necronomicon Press, [[1986]]).
Dimeziñ a reas gant Lyda Arco e [[1960]]. Asambles e chomjont betek marv Long e [[1994]], ha ne voe ganet bugel ebet.
Long a varvas d’an 3 a viz Genver [[1994]] d’an oad a 92 vloaz. E bered Woodlawn ([[New York]]) e voe douaret. Pa varvas ne oa ket gwall binvidik, hag a lennerien entanet gant e oberennoù a zastumas ouzhpenn $3000 evit ma vefe engravet e anv war vez e familh.
Frank Belknap Long en deus bet skrivet 25 romant, 150 danevell, eizh dastumad danevelloù, tri dastumad barzhonegoù, ha kalz pennadoù kazetennerezh ha steuñvioù istorioù bannoù-treset.
[[Ray Bradbury]] a lavaras diwar e benn : "Frank Belknap Long en deus bevet da vare lod brasañ istor ar skiant-faltazi er [[Stadoù-Unanet]], anavezet en en deus ez-personel lod brasañ ar skrivagnerien pe en deus kenskrivet ganto, ha, dre e skridoù, en deus sikouret da frammañ an dachenn-se pa oa yaouank-tre c'hoazh a lod barsañ ac'hanomp."
 
== Frank Belknap Long ha Lovecraft ==
Linenn 23:
Mignoniezh a voe etre Frank Belknap Long ha [[Howard Phillips Lovecraft|Lovecraft]]. Alies e kejjont an eil gant egile, dreist-holl pa voe Lovecraft o chom e [[New York]] (1924-1926). Kenskrivañ a rejont kalz ivez (ouzhpenn mil lizher, hervez Long). Ul lodenn eus a lizheroù-se a gaver e-barzh ''Arkham House's Selected Letters''.
 
Er bloavezhioù 1930 e voe ezel Frank Belknap Long eus ''Lovecraft Circle'', ennañ meur a skrivagner skiant-faltazi evel [[Robert Bloc]]h, [[August Derleth]], [[Robert Ervin Howard]], Henry Kuttner, [[Clark Ashton Smith]], C.M. Eddy, Jr., ha Donald Wandrei. Kenskrivañ a rejont, ha skoazellañ an eil egile a rejont ivez.
 
Long a skrivas meur a istor liammet ouzh Mojenn [[Cthulhu]], en o zouez ''The Hounds of Tindalos'', ''The Horror from the Hills'' ha ''The Space-Eaters'' (ennañ an dudenn pennañ anvet HPL).
''The Hounds of Tindalos'' a zo unan eus oberennoù brudetañ Long, ha daveoù d'an oberenn-se e gaver e oberennoù skrivagnerien all evel [[Ramsey Campbell]], [[Lin Carter]], pe c'hoazh [[Brian Lumley]].
 
== Romantoù ==
 
* Space Station 1 (1957)
* Woman from Another Planet (1960)
* Mars is My Destination (1962)
* The Horror from the Hills (1963)
* Three Steps Spaceward (1963)
* It Was the Day of the Robot (1963)
* The Martian Visitors (1964)
* Mission to a Star (1964)
* Lest Earth Be Conquered (1966)
* This Strange Tomorrow (1966)
* Journey Into Darkness (1967)
* The Three Faces of Time (1969)
* Monster From Out of Time (1970)
* Survival World (1971)
* The Night of the Wolf (1972)
 
== Dastumadoù ==
* The Hounds of Tindalos (1946)
* The Dark Beasts (1946)
* John Carstairs: Space Detective (1949)
* The Horror From the Hills (1963)
* Odd Science Fiction (1963)
* The Rim of the Unknown (1972)
* The Early Long (1975)
* In Mayan Splendor (1977)
* Night Fear (1979)
 
== A-benn mont pelloc'h ==
 
* Cannon, Peter, ''Long Memories: Recollections of Frank Belknap Long'', Stockport British Fantasy Society, 1997. Afterword by Ramsey Campbell
 
* Long, Frank Belknap, ''Autobiographical Memoir'', Necronomicon Press, 1986.
 
* Long, Frank Belknap, ''The Early Long: the Hounds of Tindalos'', Jove Books, 1978.
 
* Long, Frank Belknap, ''Howard Phillips Lovecraft: Dreamer on the Night Side'', Arkham House, 1975.
 
== Liammoù diavaez ==
 
* [http://www.thevine.net/~fortress/fblhist.htm Frank Belknap Long: Fantasist of Multiple Dimensions]
* [http://www.fantasticfiction.co.uk/authors/Frank_Belknap_Long.htm Holl oberennoù Frank Belknap Long Bibliography ]
 
 
{{DEFAULTSORT:Long, Frank Belknap}}
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 1901]]
[[Rummad:Marvioù 1994]]
Linenn 81 ⟶ 82:
[[Rummad:Meneger ar skrivagnerien]]
 
[[be-x-old:Фрэнк Бэлнэп Лёнг]]
 
[[de:Frank Belknap Long]]
[[en:Frank Belknap Long]]