Amanenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot kemmet: nl:Boter (zuivel); Kemm dister
Linenn 4:
Graet e vez an '''amanenn''' dre zornañ [[dienn]] pe [[koaven]], gant ur [[bazh|vazh]] pe ul loc'h, ken ne chom nemet an [[druzoni]] ken, gant ur [[bannac'h]] dour bihan ennañ, hag e teu er-maez al [[laezh-ribod]]. Implijet stank e vez an amanenn e meur a vro gant [[dienn]] laezh ar [[buoc'h]]enned peurvuiañ, met kavout a reer amanenn graet gant laezh loened all ivez, [[bual]]ed, [[kañval]]ed, [[yak]]ed. Liv melen pe wenn zo war an amanenn hervez ar seurt [[geot]] a zo bet debret gant an [[daskirier]]ien-se ha hervez mare [[ar bloaz]] dre an abeg da stad ar geot. <br />En darn vrasañ eus [[Breizh]] e vez distaget ''amann'', e [[Bro-Wened]] avat ha tro-war-dro e klever ''amonen'' pe ''amanen'' (hañvalik ouzh ''ymenyn'' e [[kembraeg]]).
 
== Farderezh an amanenn ==
Ijinet eo bet ar [[ribod]] a-gozh, un [[ardivink]] simpl a-walc'h evit gellout dornañ an dienn a zo bet lakaet un tammig da ziazezañ. Ar ribod a zo ul [[lestr]] klos gant un [[toull]] evit plantañ ur [[bazh|vazh]] hir a vez bountet-divountet e-barzh ken e vez dornet an dienn a frapadoù berr. E [[Europa]], meur a ribot hengounel a oa graet pe e [[priaj]] pe en doare an [[tonell]]où.<br /> Pa vez echuet gant an dornañ e vez lakaet a-gostez al [[laezh ribot]] ha gwalc'het e vez gant dour an druz a chom ken n'euz ket mui a laezh ribot enni.<br />En {{XXvet kantved}} ez eus bet ijinet ardivinkoù bras-tre ma vez lakaet [[miliad]]où [[litrad]] dienn da vezañ [[mezeller|mezellet]] ha pa ya er-maez an amanenn dindan gwask hag e vez graet kanolioù-amanenn eus ar ribodoù greantel ivez.
 
== Implij an amanenn ==
Er [[sevenadur ar maezioù|sevenadurioù ar maezioù]] eo an amanenn ur [[mammenn|vammenn]] [[druzoni]] a-bouez pa vez implij er [[keginerezh|geginerezh]] evit fritañ ar [[boued]] pe evit reiñ ur [[blaz|vlaz]] plijusoc'h pe evit fardañ [[gwastel]]loù. Koulskoude ne c'hell ket ar [[kouer|gouerien]] baour mirout kalz amanenn evit e implijout pa klaskont peurvuiañ e werzhout evit tennañ [[moneiz]] dioutañ. Gwechall e veze ouzhpennet [[holen]] evit mirout an amanenn pelloc'h. Boaz ober gant amanenn sal a vez kavet e meur a vro, Breizh en o zouez.
E Breizh gwechall e veze gwerzhet an amanenn er [[foar]]ioù.<br /> Pezhioù bras amanenn a vez graet pileradoù pe bolotennoù eus anezho.
== Sellet ivez ==
 
* [[Margarin]]
 
 
[[Rummad:Druzoni]]
[[Rummad:Laezhajoù]]
 
== Sellet ivez ==
*[[Margarin]]
 
{{Liamm PuB|en}}
Linenn 64 ⟶ 61:
[[nds:Botter]]
[[nds-nl:Botter]]
[[nl:Boter (roomzuivel)]]
[[nn:Smør]]
[[no:Smør]]