Ystrad Tywi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
??
Linenn 1:
'''Ystrad Tywi''' a zo ur rannvro eus mervent [[Bro-Gembre]], lec'hiet war riblennoù ar ster [[Tywi]], war-du reter rouantelezh kozh [[Dyfed]]. Biskoaz ne voe Ystrad Tywi ur rouantelezh hag un abeg a vrezel etre ar rouantelezhioù e voe alies. E fin ar VII{{vet}} kantvet e voe skrapet digant [[Dyfed]] gant roue [[Rouantelezh Ceredigion|Ceredigion]] [[Seisyll ap Cadog]]. Ur rouantelezh nevez - [[Seisyllwg]] e anv - a savas neuze hemañ. Honnezh eo orin rouantelezh [[Deheubarth]] e vo.
 
E [[894]] e voe aloubet ar rannvro gant [[Anarawd Gwynedd]] asambleshag ar roue saoz gant [[Alfred Meur]] met divarrek e voent d'he mirout.
 
E tri [[cantref]] e voe disrannet Ystrad Tywi : [[Cantref Mawr]], [[Cantref Bychan]] ha [[Cantref Eginawc]]. Da gontelezh [[Carmarthen]] e voe lakaet Ystrad Tywi gant [[Edward I bro-Saoz]] pa embannas [[Statud Rhuddlan]] e 1284.