Kren-douar Shaanxi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: pt:Sismo de Shaanxi de 1556; Kemm dister
Linenn 5:
== Ar c'hren-douar ==
 
C'hoarvezet eo e-kerzh ren an [[Impalaer Jiajing|Impalaer Jiajing]] eus an [[Tierniezh Ming|dierniezh Ming]].
 
Istimadurioù a-vremañ, diazezet war roadennoù geologel, a laka da eizh mui pe vui ampled ar c'hren-douar war [[skeul Richter]]. Daoust da hemañ bezañ bet ar c'hren-douar marvusañ hag ar pempvet gwallreuz naturel gwashañ en istor ez eus bet krenoù-douar o deus tizhet un ampled brasoc'h c'hoazh. E-pad an hanter eus ar bloaz war-lerc'h e voe kendalc'het da santout stroñsadennoù all meur a wech bep miz [http://www.kepu.ac.cn/english/quake/ruins/rns03.html]. E [[kontelezh Hua]] nepell eus [[Menez Hua]] e Shaanxi (Ledred 34.5, Hedred 109.7) eo bet an [[epikreizenn]].
Linenn 11:
Setu penaos eo bet dezrevellet e danevell vloaz sina :
 
:''Da-geñver goanvezh 1556, ez eus c'hoarvezet ur c'hren-douar reuziek e proviñsoù Shanxi ha Shaanxi. En hor c'hontelezh eus Hua e c'hoarvezas freuz ha reuz a bep seurt. Dilec'hiet e voe stêrioù ha menezioù ha freuzet-lip e voe an hentoù. E lec'hioù zo e savas an douar a-greiz pep kreiz ha torgennoù nevez en em stummas pe neuze e sankas trumm ha genel a reas traoñiennoù nevez. E lec'hioù all e strinkas froudoù en ur serr-lagad pe e torras an douar ma teuas war wel islonkoù nevez. Ar foukennoù, tiez an ofisourien, an temploù, mogerioù ar c'hêrioù, pep tra a gouezhas d'an traoñ war an taol.''
 
Gwallet fall e voe meur a [[maen-koun|vaen-koun]] eus ar [[Koad mein-koun|c'hoad mein]].
Linenn 22:
== Kevioù Loess ==
 
D'an ampoent e veve milionoù a dud e mougevioù Loess kalvezel toullet e tarrozioù e kostez ar [[kompezenn Loess|gompezenn Loess]]. Graet e vez [[Loess]] eus an douar [[gouelezenn|gouelezennek]]ek bet degaset gant ar barroù-avel a-hed an amzerioù. En em stummet eo al loess gwak priellek goude milionoù a vloavezhioù gant gouelezennoù degaset gant an avelioù o tont eus [[dezerzh Gobi]] . Un douar hegrign-meurbet eo al Loess; stummet e vez aes gant nerzh an avel hag an dour. En em astenn a ra ar gompezenn loess hag he douar poultrennek penn-da-benn a-hed proviñsoù Shanxi, Shaanxi, ha Gansu, war-bouez nebeut. Ha goleiñ a ra darn eus proviñsoù all. Bevañ a rae an darn vrasañ eus ar boblañs e mougevioù anvet [[Yaodong]] toullet en torgennoù. Hennezh eo bet an abeg pennañ d'ur c'houst marvioù ken bras. Disac'het eo an douar gant ar c'hren-douar ha freuzet eo bet ar c'hevioù.
 
== Niver a reuzidi ==
{{Krenoù-douar marvusañ|align=right}}
 
Linenn 34:
Kouskoude n'eo ket bet kren-douar 1556 Shaanxi ar gwallreuz spontusañ en [[istor Sina]]. Da skouer ez eus bet dekmilionoù a dud varv e-pad an [[tri bloavezh reuzioù naturel]] etre [[1959]] ha [[1961]].
 
== Gwelet ivez ==
* [[Roll Krenoù-douar]]
 
== Daveenn ==
* ''Annals of China'' quoted from p.100 of ''30 Years' Review of China's Science and Technology, 1949-79'' evel gwelet war [http://print.google.com/print?hl=en&id=DE1sZaC__4cC&dq=Annals+of+China+earthquakes&prev=http://print.google.com/print%3Fq%3DAnnals%2Bof%2BChina%2Bearthquakes&lpg=PA100&pg=PA100&sig=bqvSZN0qsNiAqiQJoRNI61cpTn4 Google Print]
 
== Liamm diavaez ==
* [http://www.kepu.ac.cn/english/quake/ruins/rns03.html Dismantroù Kren-douar Kontelezh Hua] (e saozneg)
 
{{Porched Sina}}
Linenn 75:
[[no:Jordskjelvet i Shaanxi 1556]]
[[pl:Trzęsienie ziemi w Shaanxi (1556)]]
[[pt:TerremotoSismo de Shaanxi de 1556]]
[[ru:Китайское землетрясение (1556)]]
[[scn:Tirrimotu di Shaanxi]]