Yann ar Badezour, Toledo, Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D yezh
Linenn 7:
 
* Krediñ a ra da John Gash (sellout en notennoù izeloc'h) e oa unan eus al livadurioù graet gant Caravaggio evit [[priol]] Ospital ar Frealz, evel ma lavar Mancini, [[buhezskridour]] Caravaggio. Hervez Mancini e voent "kaset gant ar priol d'e vro c'henidik" ; siwazh, en un doare eus [[dornskrid]] Mancini e lenner e oa ar priol-se eus [[Sevilla]], pa lavar en unan all e oa eus [[Sikilia]].
*Ur priol spagnat a oa en ospital e 1593, ha marteze e chomas eno betek miz Even 1595. Menegiñ a ra Gash ali an [[anaoudeg]] A.E. Perez Sanchez a lavar e tenn tres ar sant da zoare-livañ Cavarozzi un tamm bennak, met ar peurrest eus al livadur ne ra ket, hag "e lodennoù zo ez eo an doare-livañ eus ar gwellañ, en delioù gwini dreist-holl ..., ha muioc'h diouzh stumm Caravaggio."
Anv a ra Gash ivez eus ar c'h-[[chiaroscuro]] (ar sklaer-ha-teñval), trolinennoù an dremmoù, ha troioù-livañ all a gaver en oberennoù yaouankiz
Caravaggio evel ''[[Ar Sonerien (Caravaggio)| Ar Sonerien]]'' ha ''[[Sant Frañsez Asiz en e C'hoursav (Caravaggio)|Sant Frañsez Asiz en e C'hoursav ]]''. Ma oa degouezhet taolennoù diwar zorn Caravaggio e Sevilla, homañ ha re all c'hoazh, war-dro ar c'houlz-se, e c'hallont bezañ levezonet [[Diego Velázquez ]] en e oberoù kentañ. Koulskoude, kreñv eo an arguzennoù a-du gant Cavarozzi, ha gouzout a reer ez eas da Spagn war-dro 1617-1619<ref>Gash, ''Caravaggio'', p.44.</ref>.