Rouantelezh Dyfed : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D yezh
Linenn 27:
 
==Orin==
An douaroù ma voe savet rouantelezh Dyfed goude diskar an impalaeriezh roman a oa d'an [[Demetae]], ur meuriad keltiek n'anavezer kalz traoù diwar e benn. Ne oant ket brezelourien ha gwarnizon ebet ne oa er vro. Levezon ar sevenadur roman a oa gwan a-walc'h, neuze, goude ma voe kristenekaet er memes amzer ha ar peurrest eus [[Preden]].
 
Damzieub, war a greder, e teuas ar rannvro da vout e [[382]] pa roas [[Maksim]], a oa rener Preden neuze, ar rannvro d'e vab [[Antonius Donatus Gregorius]] ([[kembraeg]] Anwn Dynod). Ne oa ket na roue, na [[tiern]] gwir anezhañ zoken moarvat met kentoc'h un doare rener lec'hel karget da zifenn aod mervent Kembre ouzh argasadegoù preizherien Iwerzhon. Goude faezhidigezh Maksem avat, e tilezas [[Roma]] [[Preden]] ha tiernet e voe [[mab-bihan]] [[Antonius Donatus Gregorius]], [[Clotri]].