Shogun : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: fa:شوگون kemmet: ko:쇼군
D Robot ouzhpennet: la:Shogun; Kemm dister
Linenn 3:
Ar ger [[japaneg]] '''Shogun''' (将軍; [[romaji]]: ''shōgun'') a zo un titl, talvezout a ra "jeneral", hag a zo ur verradenn eus ar ger ''seiitaishogun'' (征夷大将軍; [[romaji]]: sei-i taishōgun) hag a c'hellfe bezañ troet "jeneral habasker ar varbared". Met ur wech ma vefe bet roet an titl-mañ da [[Minamoto no Yoritomo|Vinamoto no Yoritomo]], ha da heul da hil [[Minamoto]] eo deuet da vezañ un titl tapus dre herez , eo bet implijet ar ger-mañ evit termeniñ renerien milourel (diktatour) [[Japan|Bro Japan]]. Tu vefe gwelet ar shogun evel kleze an impalaer memes ma a-hed an amzer ar shogun a zo deuet da vezañ galloudusoc'h eget renerien wirion ar vro. Met an impalaer a zo chomet gward an hengoun hag unvaniezh ar vro.
 
== Istor ar shogunerezh ==
=== Seii Taishogun ar maread [[Heian]] (794-1185) ===
'''Aloubadegoù an [[Emishi|Emishied]]ed:'''E-penn kentañ ar maread [[Heian]], an titl oa roet da bennoù milourel a renk priñsel nemet amzer a badfe ar brezelioù a-enep an Emishied (ur bobl hag a nac'he bezañ suj eus ar priñs Yamamoto). En o zouez ar shogun brudetañ oa [[Sakanoue no Tamuramaro]]. Trec'hiñ a reas an Emishied evit an impalaer [[Kammu]]. Diwezhatoc'h er maread Heian, ur wech an Emishied embarzhet en impalaeriezh, ne voe ket mui implijet ar ger hag an titl er ster kozh.
 
'''Brezel ar Gempei:''' Met diwezhatoc'h er maread Heian, e-pad brezel ar Gempei, eo bet dilennet ur shogun ouzhpenn d'an hini kentañ. Pa [[Minamoto no Yoshinaka]] a skarzhas an [[Taira|Tairaed]]ed, eo bet diskleriet ''Asahi Sogun'' gant an impalaer [[Go-Shirakawa]]. Met pa glaskas kaout mestroniñ eus ar c'hlan Minamoto e voe lazhet gant e genderv [[Minamoto no Yoshitsune]] (breur [[Minamoto no Yoritomo]]). Ha goude-se e redias [[Go-Shirakawa]] d'e ziskleriañ ''Seii Taishogun''.
 
=== Seii Taishogun er maread krennamzerel (1185-1868) ===
'''Shogunerezh [[Kamakura]]:'''Goude ma z'eo bet trec'het ar c'hlan Taira e-pad brezel ar Gempei ([[1185]]), [[Minamoto no Yoritomo]] a gemeras ar galloud ha dont a reas da vezañ diktatour ha renner ar vro. Staliañ a reas ur sistem gouarnamantel feodel lakaet e plas e ker [[Kamakura]], e lec'h ma ar [[samourai|samouraied]]ed a gemerjont ar galloud politikel betegen dalc'het gant an impalaer ha strolladoù aristrokratel e lezenn e [[Kyoto]].
 
E [[1192]], Yoritomo a resevas an titl a ''Seii Taishogun'' roet gant an impalaer. Ha dioreniñ a reas ar sistem politikel diazezet war rennerezh herezel ar vro gant ar shoguned, anavezet gant an anv ''bakufu'', pe ''shogunerezh''. Adalek ar mare-mañ, dre an hengoun, pep shogun oa ur Minamoto, hag an titl a veze roet d'ar mab pe d'an hini dibabet en herez (ar c'hosañ an aliesañ).
Linenn 22:
An titl a ''Seii Taishogun'' a zo bet diskaret e-pad adreizhadur [[Meiji]] e [[1868]]. Er prantad-mañ eo bet adroet ar galloudoù d'an impalaer ha d'e velestradurezh.
 
== Ar shogunerezh ==
Graet e vez eus ar "shogunerezh" ar sistem e lec'h ma'mañ ar shogun e penn. Implijet e vez ivez ar ger "bakufu" hag a dalvez "ar c'harg e-barzh an deltenn" e japaneg. Lakaat a ra da sonjal d'ur gouarnamant prevez met aroueziñ a ra ivez ar fed ma oa ur c'harg da c'hortoz (e penn-kentañ d'an nebeutañ). Hag evel-just e weler an arouez brezelour gant mennoz an deltenn.
Ar ger orin "sei-i taishogun" a dalvez "jeneral habasker ar varbared". Ar ger kozh "barbared" a dermen un nebeut strolladoù a bobloù, disuj d'ar gouarnamant, o vevañ e ranvro [[Honshu]], nebell eus [[Hokkaido]].
Linenn 30:
Evel ma z'eo bet laret, orin ar ger a deu eus meizad ur c'harg da c'hortoz, met tamm ha tamm ar c'harg ha an titl-mañ en eus kemmet evit dont da vezañ implijet evit ur sistem a c'houarnamant(où) savet war patrom diktatourelezhioù milourel ha feodel (rennadoù e lec'h ma ar shogun oa e penn an traoù). Ar ger "shogunerezh" a dermen ar sistem aotrouniezhus-mañ.
 
Sistem ar "bakufu" a zo bet lakaet e plas e pad shogunerezh ar c'h/Kamakura gant [[Minamoto no Yoritomo]]. Normalamant ar stad, ha dreist-holl an impalaer, a zo perc'henn war douaroù ha [[Japan|Bro-Japan]] a bezh. Met ar sistem savet war ur stumm feodel a zo diazezet war lealded nobled izhel d'un noblañs uheloc'h. Ar [[samourai|samouraied]]ed oant garedonet gant douaroù abalamour d'o fealded. Ha gant aotre an aotroù meur o doa ar gwir da reiñ an douaroù-se d'o vibien evel herez. Kreñfaet e veze mont en dro ar sistem feodel gant ledouedoù etre ar [[samourai|samouraied]]ed hag izili all (uhelrenket pe izhelrenket) ar biramidenn sokial.
 
War ur sav-poent politikel pep "bakufu" oa bividik. Ar galloud na baoueze ket da cheñch plas pe da cheñch daouarn. Ar galloud hag an aotrouniez oa forc'hellek penn da benn. Hiziv an deiz, studioù start vez aozet evit klask kompren mont en dro c'hoarioù ar galloud, kasoù ha degasoù e veze lakaet e plas en ur sistem aotrouniezhus luziet evel emañ. E pepe "bakufu" e veze kavet keverezhioù etre ar shogun, an impalaer, an aristokratelezh, ar menec'h hag holl kargidi ar shogun añvet [[jito]], [[shugo]], [[kokujin]] pe [[daimy]]o. Ar "bakufu" a aroueze un ezhomm a cheñchamant war sav-poent mont en dro ar galloud hag an darempred gant an aotrouniezh er vro.
 
== Roll ar shoguned ==
{| border="1" cellpadding="2" cellspacing="0" class="wikitable"
|-
Linenn 161:
[[ka:სიოგუნი]]
[[ko:쇼군]]
[[la:Shogun]]
[[lt:Siogūnas]]
[[ml:ഷോഗണ്‍]]