Marsel Klerg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Marsel Klerg, [[Marcel Le Clerc]], a oa ur beleg katolik, desket-bras war ar relijion, al lennegezh hag war ar yezhoù (galleg, gallaoueg, latin, gresianeg, okitaneg, kembraeg...). Lakaet en deus e brezhoneg barzhaz [[Aneirin]] ha [[Llywarch Hen]]. Ur skrivagner brezhonek a oa ivez, anvet gwelloc’h gant e lennerien brezhoneg dindan an anv [[Klerg]], [[Klerg Llydaw]], pe c'hoazh [[Kloareg ar Menez]].[[Skeudenn:Klerg1965.jpg|300px|thumb|right|E Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien e 1965]]
 
==Buhez==
 
[[Skeudenn:Klerg1965.jpg|400px|thumb|right|E Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien e 1965]]
Ganet e oa bet e [[Plezeved]] (a oa ''Plevael'' evitañ, Plémet e galleg) d'an [[12 Du|12 a viz Du]] [[1912]]. Skoliataet eo bet e Sant Charlez, [[Sant-Brieg]], a-araok mont da gloerdi bras ar gêr-se. Beleget e voe e 1936. Desket en deus komz brezhoneg pa oa kure yaouank e [[Kemper-Gwezhenneg]] hag e [[Ploubêr]]. Goude marv kriz e berson, an aotrou [[Pêr Mari Lec'hvien]] (drouklazhet e voe e 1944), e teuas Klerg da vezañ stourmer evit ar yezh. Bet eo kadoriad kentañ [[Kuzul ar Brezhoneg]] (1959-1964). Marvet eo e [[Bear]] d'an [[28 Gouere|28 a viz Gouere]] [[1984]].