Doare-skrivañ KLT : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : An '''doare-skrivañ KLT''' a oa bet implijet evit skrivañ brezhoneg etre 1908 hag ar bloavezhioù 1950. E 1908 e oa bet un toullad skrivagnerien vrezhonek, bodet en [[...
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
An '''doare-skrivañ KLT''' a oa bet implijet evit skrivañ [[brezhoneg]] etre [[1908]] hag ar [[bloavezhioù 1950]].
 
E 1908 e oa bet un toullad skrivagnerien vrezhonek, bodet en [[Emglev ar Skrivagnerien]], o'n em lakaat a-du war reolennoù da skrivañ ar yezh en un doare a vefe unvan evit brezhonegoù [[Bro-Leon|Leon]], [[Kerne]] ha [[Treger]], alese an anv ''KLT''. Degemeret e oa bet ar reolennoù reizhskrivañ-se gant ar braz eus an dud a skrive brezhoneg en teir bro-se, ar re a embanne levrioù ha kelaouennoù enno, en o zouez tud evel [[Frañsez Vallée]] pe [[Émile Ernault]]. Skignet e voe an doare-skrivañ KLT gant [[Frañsez Vallée]] hag e gelaouenn [[Kroaz ar Vretoned]], met implijet e voe ivez gant an darn vrasañ eus ar c'helaouennoù all embannet e broioù Leon, Kerne ha Treger etre an daou vrezel-bed, evel [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] pe [[Feiz ha Breiz]]. Ne oa nemet ar skrivagnerien wenedek a oa chomet e-maez an emglev-se hag a gendalc'he d'ober gant un doare-skrivañ dibar d'ar [[gwenedeg]]
 
E dibenn ar bloavezhioù 1930 e krogas skrivagnerien zo, evel [[Langleiz]], da glask unvaniñ an doareoù-skrivañ KLT ha gwenedek, evit kaout un doare-skrivañ hepken evit an holl vrezhonegoù. N'eo nemet e 1941 e voe tizhet an emglev ha degemeret an doare-skrivañ [[peurunvan]].
 
 
Ober a reer ''KLT'' a-wechoù ivez eus an doare brezhoneg a vez komzet e diavaez [[Bro-Wened]], opa selletseller ouzh rannyezhoù an teir bro-se evel un dra unvan a-walc'h e-skoaz brezhonegoù Bro-Wened.
 
[[Rummad:Doareoù-skrivañ ar brezhoneg]]