Ottokar II Přemysl : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
[[Image:Ottokar II Premysl.jpg|right|thumb|Ottokar II Přemysl]]
[[Skeudenn:Duernkrut3.jpg|thumb|Domani Ottokar II 1253-1271]]
<b>Ottokar II Přemysl</b> ([[tchekeg]]: Přemysl Otakar II., [[1230]] - [[26 Eost|26 a viz Eost]] [[1278]]) a oa roue [[Bohemia]] eus [[1253]] betek [[1278]]. Mab e oa da [[Václav I Přemysl]] ha Kunigunde a [[Hohenstaufen]]. A-berzh e dad en doa bet Bohemia ha [[Moravia]] da hêrezh. E [[1251]] e voe lakaet da zug [[Aostria]] gant breujoù ar vro-se. Bloaz goude e timezas gant Margarete a [[Babenberged|vBabenberg]], hêrez [[Stiria]]. E [[1260]] e c'hounezas [[Silezia]], [[Lusatia]] ha [[Slovakia]] digant [[István V]] a [[Hungaria]]. E [[1269]] e tegouezhas [[Karintia]] ha [[Karniola]] gant Ottokar hag eze easteuas da briñsvezañ priñs galloudusañ an [[Impalaeriezh Roman ha German]].
 
E [[1273]] e oa ret dilenn ur roue alaman nevez. N'eo ket Ottokar a voe lakaet war an tron, met e enebour [[Rudolf a Habsbourg]]. Nac'hañ a reas Ottokar e anavezout ha forbannet e voe gantañ abalamour da se. E [[1276]] e kouezhas e holl douaroù estreget Bohemia ha Moravia etre daouarn an [[Habsbourged]]. Pa glaskas adc'hounit e zomani kollet dre nerzh, e voe lazhet en emgann e-kichen [[Emgann Dürnkrut|Dürnkrut]] en [[Aostria-Izel]] d'ar [[26 Eost|26 a viz Eost]] [[1278]].