Doare-skrivañ KLT : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
E dibenn ar bloavezhioù 1930 e krogas skrivagnerien zo, evel [[Langleiz]], da glask unvaniñ an doareoù-skrivañ KLT ha gwenedek, evit kaout un doare-skrivañ hepken evit an holl vrezhonegoù. N'eo nemet e 1941 e voe tizhet an emglev ha degemeret an doare-skrivañ [[peurunvan]].
 
==Nevez -flamm: "Komz KLT"==
Abaoe un toullad bloavezhioù e vez graet ''KLT'' a-wechoù ivez eus kement tamm brezhoneg a vez komzet e-maez [[Bro-Wened]], gant Gwenedourien zo hag a sell ouzh rannyezhoù an teir bro vrezhonek all evel pa vijent unvan, pa n'int ket. Ar weledigezh eeunik-se a vez skignet ivez en abadennoù skinwel zo<ref>Abadennoù [[Ken tuch']], kenskrivet gant [[Goulwena An Henaff]]</ref>.
<br />
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ: biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz Kerne, Leon ha Treger (hep ankouaat [[Goueloù]]), ha n'hallfent bezañ nemet gant binvioù skingas unvan, skingomz pe skinwel, ha n'eus ket anezho c'hoazh.
 
== Notennoù ==
<references/>