Verner von Heidenstam : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: az:Verner fon Heydenstam
D Robot ouzhpennet: pnb:ورنر فون ہائیڈنسٹام; Kemm dister
Linenn 2:
'''Carl Gustaf Verner von Heidenstam''' a zo ur [[skrivagner]] [[svedeg|svedek]] en deus tapet [[Priz Nobel al lennegezh]] e [[1916]]. Ganet eo bet d’ar [[6 Gouere|6 a viz Gouere]] [[1859]] e Olshammar ([[Sveden]]) en ur familh a orin eus [[Alamagn]] ha marvet eo d’an [[20 Mae|20 a viz Mae]] [[1940]]) e [[Stockholm]]. Ezel e voe eus [[Akademiezh Sveden]] adalek [[1912]].
 
[[Mab]] d’un [[ofiser]] [[noblañs|nobl]] e oa. Studiañ a reas al [[livouriezh]] e [[Roma]] hag e [[Pariz]] gant [[Jean-Léon Gérôme]], met evit abegoù [[yec’hed]] e rankas paouez gant e [[studi]]où ha mont da veajiñ e Su Europa hag er [[Reter-Nesañ]] evit pareañ e Su Europa hag er [[Reter-Nesañ] betek ar bloaz [[1887]]. Derc’hel a reas da veajiñ koulskoude ha skrivañ war un dro. Labourat a reas evit ar [[kazetenn|gazetenn]] ''[[Svenska Dagbladet]]''.<br />
War-dro [[1895]] ez eas da [[Rusia]] ha da [[Turkia|Durkia]] ha goude-se e talc'has da reiñ meuleudioù da [[haroz]]ed Sveden ha skrivañ a reas [[romant istorel|romantoù istorel]] evel ''Karolinerna''. Anavezet eo dreist-holl evit e [[barzhoneg|varzhonegoù]].
 
== E skridoù ==
* ''Vallfart och vandringsår'' (Bloavezhioù kantren ha beajiñ, 1888)
* ''Hans Alienus'' (1892)
* ''Dikter'' (Barzhonegoù, 1895)
* ''Karolinerna'' (Tud Karl XII, 1897-1898)
* ''Heliga Birgittas pilgrimsfärd'' (Pirc'hirinded Santez Berc'hed, romant istorel, 1901)
* ''Ett folk'' (Ar bobl, 1902)
* ''Folkungaträdet'' (ur romant istorel diwar-benn ar [[Vikinged]], 1905-1907)
* ''Nya dikter'' (Barzhonegoù nevez, 1915)
* ''Sista dikter'' (Barzhonegoù diwezhañ, 1942)
 
[[Rummad:Skrivagnerien svedek|Heidenstam, Verner von]]
Linenn 59:
[[oc:Verner von Heidenstam]]
[[pl:Verner von Heidenstam]]
[[pnb:ورنر فون ہائیڈنسٹام]]
[[pt:Verner von Heidenstam]]
[[ro:Verner von Heidenstam]]