Montevideo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
'''Montevideo''' (distaget [monteβiˈðeo] e [[spagnoleg]]) a zo kêr-benn, ar ger vrasañ hag ar porzh pouezusañ eus [[Uruguay]]. Ar gêr nemeti en Uruguay gant ouzhpenn 1 milion a annezidi eo Montevideo. Emañ e su ar vro, war ribl ar [[Río de la Plata]]. 1 325 968 annezad a oa o vevañ e 2004, hag 1 668 335 annezad a oa o vevañ er vetropolenn, da lavaret eo an hanter eus poblañs ar vro. Meur a draezhenn a zo tro-dro d'ar gêr e-giz Pocitos, Buceo, Malvín, Playa de los Ingleses, Playa Verde, Punta Gorda ha Carrasco. Gwelet eo Montevideo e-giz ar gêr gant al live bevañ uhelañ en Armerika latin en he fezh. E-touesk an 30 kêr surañ er bed eo Montevideo ivez. Ricardo Ehrlich eo maer ar gêr.
==Istor==
 
Etre 1680 ha 1683, roue ar Portugal a savas ar gêr Colonia de Sacramento, e-tal ar [[Buenos Aires]]. Padal, ar spagnoliz ne refont netra evit skarzhañ kuit ar portugiz betek 1723, pas grogas ar re-se da sevel mogerioù war an uhelderioù a enkelc'h hiziv an deiz Montevideo.
D'an 22 a viz du 173 e sav don Manuel de Freytas Fonseca (Portugal) ar gergreñv Montevieu.
Ar gêr a zo bet savet e 1726 gant ar Spagnoliz (Bruno Mauricio de Zabala) gant ar pal harzañ tud Portugal, o doa savet Colonia del Sacramento er chantved kent, el lec'h ma oa kontet an douaroù e-giz douaroù bro Spagn (skrid-emglev Tordesillas).
Etre ar 14 hag ar 17 a viz mae 1814 en em gannas an dizalc'herien e porzh del buceo da vare argadenn Montevideo evit tapout daskor pennoù bras bro Spagn. Gant sikour Arc'hantina e c'hounezas an dizalc'herien an emgann.
E 1828, ar gêr a zo deuet da vezañ kêrbenn Uruguay. Div deveradurezh a zo evit an anv Montevideo : hervezh an hini gentañ, deveret e vije an anv eus ar portugaleg "Monte vide eu", hag a dalvez "Gwelet a ran ur menez". Hervezh an eil, an drevadennerien spagnoad o dije anvet al lec'h "Monte VI De Este a Oeste", ar pezh a dalvez "Ar c'hwec'hvet menez eus ar reter d'ar c'hornôg". Anv klok ar gêr a zo San Felipe y Santiago de Montevideo.
Ar gêr a zo bet dindan levezon ar saozon abaoe penn-kentañ an XIXvet kantved betek an XXvet kantved, evit enebiñ d'ar beli kenwerzhel eus ar vro gant Arc'hantina ha Brazil.
E penn-kentañ an XXvet kantved, kalz a europeaniz o deus emvroet e Montevideo, hag e 1908 e oa 30% eus poblañs Montevideo ezel eus broioù estren.
 
 
 
[[Rummad:Uruguay]]