Sandwich : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: bs, cs, hr, ml, pms, th kemmet: ang, de
faktoider.nu in english
Linenn 11:
Da gentañ e oa [[bara]] gant [[kig]] [[bevin]] sall, a blije kenañ d'an aotrou kont. Met dizemglev zo diwar-benn an doare ma voe ijinet.
 
Hervez a gontas [[Pierre Jean Grosley]], en ul levr anvet ''Tour to London'' (http://www.faktoider.nu/sandwichsandwich_eng.html), e oa ur c'hoarier touet eus John Montagu. Un deiz, e 1765, p'edo o c'hoari ar [[kartoù|c'hartoù]], e teuas ur servijer da ginnig daou damm bara gant kig yen ha [[keuz]]. Kavout a reas dezhañ e oa daou berzh mat d'ar boued: da gentañ n'en doa ket ezhomm da sevel diouzh [[taol]] da vont d'e bred, ha da eil ne oa ket lous e zaouarn ha n'en doa ket ezhomm da sevel d'o gwalc'hiñ evit derc'hel da c'hoari.
 
Disfiz a vag lod avat ouzh ar vojenn-se. Krediñ a reont e oa ur marc'h-labour eus an aotrou kont, a oa [[amiral]], hag a voe er gouarnamant e 1765, ha n'en devoa ket kalz amzer da c'hoari. Gallout a raje, hervezo, bezañ kavet an tu-se da labourat en ur zebriñ. Ur vojenn enorusoc'h bepred.