Robert E. Howard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: hu:Robert E. Howard
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Robert_E_Howard.jpg|thumb|right]]
 
Ur skrivagner amerikan eo '''Robert Ervin Howard''' ([[22 a viz Genver]] [[1906]] e [[Peaster (Texas)|Peaster]][[11 a viz Even]] [[1936]] e [[Cross Plains (Texas)|Cross Plains]]). SelletGwelet e vez outañ evel unan eus krouerien ar moliac’h (''fantasy''), evel [[J.R.R. Tolkien]].
 
 
== E vuhez ==
 
Robert Ervin Howard a zo bet ganet e Peaster ([[Texas]]) d’an 22 a viz Genver 1906. Izaag Mordecai Howard (e dad), hag a oa mezeg, a lakaas e familh da zilojañ meur a wech. Adalek miz Genver [[1915]] en em stalias ar familh Howard etre Brownwood hag Abilene, e kêriadennoù evel Cross Cut, Burkett. Ar familh en em stalias da vat e Cross Plains adalek [[1919]]. Hervez kont e vefe bet Howard un den 2 vetrad uhelder dezhañ, ur bugel gwan hag a veze skoet gantañ, hag ur marc’heger ampart. Studiañ a reas e Cross Plains, hag e Brownwood, hag e paouezas gant e studioù e-kreiz e vloavezh kentañ er skol-veur. Pa voe yaounank c’hoazh e tiskouezas e oa dedennet gant ar sevel skridoù hag al lenn. Kalonekaet e voe gant e vamm, dizoloiñ a reas ar c’hazetennoù pulps''pulp'', hag e stagas da vat da skrivañ adalek [[1921]].
 
E istor kentañ "Spear and Fang" a voe embannet er gelaouenn [[Weird Tales]] pa oa-eñ 19 vloaz. Goude un nebeud bloavezhioù diaes e teuas da vezañ brudet e [[1928]], pa voe embannet istorioù Solomon Kane, ha dreist-holl peogwir e teuas a-benn da werzhañ e istorioù, en o zouez rentaoù-kont krogadoù [[boks]], da gelaouennoù all. Brudetoc’h e voe c’hoazh e [[1930]] a-drugarez da zanevelloù evel "Roueed an noz", "An den du", "Doueed Bal-Sagoth" hag un heuliad diwar-benn ar C’hroazadegoù. Kregiñ a reas ivez da genskrivañ gant [[Howard Phillips Lovecraft]], hag e kendalc’has betek e varv. A-drugarez da grouidigezh Conan (e [[1932]]) e chom brudet c‘hoazhc'hoazh hiziv an deiz. Daoust d’ar pezh a c’haller klevout a-wechoù ne skrive ket Howard pa veze mezv, er c’hontrol e laboure e destennoù dizehan : bez ez eus c’hoazh miliadoù a bajennedoù brouilhoñs gouestlet da Gonan ha n’int ket bet embannet.
 
Paket e oa e vamm gant an droug-skevent abaoe pell, ha war ziskar ez eas he yec’hed er bloavezhioù 1930. War a seblant e voe diaes an darempredoù etre ar vamm hag he gwaz, neuze ez eo Robert a reas war he zro, rak pouezus-tre e oa e vamm evitañ. E [[1934]] e kejas Howard gant ur plac’h anvet Novalyne Price, hag a oa o paouez bezañ anvet da skolaerez e Cross Plains. O darempred a chomas a-sav da vat en nevez-amzer 1936. D’ar mare-se ez ae fall-tre yec’hed mamm Howard, hag anat e oa e oa-hi o vont da vervel.
D’an [[11 a viz Even]] [[1936]], pa voe kadarnaet da Robert Howard ne c’hellfe ket e vamm dihuniñ diouzh he c’homa, en em lazhas Howard en ur dennañ un tenn en e ividig, e-pad eizh eurvezh e voe war e drememvan. Pell zo e oa kroget Howard da brederiañ war e emlazh (abaoe war-dro [[1923]]), a-raok ma’z afe da fall yec’hed e vamm. Setu perak ne c’hall ket marv e vamm bezañ displegadenn nemeti e emlazh.
 
== An tudennoù pennañ ijinet gant Robert E. Howard ==
Linenn 26:
* Turlogh Dubh O'Brien (Brezelour iwerzhonat eus ar Grennamzer)
 
{{Commons|Robert E. Howard}}
{{DEFAULTSORT:Howard, Robert Ervin}}
[[Rummad:Skrivagnerien SUA]]