Sistem nervennel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ug:نېرۋا سىستىمېسى; Kemm dister
Linenn 1:
[[ImageSkeudenn:Nervous system diagram.png|thumb|Sistem nervennel denel. SNK e ruz ha roz hag ar SND e glas.]]
 
Ur [[sistem|sistem]] e rouedad eo ar '''sistem nervennel''', savet gant organ ar skiantoù, an [[nervenn|nervennoù]], ar [[melpenn]], [[mel al livenn-gein]] hag all. Kenurzhiañ a ra ar c'hurzhiadurioù kigenn, mont-en-dro an organoù, kas ar c'helaouadennoù santout hag oberer betek ar reseverien, urzhiañ ar santadurioù hag aotreiñ ar preder.
 
Gant ar mellkeineged e vez diforc'hiet ar [[sistem nervennel kreiz]] ([[melpenn]] ha [[mel al livenn-gein]]) eus ar [[sistem nervennel diavaez]], (nervennoù).
 
Diwar [[neuron|neuronoù]] eo savet ar sistem nervennel kreiz ha tachennoù kendouch a savont etrezo, [[sinaps]] anezho. Miliadoù anezho a genlabour a-benn ober war-ro ur stimulus nemetken.
 
= Lodennoù ha geriaoueg diazez =
 
* [[Sistem nervennel kreiz]] ('''SNK''') : Lodenn ar sistem nervennel graet diwar an [[empenn]], an [[hirvel]], an [[elpenn]] (an tri diwezhañ mañ o sevel ar [[melpenn]]) ha [[mel al livenn-gein]]. Degemer, integriñ ha kas ar c'helaouadennoù nervennel eo e gefridioù. Gwarezet eo gant ar [[klopenn|c'hlopenn]] ha gant [[Mell (korf)|melloù]] al livenn-gein.
 
[[ImageSkeudenn:Structural.gif|thumb|right|Sell ar melpenn-den gant an IRM([[sistem nervennel kreiz]])]]
 
* [[Empenn]] : Lodenn gorre ar melpenn oc'h ober war-dro ar santadurioù, fiñvadurioù meiz. [[Organ]] pennañ ar preder, diorroet-tre e rummadoù loened zo.
Linenn 25:
Perzh ar sistem nervennel a zo lakaat ar c'horf da glotaat prim gant an endro e-pep-koulz. Daou sistem a c'hellomp termeniñ ennañ ; un dispartiñ artifisiel eo ha ne laka ket war-wel ar c'henlabour etrezo met aesaat a ra ar preder.
 
== Sistem nervennel meiz ==
 
Ar sistem nervennel meiz a implijer pa vezer emskiant hag oberer deus e vont-en-dro. Holl reaktdurioù a reomp e-keñver cheñchamantoù deus an endro evezhiet ganeomp dre ar pemp skiant eo : Kurzhañ (stegnañ) kigennoù ar fiñvoù da skouer.
 
== Sistem nervennel diveiz ==
 
Ar sistem nervennel diveiz (pe blantel) a genurzh kefridioù emren hag aotomatikel an organeg.
Daou is-sistem ennañ, an is-sistem parasimpatek ha simpatek, a gas d'ur respont kontrol an eil d'egile peurvuiañ.
N'omp ket emskiant deus o labour na deus o atizadur. Degemer a reont santadurioù diabarzh dre nervennoù-santout ha kas a reont urzhioù dre nervennoù-oberer.
Lakaat an organeg da glotañ gant an ezhommoù en ur c'houlz eo o c'hefridi e-keñver ar gwenteradur (=gwentadur), gwask ar gwad, gwrez ar c'horf, koazhadur ar boued ... . Ur perzh tonetaat o deus ivez ouzh ar galon en ur fonnusaat pe c'horrekaat he zalm.
 
[[Rummad:Medisinerezh]]
Linenn 98:
[[tl:Sistemang nerbiyos]]
[[tr:Sinir sistemi]]
[[ug:نېرۋا سىستىمېسى]]
[[uk:Нервова система]]
[[ur:عصبی نظام]]