Jordaan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D yezh
Linenn 18:
Buhezek e voe ar c'harter a-fet sonerezh en XX{{vet}} kantved, ha delwennoù da veur a soner a gaver er c'harter, evel an hini da [[Johnny Jordaan]], e-korn Prinsengracht ha [[Elandsgracht]]. ''Jordaanfestival'', hag a zo diazezet war hengoun sonerezh ar c'harter, a vez aozet pep bloaz.
 
E Jordaan e kaver kalz ''hofjes'' (porzhioù diabarzh), hag a zo bet savet gant tud pinvidik a-benn reiñ anezho da vaouezed kozh, un doare trugarez e oa. Lod brasañ anezho, evel ar peurrest eus ar c'harter, a oa en ur stad fall er bloavezhioù 1970. Abaoez eo bet kempennet al lod brasañ anezho, hag hiziv an deiz e kaver dreist-holl arzourien, studierien ha tud kozh enno. E-pad an hañv e vez digoret ul lodenn anezho da Sul, pa vez aozet sonadegoù digoust anvet ''hofjesconcerten''.
 
Ouzh talbenn lod brasañ tiez Jordaan e weler arouezioù kizellet er maen, da ziskouez micher pe orin familh an annezidi. Da aroueziñ ur c'higer e vo gwelet neuze ur pemoc'h, pe ur re sizailhoù da aroueziñ ur c'hemener. An arouezioù kentañ a voe kizellet er 16{{vet}} kantved, pa voe gourc'hemennet d'an annezidi implijout maen e-lec'h talgenoù koad bras, hag a lakae staedoù strizh ar c'harter da vezañ teñval.