Oktoberfest : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: eu:Oktoberfest; Kemm dister
Linenn 1:
[[Skeudenn:Wiesn2006_Luftaufnahme.jpg|thumb|right|200px|''Theresienwiese'', an dachenn ma vez aozet Oktoberfest]]
[[Skeudenn:Masskrug.jpg|thumb|right|200px|Pep hini e vMaß]]
'''Oktoberfest''' a zo ur fest 16 devezh-pad a vez aozet e [[München]] hag en [[Hannover]] en [[Alamagn]]. Hini München eo an hini vrudetañ. Oktoberfestoù a vez aozet ivez e [[Kitchener]] ([[Ontario]], [[Kanada]]), [[Blumenau]] ([[Brazil]]) hag e [[Cincinnati]] ([[Ohio]], [[SUA]]). Abaoe [[1872]] e vez aozet e miz Gwengolo hag ec'h echu e-pad dibenn-sizhun kentañ miz Here. Abaoe m'eo bet krouet e [[1810]] eo bet nullet 24 gwech abalamour d'a gleñvedoù-red pe d'ar brezelioù. Aozet e vez war un dachenn anvet Theresienwiese, anvet ivez ''die Wiese'', pe c'hoazh ''die Wiesn'' en alamaneg [[Bavaria]], ar pezh a dalvez ''an dachenn''. Da [[München|Vünchen]] e teu 6 milion a dud, da lavaret eo ez eo fest vrasañ ar bed. Bepred e krog gant un dibunadeg ma wisk ar baotred hag ar merc'hed dilhad hengounel [[Bavaria]] : [[Lederhosen]] gwisket gant ar baotred, ha ''Dirndl'' gwisket gant ar merc'hed.
[[Skeudenn:Isla_at_Oktoberfest2007.jpg|thumb|right|200px|Ur plac'h gwisket gant he ''Dirndl'', Oktoberfest 2007]]
 
== Mont en-dro ==
[[Skeudenn:Steckerlfisch-2.jpg|thumb|right|200px|''Steckerlfisch'', unan eus ar meuzioù a c'haller debriñ e-pad Oktoberfest]]
Ur fest poblek ha hengounel eus Bavaria eo Oktoberfest, ma teu familhoù en o fezh. Gwerzhet e vez [[bier]] e teltennoù kinklet ha savet a-ratozh, hag ivez er [[Biergarten]] tro-war-dro. Servijet e vez ar banneoù bier e chopinoù 1 litrad anvet ''Maß'' (nemet ar bier gwenn (''[[Weizenbier|Weißbier]]'') : 0,5 litrad). Ouzhpenn evañ e vez kinniget boued a bep seurt : kig-yar, kig-moc'h rostet (''Schweinsbraten'' ha ''Haxn''), krazadennoù pesked (''Steckerlfisch''), silzig, pretzel, malachoù avaloù-douar pe bara (''Knödeln''), toazennoù gant fourmaj (''Käsespätzle''), gwastilli avaloù-douar (''Reiberdatschi''), kaol (''Sauerkraut, Rotkraut'') ha meuzioù arouezius eus Bavaria evel ''Obatzda'' (ur meskaj amann ha fourmaj druz ha leun a spisoù) ha ''Weisswurst'' (silzig gwenn).
Kezeg-koad a zo ivez, ha lazioù-seniñ a ginnig tonioù bavarian hengounel hag ivez sonerezh etrebroadel.
[[Skeudenn:Okti-8.jpg|thumb|right|200px|Sonerien en Oktoberfest]]
Linenn 15:
[[Skeudenn:Munich_Bavaria.jpg|thumb|200px|right| Delwenn da vBavaria]]
An Oktoberfest kentañ a voe aozet d'an [[12 a viz Here]] [[1810]], pa zivizas ar roue [[Loeiz Iañ Bavaria]] hag e wreg [[Therese Sachsen-Hildburghausen]] aozañ ur redadeg kezeg. Diwar hec'h anv e teu anv an dachenn. Berzh bras a voe graet gant ar fest, ha divizet e voe neuze kenderc'hel d'hec'h aozañ. Diskouezadegoù labour-douar a voe aozet ivez, bep 3 bloaz.
E [[1850]] e voe savet an delwenn anvet ''Bavaria'' war an dachenn gant [[Ludwig Michael Schwanthaler]] ha [[Leo von Klenze]]. E [[1901]] e voe staliet tredan war an dachenn. E 1903 e voe staliet teltennoù bras e-lec'h ar standoù a veze implijet betek-henn.
E [[1950]] e voe kroget gant hengoun an daouzek tenn kanol. Maer München a rank neuze evañ ar banne bier kentañ servijet war an dachenn, ha lavarout : « O' zapft is! », (da lavaret eo ''servijet eo ar banne bier'') ha neuze ez eo aotreet gwerzhañ bier war an dachenn.
E [[1960]] e voe paouezet gant ar redadeg kezeg.
E [[1980]] e voe lazhet 13 den ha gloazet 200 den abalamour d'ur gwalldaol.
[[Skeudenn:Oktoberfest_at_night.jpg|thumb|right|200px|Ar fest diouzh an noz]]
 
== Sifroù Oktoberfest 2007 ==
* Gorread an dachenn 0.42 km²
* Niver a gadorioù : e-tro 100 000
* Gweladennerien : 6,2 milion
* Bier: war-dro 6 940 600 litrad (126 900 litrad evajoù hep alkool)
* Gwin : 79 624 litrad
* Gwin eonennek : 32 047 litrad
* Kafe, te: 222 725 litrad
* Dour, dour pik-pik: 909 765 ½ litrad
* Kig-yar: 521 872 tamm
* Silzig kig-moc'h: 142 253 re
* Pesk: 38 650 kg
* Jaritelloù moc'h: 58 446 tamm
* Kig-ejen: 104 zamm
* Tredan : 2,8 milion kWh
* Gaz : war-dro 205 000 m³
* Dour : war-dro 90 000 m³
* Privezioù : war-dro 980 anezho ma c'haller azezañ, ouzhpenn 878 metrad staotlec'h ha 17 anezho evit an dud nammet
* Pellgomzer: 83
* Kollet : war-dro 4000 tra, en o zouez 260 re lunedoù, 200 pellgomzer-hezoug, gwalennoù ha zoken flac'hioù.<ref>http://www.muenchen.de/Rathaus/tourist_office/oktobfest/126031/oktoberfest_Zahlen_Statistiken.html</ref>
 
== An teltennoù pennañ ==
14 teltenn bennañ a zo en Oktoberfest.
<br style=clear:both>
Linenn 92:
* [http://www.muenchen.de/Tourismus/Oktoberfest/89552/index.html]
{{Porched Alamagn}}
 
 
{{Lien AdQ|af}}
{{Lien BA|de}}
{{Lien AdQ|ru}}
 
{{Lien AdQ|hu}}
 
[[Rummad:Festoù]]
Linenn 105 ⟶ 98:
[[Rummad:Alamagn]]
[[Rummad:Bier]]
 
{{Lien AdQ|af}}
{{Lien AdQ|hu}}
{{Lien AdQ|ru}}
{{Lien BA|de}}
 
[[af:Oktoberfest]]
Linenn 118 ⟶ 116:
[[eo:Oktoberfest]]
[[es:Oktoberfest]]
[[eu:Oktoberfest]]
[[fa:جشن اکتبر]]
[[fi:Oktoberfest]]