Enver Hoxha : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: he:אנוור הוג'ה
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D yezh
Linenn 1:
[[Skeudenn:hoxha.jpg|thumb|right|Enver Hoxha]]
 
'''Enver Hoxha''' [ɛnˈvɛɾ ˈhodʒa] ([[16 Here]] [[1908]] - [[11 Ebrel]] [[1985]]) a renas war [[Albania]] abaoe fin an [[Eil Brezel Bed]] betek deiz e varv e 1985 gant ar c'harg Kentañ Sekretour Strollad Labour Albania. Kentañ Ministr ar vro e oa bet ivez etre 1944 ha 1954, ha Ministr an Aferioù Diavaez etre 1946 ha 1953. Daoust ha ma vane didroc'het Albania diouzh ar peurrest eus ar bed, dindan beli Hoxha hag a-drugarez d'ar [[marksouriezh-leninouriezh|varksouriezh-leninouriezh]] lakaet e pleustr eno, e teuas ar vro diorroet e-keñver live ar [[greanterezh|c'hreanterezh]] pa oa bet ur vro damc'hladdac'hel anezhi a-raok.
 
Ganet e oa bet Enver Hoxha e [[Gjirokastër]] e [[kreisteiz]] Albania. Levezonet bras e oa bet gant e eontr Hyen Hoxha, sokialour anezhañ, hag a stourmas evit frankiz Albania hag ivez a-enep d'ar gouranamantoù mac'homer a renas war ar vro goude ma teuas da vezañ dishual, dreist-holl goude ma voe bet disklêriet [[Zog]] Roue Albania e 1928.
Linenn 15:
Kemer a reas gouarnamant sokialour Albania, Hoxha en e benn, an douaroù digant ar berc'herion-douar binvidik evit o c'henstrollañ. A-drugarez d'ar politikerezh-se e teuas Albania a-benn da vezañ emren e-keñver boued. Gantañ ivez e oa bet diorroet ar c'hreanterezh ha kaset an [[tredan]] d'an holl lec'hioù diwar ar maez. Evit achuiñ e oa bet skarzhet an holl gleñvedoù-red hag e voe desket d'an holl lenn ha skrivañ.
 
Kenderc'hel a reas Hoxha da difenn tezennoù marksour-leninour hervez Stalin pa deuas [[Nikita C'hrouchtchof]] da gemer e blas en ur nac'hañ tezennoù Stalin. Didroc'het e oa neuze Albania diouzh ar ar peurrest eus eus ar stadoù sokialour a soutene an Unaniezh Soviedel. E-kerzh an dizemglev etre an [[Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel|Unaniezh Soviedel]] ha Sina e savas Albania a-du gant Sina e 1960, hag e troc'has an holl liammoù gant an Unaniezh Soviedel ez-ofisiel bloaz war-lerc'h. E 1968 e tivizas Albania derc'hel Emglev Varsovia pa oa bet aloubet [[Tchekoslovakia]] e 1968 gant and Unaniezh Soviedel.
 
E 1967, goude ugent vloaz bennaket o stourm a-enep d'ar [[relijion]]où e c'hellas Enver Hoxha disklêriañ ez-ofisiel e oa deuet Albania da vezañ ar vro [[Didoueelezh|didoue]] kentañ er bed. Levezonet gant an [[Dispac'h Sevenadurel]] e Sina, e krogas da dapout lec'hioù relijiel a-bep seurt evit o adimplijout e servij an holl, da skwer meur a iliz hag a voskeenn a voe adimplijet da sinema pe da labouradeg.